Condottiero

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask
Il Condottiero, 1480, gantLeonardo da Vinci
Il Condottiero, 1480, gantLeonardo da Vinci

.

Condottieri (condottiero en unander) eo an anv a veze graet er Grennamzer en italianeg eus ar vrezelourien a werzhe o ampartiz da vrezeliañ dre ur c'hontrad a veze anvet condotta.

Soudarded dilabour e oant, pe noblañsed o klask brud er brezel, ha klask a raent labour o servij stadoù bihan, keodedoù, ha n'o doa gwir arme ebet d'o difenn. Paeet e vezent gant arc'hant, met a-wechoù gant douaroù.

Hervez o lizher-labour ( pe condotta) e rankent pourchas soudarded, dafar brezel, ofiserien. Ouzhpenn brezelourien a vicher e oant: gwir varc'hadourien brezel. A-wechoù e teuent da vout ken kreñv ma kemerent ar galloud er c'hêrioù a servijent.

War-dro 1550 ez easar vicher da goll. Chom a reas an anv en italianek evit envel kabitened a vrezelie en armeoù estren.


[kemmañ] Condottieri brudet

Sigismondo Malatesta, kont Rimini, livet gant  Piero della Francesca.
Sigismondo Malatesta, kont Rimini, livet gant Piero della Francesca.
Condottiero  eus ar XVII-vet kantved, livet gant Artemisia Gentileschi.
Condottiero eus ar XVII-vet kantved, livet gant Artemisia Gentileschi.

[kemmañ] Liammoù diavaez