Brezelioù Italia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Emgann Pavia, gant ul livour flamank dianav.

Brezelioù Italia a lavarer eus un heuliad brezelioù graet gant Rouaned Bro-C'hall en Italia er XVIvet kantved evit difenn o gwirioù evel hêred war rouantelezh Naplez ha dugelezh Milano. Kregiñ a rejont adalek 1494 ha padout betek 1559 ha perzh a gemeras an darn vrasañ eus ar stadoù : Bro-C'hall, Spagn, an Impalaeriezh santel roman german, Bro-Saoz, Republik Venezia, Stadoù ar Pab, an darn vrasañ eus keodedoù Italia, hag ivez an Impalaeriezh otoman.


Taolenn

[kemmañ] Orin

Betek 1442 edo rouantelezh Naplez etre daouarn an Tiegezh Anjev-Sikilia, ur skourr eus ar Gapeted. Er bloavezh-se e tegouezhas ar gurunenn etre daouarn Alfoñs V, roue Aragon. Klask a reas Tiegezh Anjev adkemer e beadra neuze. Mervel a reas René Anjev en 1480 : da neuze eo gant roue Bro-C'hall e tegouezhe e wirioù war ar rouantelezh, da lavarout eo gant Loeiz XI da gentañ, hag adalek 1483, gant Charlez VIII. Ret e voe d'ar roue gall aozañ ar c'hlask en dihelloù evit diazezañ e c'houlenn, seul vui ma oa kollet gant Tiegezh Anjev e zouaroù e Naplez abaoe 1442. En hêrezh-se e oa ivez Rouantelezh Jeruzalem a vo dindan ar Vamelouked betek 1517.

Tri feuremglev dilomatek zo sinet hag a rank asuriñ Bro-C'hall n'he devo ket trubuilh gant Spagn, Bro-Saoz nag Aostria.

En 1486 e oa en em savet baroned, feal d'an Anjeviz, e rouantelezh Naplez. Pa voent trec'het e kavjont repu e Bro-C'hall. E-pad 60 vloaz neuze e klaskjont lakaat anavezout o gwirioù. Ouzhpenn-se e oa Ludovico il Moro o c'houlenn digant Charlez VIII dont da Italia . Tutor e oa Ludovico d'an dug bihan Gian Galeazzo Sforza, ha nec'het e oa o welout e c'halle an traoù treiñ da fall en Italia ma veze torret an emglev graet e 1467. War e dalaroù e oa an emglev a oa etre Firenze, dugelezh Milano ha rouantelezh Naplez evit stourm ouzh galloud Republik Venezia.

Piero il Fatuo, mab da Lorenzo il Magnifico, aglaskas neuze ober emglev gant Rouantelezh Naplez.

[kemmañ] Kentañ brezelioù Italia : adalek Charlez VIII betek Marignan

[kemmañ] Kentañ brezel Italia (1494-1497)

Italia e 1494, a-raok ar brezel kentañ

Goude en em glevout gant dug Milano, ha war an digarez toull (anat d'ar gempredidi) da gas ur brezel ar groaz nevez a-enep an impalaeriezh otoman ha da zieubiñ Jeruzalem, setu ar roue gall Charlez VIII o kuitaat Grenoble gant e arme hag o tremen dre ode ar Montgenèvre d'an 2 a viz Gwengolo 1494.

An arme c'hall o tegouezhout en Italia zo anezhi 200 gwaz a zo gwarded ar roue, un arme war varc'h a 1600 den, 12 000 den war droad (anezho 6000 Suis ha 3000 Gwaskon) hag un 70 kanol, skañv ha hefiñv, hag a denn boledoù arem pe kouevr, 100 en ur ober un eur.

Buan ez a C'hallaoued betek Asti ma tegouezhont d'an 9 a viz Gwengolo. E Rapallo, e-kichen Genova, e voe trec'h ar C'hallaoued, renet gant Loeiz Orleañs, hag arme Milano, war 5000 Aragonad a oa o paouez dilestrañ e Genova. Klañv e oa Charlez gant ur c'hleñved a vo anvet kleñved Naplez gant lod, ha n'hallas ket mont e-barzh kêr Genova a-raok ar 6 a viz Here.

