Tiegezh Visconti
Eus Wikipedia
Visconti zo anv un tiegezh uhel eus Lombardia en Italia, eus tu ar Gibelined, a renas e Dugelezh Milano e-pad ar Grennamzer ha betek an Azginivelezh, eus 1277 betek 1447. Da gentañ ne oant ken 'met aotrouien, met adal 1395 , gant Gian Galeazzo Visconti, e voent anvet duged.
War-lerc'h 1447 e tremenas ar galloud etre daouarn an Tiegezh Sforza.