René Anjev

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
René Anjev

René Anjev, pe René Iañ Anjev, pe Renato Iañ Naplez, lesanvet ivez « Le Bon Roi René », ganet d'ar 16 a viz Genver 1409 en Angers, ha marvet d'an 10 a viz Gouhere 1480 en Aix-en-Provence, a oa kont Guise (1417-1425), dug Bar (1430-1480) de facto adal 1420, dug kenseurt Loren (1431-1453), dug Anjev (1434-1480), kont Provañs ha Forcalquier (1434-1480), kont Piemonte, kont Barcelona, roue Naplez (1435-1442), roue Jeruzalem (1435-1480), roue Sikilia (1434-1480) ha Roue Aragon (1466-1480), Markiz Pont-à-Mousson (-1480),

E vuhez[kemmañ]

Mab e oa da Loeiz II Anjev ha d'e bried Violanda Aragon. Ganet e oa d'ar 16 a viz Genver 1409 en un tour eus kastell Angers, e-kreiz ar goañv kalet. Er c'hastell-se e voe savet gant e vamm, hag e Berry, e-touez breudeur ha c'hoarezed, ha gantañ e genderv Charlez Bro-C'hall, kont Ponthieu, pevare mab ar roue gall Charlez VI (Bro-C'hall) hag ar rouanez Isabeau Bavaria, hag a reno war-lerc'h e dad evel Charlez VII.


René hag e soudarded en amzer ar brezel kant vloaz.

Merañ mat a reas e zouaroù en Anjev, e Loren hag e Provañs. Dindanañ e pinvidikaas kêrioù Angers, Aix-en-Provence, Avignon ha Tarascon.

Kuzuliet e oa gant e gambrelan Fouquet d'Agoult hag e sekretour Guillaume de Rémerville .