Emgann Ravenna (1512)

Eus Wikipedia
Ur pennad Emgann Ravenna zo ivez.

Emgann Ravenna a c'hoarvezas e-kichen ker Ravenna, en Italia, er bloaz 1512, d'an 11 a viz Ebrel, Sul Fask anezhi, e-pad Brezel Kevre Cambrai (1508-1513), pe Pevare brezel Italia. En un tu e oa an arme c'hall, kaset gant Gaston de Foix, hag en tu all arme al Lega Santa, pe Kevre Santel, renet gant besroue Napoli, Raimondo de Cardona, ha jeneral arme ar pab, Fabrizio Iañ Colonna.

Brezelourien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Marv Gaston de Foix

Hennezh, hag Emgann Marignano (tri bloaz goude, e 1515) , e voe brasañ emgannoù brezelioù Italia er XVIvet kantved.

Ennañ e kemeras perzh kalz eus brasañ condottieri an amzer, hag en o zouez Antonio di Leyva, Fernando d'Avalos, markiz Pescara, Ettore Fieramosca, Romanello da Forlì, Giovanni Capoccio, Raffaele de' Pazzi, Francisco de Carvajal, Fanfulla da Lodi en arme ar C'hevre Santel.

Dirazo e oa Teodoro Trivulzio, Pierre Ponson du Terrail (anavezet ivez evel ar marc'heg Bayard), Odet de Foix, Federico Gonzaga, Cesare Martinengo, Guy de La Motte, Jacques de La Palice, Yves II d'Alegre, Alfonso Iañ d'Este, ha Gaston de Foix.