Francesco Maria Iañ della Rovere

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Francesco Maria Iañ della Rovere, poltredet gant Raffaello e 1504

Francesco Maria Iañ della Rovere (1490 en Senigallia; 1538 en Pesaro) a oa unan eus condottieri brudet deroù ar XVIvet kantved en Italia, ha Dug Urbino (hiziv e rannvro Marche) ha dug Sora proviñs Frosinone.

E dud[kemmañ]

Francesco Maria Della Rovere, poltredet gant Tizian.

Mab e oa da Giovanni Della Rovere, aotrou Senigallia ha Kabiten Jeneral an Iliz, ha da Giovanna da Montefeltro, merc'h da Federico Iañ II da Montefeltro. Kelennet e voe en e yaouankiz gant Ludovico Odasio.

En 1502 e voe kollet Senigallia gant an tiegezh Della Rovere, goude bet aloubet gant Cesare Borgia, mab d'ar pab Alesant VI, hag a deuas da vout mestr war ar Marche.

E eontr Guidobaldo Iañ da Montefeltro n'en doa bugel ebet ha lakaat a reas e niz da zont d'e lez da Urbino en 1504. E advabañ a reas, ha setu Francesco Maria da bennhêr. Pa varvas ar eontr en 1508, e varvas al lignez « Montefeltro », ha setu Francesco Maria dug Urbino. Ouzhpennn-se, ur eontr all, Jules della Rovere, a oa bet aznvet da bab en 1503 evel Jul II, hag e c'hallas adkemer Senigallia.

Dimeziñ[kemmañ]

Dimezet e voe da Eleonora Gonzaga, (Mantova, 1493–1570 Urbino), a oa merc'h da Francesco II Gonzaga, markiz Mantova, ha da Isabella d'Este, ur verc'h da Ercole I d'Este, dug Ferrara. 14 vloaz e oa ar plac'h nevez.

O bugale[kemmañ]

Pemp eus o bugale [1][2] a vevas:

E varv[kemmañ]

Mervel a reas e Pesaro e miz here 1538 hag e vab Guidobaldo II della Rovere a renas war e lerc'h.

Poltredoù[kemmañ]

Eñ hag e bried zo bet poltredet gant Tizian.

Notennoù[kemmañ]

  1. GeneAll.net - Eleonora Ippolita Gonzaga, Duchessa di Sora ed Arce
  2. Alcune date sono diverse a seconda delle fonti

Liamm diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.