Mont d’an endalc’had

Kenrouedad

Eus Wikipedia
Internet
rouedad IP, rouedad stlennegel, invention
Iskevrennad eustelecommunications network Kemmañ
Deiziad krouiñ29 Her 1969 Kemmañ
Anvet diwarinternetworking Kemmañ
Erlec'hiañ a raBildschirmtext Kemmañ
Studiet gantcommunication studies, media studies, interaction science Kemmañ
Dizoloer pe ijinerVint Cerf, Bob Kahn Kemmañ
Istorhistory of the Internet Kemmañ
Pleustret gantinternaut Kemmañ
Implijet gantinternaut Kemmañ
A implijInternet Protocol Kemmañ
Complies withInternet Protocol Kemmañ
Tikedenn Stack Exchangehttps://superuser.com/tags/internet, https://serverfault.com/tags/internet, https://networkengineering.stackexchange.com/tags/internet, https://unix.stackexchange.com/tags/internet, https://security.stackexchange.com/tags/internet Kemmañ

Bob Kahn


J. C. R. Licklider


Ivan Sutherland


Douglas Engelbart


Steve Crocker


Ray Tomlinson


Louis Pouzin


Vint Cerf


Sir Tim Berners-Lee


Marc Andreessen

Ar Genrouedad[1], pe Internet, zo ur rouedad urzhiataerel bedel. Diazezet eo war daou gomenad kehentiñ, TCP (Transmission Control Protocol) hag IP (Internet Protocol) lakaet asambles dindan an anv TCP/IP. Implijet e vez evit dispakañ meur a servij war skramm evel al lizheroù elektronek ("posteloù" e brezhoneg) hag ar World Wide Web.

Evit ma vo luget an holl ardivinkoù a zo war ar rouedad ez eus bet savet ur reizhiad chomlec'hioù gant sifroù arabek, a anver "chomlec'h IP". Pep ardivink e vez roet dezhañ ur chomlec'h IP neuze, a zo un heuliad sifroù ; padus pe war ar prim e vez ar chomlec'hioù IP, hervez an doare ardivink. Posupl eo ivez reiñ ur chomlec'h da neb en deus ezhomm. Ar chomlec'hioù o deus daou stumm, unan sifraouet a vez komprenet gant an ardivinkoù o-unan, hag unan all e gerioù lizherennet ha komprenapl d'an holl : 192.168.1.1 pe br.wikipedia.org , da skouer.

Orin an termen

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krediñ a ra da veur a zen n'eo ar Genrouedad nemet ar reizhiad gourskridoù (saozneg : hypertext) anvet World Wide Web pe "ar Web", abalamour ma oa hennezh ar servij brudetañ e kreiz ar bloavezhioù 1990.
Ar Web (ar Gwiad e brezhoneg) zo ur reizhiad dispakañ testennoù, skeudennoù ha sonioù a vez kinniget dindan stumm pajennoù e liv. Kavet e vez servijoù all c'hoazh, evel an anvonerezh war ar prim, an Internet relay chat, hag an eskemmoù restroù stlennegel dre ar c'hehentiñ peer-to-peer.

E miz Here 1972 e voe meneget an termen Internet gant Robert Elliot "Bob" Kahn (* 1938) e-kerzh ur c'hendiviz e Washington D.C.. Ar c'haoz oa war an internetting, da lavaret eo sevel liammoù etre ar rouedadoù (net = rouedad). D'ar mare-se, meur a anv a veze roet d'ar reizhiad nevez : Interconnected Networks, Internetworking, International Interconnected Networks hag all. Erfin, d'ar 1añ a viz Genver 1973 e voe bet roet ez-ofisiel an anv Internet d'an ARPANET (Advanced Research Projects Agency Network, rouedad al lu amerikan) ha d'ar rouedadoù all kenluget gantañ, er skolioù-meur amerikan peurvuiañ.

An notennoù a oa bet skrivet e miz Gouere 1962 gant Joseph Carl Robnett Licklider (1915-1990), eus Massachusetts Institute of Technology (MIT) eo an testennoù koshañ zo anezho. Licklider a zeskrive enno an etregweredoù sokial a c'hallje bezañ gant ur rouedad urzhiataerioù. Rankout a rae aesaat ar c'hehentiñ etre klaskerien an Defense Advanced Research Projects Agency (DARPA) dreist-holl.
E miz Here 1962 e oa deuet Licklider da vezañ e penn ar raktres enklask en urzhiataerzh eus an DARPA. Kendrec'hiñ a reas e warlerc'hidi Ivan Edward Sutherland (* 1938) ha Robert William "Bob" Taylor (* 1932), kerkoulz hag enklasker ar MIT Lawrence G. Roberts (* 1937), pa lavaras dezho e oa talvoudus ar rouedadoù stlennegel.

Gant Leonard Kleinrock (* 1934) eus an MIT e oa bet embannet an destenn deorikel gentañ diwar-benn ar c'hehentiñ dre bakadoù e 1961, hag e {{1964]] ez embannas al levr kentañ diwar-benn an dodenn-se.