Goude e talc'has an arme c'hall da vont trema'r c'hreisteiz : d'an 20 a viz Here e voe kemeret Mordano, e Romagna, ganto, ha lazhet soudarded ha tud disoudard; d'ar 26 e rejont kemend-all e Fivizzano. Spontet an Italianed, ha goude marc'hata, e voe kemeret Firenze hep en em gannañ d'ar 17 a viz Du. D'an 28 ez ejont war-du Roma, ma tegouezhjont d'an 31 a viz Kerzu. Un emsavadenn a voe e Firenze er c'heid-se, ha savet ur republik a chomas en he sav betek 1512.

War-dro hanter C'hwevrer 1495 e tilezas ar roue Alfonso II Naplez e garg a roue ha Ferdinand II a renas war e lerc'h. Ret e voe dezhañ tec'hel avat pa zegouezhas an armeoù gall d'an 22 a viz C'hwevrer. Gant chomadenn ar C'hallaoued e Naplez e voe tapet gant ar soudarded kleñved Naplez, dianav betek neuze.

Krog e oa rogoni an alouberien c'hall da gavout enebourien er bobl. Savet e voe Emglev Venezia a-enep d'ar C'hallaoued. D'an 20 a viz Mae 1495 edo arme Charlez VIII o kuitaat Naplez, o leuskel Gilbert de Montpensier, anvet da vesroue, e penn ur gwarnizon gall.

Loeiz Orleañs a oa chomet en Lombardia gant un arme. Urzh en doa da chom hep mont a-benn da zug Milano, Ludovico il Moro. Daoust da se e kemeras kêr Novara e Mezheven 1495, hag un degemer brav a voe graet dezhañ gant ar bobl eno, nemet n'eas ket betek Milano, na oa ket difennet gwall vat hag a oa prest d'ober un degemer heñvel dezhañ. Diaesoc'h avat e voe distro Charlez VIII da Vro-C'hall. Ne oa ken nemet 9000 soudard gantañ . Gant poan e treuzjont an Apenninoù gant o c'hanolioù pa errujont dirak Fornoue d'ar 5 a viz Gouhere . Eno e kavjont un armead enebourien, 35000 adud enni, ha renet gant Francesco II Gonzaga, markiz Mantova. Emgann Fornova a voe d'ar 6 a viz Gouhere ha trec'h e voe ar C'hallaoued, goude ma oa niverusoc'h o enebourien, hag evel-se e c'halljont kenderc'hel war hent an distro.
Sede an arme c'hall dirak Asti , ha fall stad ar vrezelourien. Loeiz Orleañs a oa gronnet gant e soudarded e kêr Novara gant un armead 30 000 den da Ludovico il Moro, hag an naonegezh o ren. Goulenn a reas Loeiz sikour digant e genderv roue, goude ma n'en doa ket sentet ouzh e urzhioù.

Krog e oa an div gostezenn da varc'hata, ha sinet e voe ar peoc'h e miz Here 1495. Loeiz Orleañs a guitaas Novara gant e 5500 den, Suised anezho dreist-holl, hag un toullad bras anezho a varvas nebeud goude, ken fall e oa o yec'hed. En emglev Verceil e tremene ar roue gall gant esper ha hunvreoù pa chome dug Milano mestr war an dachenn.

Er c'heid-se e chome un toullad Gallaoued e Naplez, o stourm evit mirout tammoù eus ar rouantelezh. Ferdinand II a zilestras en Calabria hag a lakaas seziz war gêr Naplez.

Montpensier a repuas er c'hastelloù da c'hortoz skoazell digant Bro-C'hall. Met skoazell ne deue ket buan. Ludovico il Moro en devoa prometet kas listri karget a soudarded da Naplez met ne reas ket. Ha Charlez VIII a oa berr an arc'hant gantañ. Koust an droiad-vrezel da Italia a rankje bezañ bet paeet, evit ul lod bepred, gant donezonoù Firenze, graet pa vije bet daskoret dezho ar c'hreñvlec'hioù prestet d'ar C'hallaoued. A-benn ar fin e voe gwerzhet ar c'hreñvlec'hioù da Lucques, Venezia, Genoa pe Pisa, goude trubarderezh Robert de Balsac e Toskana. Charlez VIII a rankas neuze rentañ an arc'hant amprestet digant presterien Firenze ha tremen a rankas hep amprestañ gwenneien ken nevez digant kêr Firenze.

