Graer (yezhoniezh)

Eus Wikipedia

Er yezhoniezh e vez implijet an termen graer (galleg acteur, saozneg agent) evit komz eus an hini a zo kiriek d'ur stad pe d'un ober bennak, da lâret eo hemañ unan eus perzhioù tematek ur stad pe un ober.

Peurliesañ e vez graet dave d'ar stad pe d'an ober gant ur frazenn, ma talvez ar verb da elfenn bennañ evit resisaat perzhioù semantikel ar stad pe an ober-se, ha gant ur rannfrazenn anv evit sklaeraat gant piv pe gant petra e oa bet kaset da benn pe krouet ar stad pe an ober-se, da lâret eo ar graer.

Da skouer, er frazenn-mañ eo "Jakez" ar graer yezhadurel er frazenn:

"Jakez a evas an dour"

Gant yezhoù 'zo, e vez merket graer yezhadurel ur frazenn, da skouer e japaneg gant al lostger pe rannig ("ga") hag a dalvez da verk an tema.

An diforc'h etre ar graer hag ar rener[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daoust ha c'hellont klotaat an eil gant egile, ec'h eo disheñvel-krenn graer yezhadurel ur frazenn diouzh rener ur frazenn dre m'emañ liammet ar graer ouzh ar verb keit ha m'emañ liammet ar rener ouzh red an titour er frazenn, urzh ar gerioù hag pegen a-bouez eo er frazenn.

Ar graer hag an tu-gouzañv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daoust ha ma c'hell klotaat rener ar frazenn gant graer ar frazenn en tu-gra e teu da vezañ sklaer ez eo disheñvel an eil diouzh egile pa saver frazennoù en tu-gouzañv. Da skouer

Tu-gra
"Jakez a evas an dour"
("Jakez" = graer ha rener ar frazenn war un dro)
Tu-gouzañv
"Evet e oa bet an dour gant Jakez"
("an daol" = rener ar frazenn; "Jakez" = graer ar frazenn)

Gwelit ivez:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

References[kemmañ | kemmañ ar vammenn]