Troad perlativel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad perlativel (saoz. perlative case) evit komz eus un droad a dalvez da deskrivañ ar fed ma tremen en egor pe en amzer un dra pe un den bennak dre un dra bennak [1], o klotaat mui-pe-vui gant an araogennoù "dre" pe "a-hed" e brezhoneg, da skouer:

"tail" ("ti") "taila-ne" ("a-dreuz an ti")

Implijet e vez gant al lavoukaleveg (lavukaleve), ur yezh papouek ar reter[2] hag ivez e yezhoù komzet en Aostralia, en o zouez ar kuku-yalandjieg (kuku-yalanji)[3] hag ar wambayeg (wambaya)[4] hag ivez e toc'hareg.


Troadoù tost o ster[kemmañ]

Troadoù all[kemmañ]

Troad Ster Skouer Yezhoù
Perlativel mont a-dreuz pe a-hed a-dreuz/dre/a-hed an ti evenkieg | toc'hareg A & B | warlpirieg | yankunytjatjaraeg
Prolativel mont/tremen a-hed ur c'horeenn pe dre un hent dre an ti erzyeg | estonieg | finneg | tlingiteg
Prosekutivel mont a-dreuz pe a-hed a-hed ar straed groenlandeg
Vialis dre/gant oc'h implijout an ti/dre an ti/gant an ti inuktitut


Mammennoù:[kemmañ]

  1. Article "Perlative Case" on the Linguist list wiki
  2. Angela Terrill (2003) A Grammar of Lavukaleve, paj. 102, [1]
  3. Robert Malcolm Ward Dixon, Australian Languages: their nature and development, page 532, Google books search 2002, 776 pages
  4. Rachel Nordlinger (1998) A Grammar of Wambaya, Northern Territory (Australia), [2]


Gwelit ivez:[kemmañ]