Distributivel (Troad)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad distributivel (saoz.: distibutive case) evit komz eus un droad a dalvez da verkañ ar fed ma c'hoarvez un dra bennak da bep ezel eus un teskad.

Implijet e vez gant an hungareg, merket gant al lostger "-ként", gant ar ster rik-mañ, da skouer:

fejenként ("da bep hini")
esetenként ("en degouezh-mañ'n-degouezh"/"tro-pe-dro")
hetenként ("ur wezh bep sizhun") once a week"
tízpercenként ("bep dek minutenn") every ten minutes").

Implijet e vez ivez an droad-mañ gant ar finneg, merket gant al lostger "-ttain"/"-ttäin", kalz raloc'h avat e implij evit en hungareg, da skouer:

päivä (unander nominativel: "deiz") → päivittäin (liester distributivel: "bemdez").
maa (unander nominativel: "bro") → maittain (liester distributivel: "pep bro")