E 1965 ez arnodas L. G. Roberts ha Thomas Merril ar c'hentañ kevreadur stlennegel a-bell, etre Massachusetts ha Kalifornia. Diskouezet e oa bet neuze e c'halle an urzhiataerioù kenlabourat a-bell, met ne oa ket mat kehentiñ dre rouedad ar pellgomz. Degemeret e oa bet meizad ar c'hehentiñ dre bakadoù, a oa bet kaset war-raok gant Kleinrock.

E 1966 e oa bet enfredet Roberts gant Taylor en DARFA evit empennañ an ARPANET. E 1967 ez embannas ar steuñv. Pa oa bet o kinnig an destenn-se e reas anaoudegezh gant daou strollad all a enklaskerien dizalc'h a laboure war an hevelep danvez : ur strollad eus an National Physical Laboratory (NPL) eus ar Rouantelezh-Unanet gant Donald Davies (* 1924) ha Roger Scantlebury, hag egile eus ar RAND Corporation gant Paul Baran.

Etre 1962 ha 1965 e oa bet studiet an treuzkas dre bakadoù gant strollad ar RAND evit al lu amerikan. Ar pal a oa derc'hel ar c'hehentiñ e ken kaz ma vije taget ar vro (da skouer, gant bombezennoù nukleel), ar pezh a c'halled ober gant an treuzkas dre bakadoù en ur rouedad kreizennet. Un diorroadur dizalc'h eus an ARPANET e oa : daoust ma oa bet savet da zerc'hel ouzh un argadenn, ne oa ket bet empennet an ARPANET da aesaat ar c'hehentiñ etre enklaskerien. Ne oa ket bet lakaet danevell Paul Baran e pleustr ha buan-kenañ e oa bet ankounac'haet.

Er mare-se e oa kaset an traoù war-raok er ((British National Physical Laboratory gant skipailh Donald Davies : an NPL Network, ar rouedad mailhet kentañ diazezet war an treuzkas datagrammes (roadennoù a-bakadoù), a oa arc'hwelek. Met n'eo ket bet skrivet istor ar Genrouedad gant Europiz : an ARPANET e voe e zeroù ofisiel hiviziken.

E miz Eost 1968 e asantas an DARFA arc'hantaouiñ diorren dafar routa pakadoù an ARPANET. E miz Kerzu e voe fiziet an diorroadur-se en unan eus strolladoù an embregerezh Bolt, Beranek & Newman (BBN) eus Boston. Labourat a reas ar strollad-se gant Bob Kahn war adeiladezh ar rouedad. Roberts a wellae doareoù topologel hag armerzhel ar rouedad, Kleinrock a briente reizhiadoù muzuliañ ar rouedad.

E miz Gwengolo 1969 e stalias BBN an aveadur kentañ en UCLA[2] ma laboure Kleinrock. Eil skoulm ar rouedad a voe staliet er Stanford Research Institute (SRI) ma laboure Douglas Engelbart (1925-2013) war ur raktres gourskrid. Daou skoulm ouzhpenn a oa bet ouzhpennet gant Skol-veur Santa Barbara ha Skol-veur Utah. E dibenn 1969 en doa an ARPANET pevar skoulm eta.

Gant an Network Working Group (NWG), renet gant Stephen D. "Steve" Crocker (* 1944), e voe echuet ar protokol kehentiñ a bost da bost anvet NCP (Network Control Program) e miz Kerzu 1970. Degemeret e voe ar protokol-se etre 1971 ha 1972 gant an daou lec'hiad kevreet ouzh an ARPANET. Evel-se o doa gallet implijerien ar rouedad diorren an arloadoù.

E 1971 e voe sevenet gant Raymond Samuel "Ray" Tomlinson (1941-2016) an arload pennañ kentañ : ar postelerezh ; gantañ e voe adimplijet an arouezenn saoznek « @ » (at, "da") evit diforc'hañ an degemerer diouzh ar c'haser. E miz Here 1972 ez aozas Kahn an abadenn diskouez vras kentañ war an APARNET en International Computer Communication Conference (ICCC). An abadenn diskouez foran kentañ e oa bet.

Diwar an ARPANET e oa bet krouet meizad Internet. Ar mennozh a oa reiñ tro da gevreañ rouedadoù a bep seurt an eil re ouzh ar re all : an ARPANET, kehentiñ gant loarelloù, kehentiñ dre skinoù. Deuet e oa ar mennozh-se gant Kahn e 1972, dindan an anv Internetting. Gant komenad NCP an ARPANET ne c'halled ket ennagañ ostizoù e-maez an ARPANET, na reizhañ fazioù treuzkas a c'hallfe degouezhout. Divizout a reas Kahn neuze diorren ur c'homenad nevez, a zeuas da vezañ TCP/IP a-benn ar fin.

