Republik Firenze

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Lilienn Firenze, arouez kêr.
Stadoù Italia e 1494, ha Republik Firenze en o zouez.

Ar Repubblica fiorentina zo ur marevezh eus istor kêr Firenze en Italia, pa oa renet gant ur Republik. Echuiñ a reas pa voe anvet Alessandro de' Medici da zug .

Istor[kemmañ]

Kumun Firenze[kemmañ]

E 1115 e teuas kêr da vout ur gumun, goude marv ar varkizez Matilda Toskana.
E 1434 e teuas da vout un aotrouniezh etre daouarn Cosimo il Vecchio hag an tiegezh Medici, met chom a reas en o sav ensavadurioù ar gumun.

Republik Savonarola (1494)[kemmañ]

Girolamo Savonarola (1452-1498).

E 1494 e krogas an eil marevezh republikan e Firenze pa voe un emsavadeg e kêr, ha kaset kuit Pietro de' Medici, tamallet dezhañ bezañ pleget da c'hoantoù ar roue gall Charlez VIII a oa o treuziñ ar vro da aloubiñ rouantelezh Naplez hag a felle dezhañ distagañ Pisa, Sarzana ha Livorno diouzh dugelezh Firenze.
Levezonet e oa ar republik nevez gant ur manac'h dominikan, Girolamo Savonarola (1452-1498) a veze o prezeg hag a rae berzh bras e Firenze abaoe marv Lorenzo de' Medici en 1492.
Padout a reas ar republik betek 1512, pa zistroas Lorenzo II de' Medici, mab da Pietro de' Medici ha niz da Lorenzo de' Medici , gant skoazell ar pab Jul II a oa e penn ar C'hevre Santel: Raimond de Cardona, e penn un arme spagnol, a aloubas ar Mugello hag a reas freuz a reuz gwashañ ma c'hallas e Prato ha Campi Bisenzio. Ma rankas tud Firenze plegañ da zistro ar Medici.

Republik 1527-1532[kemmañ]

D'ar 16 a viz Mae 1527 e krogas trede gouarnamant republikan, goude ar pennad bec'h bras a oa bet etre ar pab Klemañs VII hag an impalaer santel Karl V, ken ec'h eas ar soudarded alaman da lakaat Roma en arigrap e 1527.

Neuze e kredas pobl Firenze e oa erru ar poent da gas an tiegezh Medici kuit eus ar vro, ha da adsevel ar Republik. Sevel a reas ar gouarnamant nevez a-du gant ar C'hallaoued en o brezel a-enep Kevre Cognac. Siwazh da dud Firenze e voe trec'het an armeoù gall e Seziz Naplez (1528) hag en emgann Landriano en 1529, ma rankas ar roue gall Frañsez Iañ sinañ peoc'h Cambrai gant an impalaer.

Pan eas ar pab ha Republik Venezia da sinañ ar peoc'h ivez gant an impalaer en em gavas Firenze gwall hec'h-unan. Ha setu Karl V, evit plijout d'ar pab Medici, da c'hourc'hemenn d'e arme da gemer Firenze, da adlakaat ur Medici e penn, unan eus kerentiezh ar pab eta.

E diskar-amzer 1529 e krogas seziz Firenze. Difennet e voe kêr gant ar c'h-condottiero Francesco Ferrucci ha Michelangelo Buonarroti,


E 1532 e voe krouet Dugelezh Firenze.