Troad nominativel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad nominativel (saoz.: nominative case) pe a-wezhoù ivez troad renerel (saoz.: subject case) evit komz eus un droad yezhadurel pennañ a dalvez da verkañ arc'hwelioù kevreadurezhel resis er frazenn, d.l.e arguzennoù resis.

Merket e vez gant an droad nominatel graer ("A") ur verb tranzitivel pe rener ur verb amdranzitivel ("S") en tu-gra pe c'hoazh ar renadenn-c'houzañv ("P") en tu-gouzañv.

Er yezhoù nominativel-akuzativel[kemmañ]

En un doare rik e vez implijet an droad nominativel, enebet ouzh an droad akuzativel, gant ar yezhoù nominativel-akuzativel. Peurliesañ eo an droad nominativel an droad amverk, da skouer:

Skouerioù[kemmañ]

Das Kind spielt im Garten(nepreizh unander: "Ar bugel a c'hoari/a zo o c'hoari el liorzh")
Die Kinder spielen im Garten (nepreizh liester: "Ar vugale a c'hoari/a zo o c'hoari el liorzh")
lupus currit (gourel unander: "al/ul louarn a red/a zo o redek")
Aquila volat (benel unander: "an/un erer a nij/a zo o nijal")
koirat olivat huoneessa (liester: "ar chas a oa e-barzh ar sal")
huoneet olivat suuria (liester: "bras e oa ar salioù")
Αυτό το κρασί είναι καλό ("Ar gwin-mañ 'zo mat")
Ο Γιάννης θα έρθει αύριο ("(Ar) Yann a deuio warc'hoazh")

Er yezhoù aktivel-stadel[kemmañ]

Implijet e vez ivez gant ar yezhoù aktivel-stadel (pe "nominativel-absolutivel") un droad heñvel-mik hec'h arc'hwel ouzh hini an droad nominativel er yezhoù nominativel-akuzativel, daoust ha ma vez merket an droad nominativel en degouezh-mañ.

Er yezhoù evel-hen e talvez an droad nominativel da verkañ rener ur verb tranzitivel ha graer a-ratozh ur verb amdranzitivel met ne vez ket implijet evit merkañ rener ur verb amdrazitivel dre degouezh/pe en desped dezhañ.