Alfonso V Aragon

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Disambiguation.svg Ur pennad Alfonso V zo ivez.
Alfonso V, roue Aragon.

Alfonso V (1396 – 1458) a oa roue Aragon, Valencia (evel Alfonso III), Majorca, Sardinia ha Corsica (evel Alfonso II), Sikilia (evel Alfonso Iañ) ha kont Barcelona (evel Alfonso IV) adal 1416, ha Roue Naplez (evel Alfonso Iañ) adal 1442 betek e varv.

Mab e oa da Fernando Iañ Aragon. Kemer a reas ar gurunenn pa varvas e dad e 1416.

E vab Ferdinando Iañ Naplez (1423 à 1494), mab d'e serc'h Lucrezia d'Alagno, a voe Roue Naplez war e lerc'h.