Isabella d'Este

Eus Wikipedia
Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !
Isabella d'Este, poltred livet gant Tizian.
Leonardo Da Vinci, kartoñs evit poltrediñ Isabella d'Este, Mirdi al Louvre, Pariz
Poltred ur vaouez, gant Giovanni Francesco Caroto (1482–1555). Pell amzer e voe soñjet e oa poltred Isabella d'Este.

Isabella d'Este (1474 - 1539), markizez Mantova, a oa ur vaouez brudet eus ar Rinascimento en Italia hec'h amzer.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'h e oa da Ercole Iañ d'Este, dug Ferrara, ha da Eleonora di Napoli (a oa merc'h da Ferdinando Iañ Naplez, roue Naplez, ha da Isabella di Clermont) a voe markizez Mantova. C'hoar e oa da Beatrice d'Este, gwreg Ludovico Sforza, ha da Alfonso Iañ d'Este, dug Ferrara.

D'he c'hwec'h vloaz e voe graet kontrad d'he dimeziñ da Francesco Gonzaga, mab henañ markiz Mantova, Federico Iañ Gonzaga ha Marc'harid Bavaria (1442-1479). Seizh vloaz warni e oa ar markiz bihan. Sed a skrivas kannad Mantova :più che la bellezza è mirabile l'intelletto e l'ingegno suo (muioc'h eget he c'hened eo he spered hag hec'h ijin a zo souezhus).
Pa oa pemzek vloaz e voe graet an eured e 1490: tri bloaz warn-ugent e oa he gwaz, markiz abaoe 1484. Eizh bugel o doe.

Kerkent hag erruet e Mantova e voe bamet gant al lez. Miz goude bout degouezhet e skrive d'he zad « Karantez am eus kemeret kement ouzh ar gêr-mañ ma n'hallan ket chom hep kemer preder ouzh enor hag interest ar geodedourien(Io ho già preso tanto amore a questa città, che non posso fare che non piglia cura de li honori et utilitate[1] de li citadini) ». Hi eo a zo pennkaoz ma voe diorroet ar sevenadur e Mantova. Desket e oa, gregach a gomze (un dra ral e-touez ar merc'hed, pa soñjer ne ouie ket Macchiavelli nag Ariosto gregach), seniñ a ouie, ha magañ a rae en he lez un toullad skrivagnerien ha sonerien. "Nec spe nec metu" ("Na gant spi na gant spont") a oa he ger-stur.

Bernioù arc'hant a veze dispignet gant Isabella e-barzh dilhadoù ha bravigoù, ken e teue da vezañ patrom ar c'hiz en Europa ar c'hornôg, hag ur skouer a gened, a livañ-dremm, a zoare-bevañ.

Ur vaouez ampart war ar politikerezh e oa ivez, ha meur a wech e rankas ober war-dro ar stad pan ae he fried da veajiñ met dreist-holl pa voe prizoniet Francesco II e Venezia.
Goulenn ha kaout a ouie ober, sede e teuas a-bann da gaout an titl a gardinal evi he mab Ercole, hag an titl a zug evi he mab Federico.

E korf kenedus ar vaouez e talme ur galon dispont ha ne gile ket rak ar skoilhoù, ma skrive-hi diwar he fenn hec'h-unan : « Betek en hon jener e kaver natur gourel (Etiam[2] nel nostro sesso si ritrovano animi virili). » Mervel a eure Francesco II en 1519, da 52 vloaz. Isabella d'Este avat a vevas ugent vloaz c'hoazh. Mervel a reas-hi en 1539 da 64 bloaz.

Dimeziñ ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eleonora di Mantova
Tizian, 1538 (Galleria degli Uffizi)

Eizh bugel he doe:

  1. Eleonora Gonzaga (1493 - 1550 en Urbino), a zimezo e 1507 da Francesco Maria Iañ della Rovere (1490-1538) dug Urbino
  2. Margherita Gonzaga (1496 - 1496 Mantova)
  3. Federico II Gonzaga (1500 - 1540 en Marmirolo) pempet Markiz Mantova adal 1519, ha kentañ Dug Mantova adal 1530, Markiz Monferrato 15331531 Margherita del Monferrato (1510-1566), merc'h d'ar Markiz Guglielmo IX
  4. Livia Gonzaga (1501 - 1508)
  5. Ippolita Gonzaga (1503 - 1570 en Mantova) leanez e manati San Vincenzo e Mantova adal 1518
  6. Ercole Gonzaga (1505 - 1563 en Trento), eskob Mantova en 1521, kardinal en 1527, Reggente per i nipoti 1540
  7. Ferrante Iañ Gonzaga (1507 - 1557 e Brusel) Kont Guastalla 1539, besroue Sicilia 1536-1546, besroue Milano adal 1546; dimeziñ a eure e 1529 da Isabella da Capua (†; 1559), merc'h d'ar priñs Ferdinando da Molfetta
  8. Livia Gonzaga (1508 - 1569 e Mantova), leanez e kouent Corpus Christi e Mantova adal 1523
  9. Pietro Gonzaga


Kaozioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Pietro Aretino, a oa enebour dezhi, a skrivas diwar he fenn « arcidisonestamente imbellettata, i denti d'ebano et le ciglia d'avorio). » (koantaet en un doare dizonest, dent ebena ha malgudenn olifant)

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Honori et utilitate zo un droienn latin hag a dalv kement ha douj (resped) hag interestoù.
  2. Etiam, ger latin hag a dalv ivez, zoken pe c'hoazh.

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.