Emwelioù a voe evit klask ober ar peoc'h gant Spagn e 1496, a-hed ar bloavezh 1497 ha deroù 1498, ken na voe sinet arsav-brezel Alcalá de Henares e miz Du 1497.

Charlez VIII en devoa c'hoant atav da lakaat e zorn war rouantelezh Naplez a glaskas chom mignon da briñsed Italia a c'halle e leuskel da dremen da vont etrezek Naplez. Dug Orléans avat a glaske lakaat harz da vennad ar roue a varvas en 1498 hep na vije deuet e hunvreoù da wir.

[kemmañ] Livadurioù

[kemmañ] Eil brezel Italia (1499-1500)

Italia e 1499;

Setu Loeiz XII anvet da roue, dezhañ gwirioù an dierniezh Valois war rouantelezh Naplez, hag ouzhpenn da se gwirioù war dugelezh Milano dre e vamm-gozh Valentina Visconti , eus an Tiegezh Visconti. Ha Loeiz XII da brientién aloubadeg Iralia a-zevri gant kuzulioù mat ar c'hardinal Georges d'Amboise, arc'heskob Rouan.
Da gentañ e klaskas ober brav d'an Tiegezh Borgia, rak skoazell digant ar pab Alesant VI a felle dezhañ kaout evit terriñ e eured da Janed Bro-C'hall ha gallout addimeziñ da Anna Breizh, intañvez e genderv Charlez VIII, evit gallout mirout dugelezh Breizh.

hag ouzhpenn da se dorn Charlotte d'Albret, c'hoar da roue Navarra, evit brasañ plijadur ar pab ha ne glaske nemet an tu da reiñ vadoù a-lezih d'e holl vugale e korn pe gorn eus Europa. 


[kemmañ] Trede brezel Italia (1500-1504)

Ur wech taolet e grabanoù war dugelezh Milano, e troas Loeiz XII war-du rouantelezh Naplez. Ur wech c'hoazh e voe roet skoazell dezhañ gant ar pab Alesant VI a gave da damall d'ar roue Frederig II Naplez an emglev en doa graet gant an Durked.
D'an 11 a viz Du 1500 e sinas Loeiz XII Feuremglev Granada gant Ferdinand II Aragon diwar-benn rannidigezh rouantelezh Naplez: Puglia ha Calabria da Aragon, Naplez, Douar al Labour hag Abruzzi a Vro-C'hall.

En 1501 e lammas Bro-C'hall ha Spagn war Naplez ma rankas ar roue kodianañ d'ar 26 a viz Gwengolo 1501. Repuiñ a reas e Bro-C'hall ma voe anvet da Kont Anjev, goude dilezel e wirioù war rouantelezh Naplez.
Er c'heid amzer-se, gant asant Bro-C'hall, e kouezhas Cesare Borgia, mab d'ar pab Alesant VI, war Romagna (1500), ha Dudugelezh Urbino (Mezheven 1502). Loeiz XII avat a viras outañ d'ober kemend-all da Republik Firenze. D'an 31 a viz Kerzu 1502 eo e lakaas lazhañ baroned an Tiegezh Orsini e Senigallia.

E rouantelezh Naplez e oa savet bec'h etre ar C'hallaoued, chomet e kornioù zo daoust d'an emglevioù, ha Ferdinand II Aragon kenkent ha 1502.


En C'hwevrer 1504 e voe sinet arsav-brezel Lyon ha lezel a reas Loeiz XII rouantelezh Naplez gant Ferdinand II Aragon. Loeiz XII en devoa roet tro d'ar pab da greskiñ e c'halloud ha d'ar Spagnoled da gemer Naplez.

[kemmañ] Pevare brezel Italia (1508-1513)

[kemmañ] Pempet brezel Italia (1515-1516)

[kemmañ] C'hwec'h brezel etre an Tierniezhioù Valois ha Habsbourg

[kemmañ] C'hwec'hvet brezel Italia (1521-1526)

[kemmañ] Seizhvet brezel Italia (1526-1529)

[kemmañ] Eizhvet brezel Italia (1536-1538)

[kemmañ] Lennadurezh

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all