Tu-gouzañv

Eus Wikipedia

Er yezhoniezh e vez implijet an termen tu-gouzañv evit komz eus un tu yezhadurel enebet ouzh an tu-gra.

An tu-gouzañv hag an tu-gra[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un treuzfurmadur eo an tu-gouzañv (pe frammadur a eil-renk) diazezet war an tu-gra (frammadur diazez)

En tu-gouzañv e teu gouzañver yezhadurel an ober pe ar stad ma ra dave outañ ar verb, rener yezhadurel ar frazenn.

Pa vez treuzfurmet ur frazenn en tu-gra en ur frazenn en tu-gouzañv e vez eilpennet perzh yezhadurel rener ha renadenn ar frazenn dizaez (tu-gra), o tont da vezañ ar renadenn eeun rener (graer yezhadurel) ar frazenn en tu-gouzañv keit ha ma teu da vezañ rener ar frazenn en tu-gra ur rannfrazenn (adstagennek) diret en tu gouzañv.

Da skouer:

Tu-gra
"Jakez a evas an dour"
("an dour" = gouzañver ha renadenn eeun ar frazenn war un dro)
Tu-gouzañv
"Evet e oa bet an dour (gant Jakez)"
("an dour" = gouzañver ar frazenn; "Jakez" = graer/adstagenn diret)

Tu-gouzañv ambersonel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant yezhoù 'zo, en o zouez ar brezhoneg hag ar yezhoù keltiek all, e c'heller sevel frazennoù ambersonel tost o ster ouzh hini ur frazenn en tu-gouzañv met hep menegiñ graer yezhadurel an ober, da skouer:

Displegadur ambersonel:
"Evañ a reer dour" (gour mann)
Tu-gouzanv:
"Evet e vez an dour (gant Yann)" (graer yezhadurel = "Yann")

Gwelit ivez:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]