E-keit-se e oad o sevel ur raktres, awenet gant APARNET, dindan renerezh Louis Pouzin (* 1931) e Bro-c'hall : Kykládes e oa anv ar raktres-se ; perzhioù niverus TCP/IP zo bet diorroet abretoc'h evit Kykládes. Lavaret o deus Pouzin ha Kahn e oa bet awenet TCP/IP gant ar raktres Kykládes.

E 1973 e c'houlennas Kahn ouzh Vinton Gray "Vint" Cerf (* 1943) – a vez lesanvet "tad ar Genrouedad" a-wechoù – labourat gantañ rak Cerf a ouie ar munudoù da lakaat NCP war-sav. Gant Cerf e oa bet skrivet an teul kentañ o taveiñ da TCP, e 1973 end-eeun : A Partial Specification of an International Transmission Protocol, bet embannet gant an NWG. An TCP a oa bet spisaet evit ar wech kentañ e miz Kerzu 1974, an RFC (Request For Comments niv. 675 eo[3].

Gant doare kentañ TCP ne c'halled kehentiñ nemet dre savelañ un amred galloudel. Mont a rae mat en-dro evit treuzkas restroù pe evit labourat a-bell met ne oa ket azasaet ouzh lod arloadoù evel ar pellgomz dre ar Genrouedad. TCP a voe disrannet neuze diouzh an IP, hag an UDP (User Datagram Protocol) kinniget evit an treuzkasadennoù hep savelañ un amred.

E dibenn ar bloavezhioù 1980 e oa bet lakaet pemp kreizenn stlennelegezh dreistgalloudus gant an National Science Foundation (NSF), a oa dindan ar velestradurezh amerikan. Gallout a rae an implijerien kevreañ outo, ne vern pelec'h edont er Stadoù-Unanet : gallout a raed mont war an ARPANET a-vras. Berzh a reas ar reizhiad ha, goude ma oa bet lakaet an dafar hag al linennoù a-live e dibenn ar bloavezhioù 1980, e voe digoret d'an tremenerezh kemwerzhel e deroù ar bloavezhioù 1990.

E deroù ar bloavezhioù 1990 e c'haller lavaret e oa bet ganet ar Genrouedad a anavezomp hiziv : ar Web, un hollad pajennoù en HTML o veskañ skrid, liammoù, skeudennoù, a c'haller ennegañ dre un URL (Uniform Resource Locator)[4] hag a c'haller diraez gant ar c'homenad HTTP (HyperText Transmission Protocol). Ar skouerioù, diorroet er CERN (Conseil Européen pour la Recherche Nucléaire) gant Sir Timothy John "Tim" Berners-Lee (* 1955) a dapas brud buan pa oa bet diorroet ar merdeer liesvedia Mosaic en NCSA (National Center for Supercomputing Applications) gant Marc Andreessen (* 1971) hag Eric J. Bina (* 1964).

E miz Genver 1992 e voe krouet an Internet Society (ISOC) gant ar pal brudañ ha kenurzhiañ an diorroadurioù war ar Genrouedad. Er bloavezh 1993 e voe krouet ar merdeer Web kentañ, a embrege ar skridoù hag ar skeudennoù : WorldWideWeb e oa e anv orin, kent bezañ adanvet Nexus evit abegoù anat. E-pad ar bloavezh-se e oa bet leuriet ur gompagnunezh gant an National Science Foundation (NSF) evit enrollañ an anvioù domani.

Hag ar maouezed ?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Atav e vez meneget gwazed en Istor ar Genrouedad, hogen pouezus-kenañ e voe perzh ar maouezed e ganedigezh ar stlenneg hag ar Genrouedad.

A-raok an Eil Brezel-bed e veze gopret kalz maouezed barrek war ar matematikoù da vezañ « urzhiataerezed », a oa karget da ober ar jenadennoù kemplezh a vez graet gant urzhiataerioù hiziv.
Gant kompoderioù e labourent, ha peogwir e veze gwerzhet an ardivikoù-se hep tamm notennig teknikel ebet e rankjont en em zibab evit o frogrammiñ. War ur renk izel e vezent lakaet, a-live gant ar sekretourezed ha merc'hed ar pellgomz.
P'o devoa diluziet ar c'hudennoù ha kaset ar stlenneg war-raok a-gammedoù divent e rankjont lezel o c'hadorioù d'ar wazed[5].
Setu amañ ar re anavezetañ anezho.

  • Ar vatematikourez ha stlennourez Ada King, kontez Lovelace (18151852) e voe kroueerez an algoritm kentañ e 1843 evit jediñ niveroù ar matematikour suis Jacob Bernouilli (16541705) dre un ardivink, ar pezh a dalv e voe Ada Lovelace an den kentañ a savas ur programm en Istor ar stlenneg. Biskoazh ne voe savet an ardivink-se, ha biken neuze ne voe amprouet he labour.
E 1953 e voe adembannet he notennoù[6], hag anavezet e voe raktres A. Lovelace evel patrom kentañ un urzhiataer hag e reizhiad korvoiñ.
En he notennoù labour e pouezas ar stlennourez war an diforc'h etre ur c'hompoder hag he raktres : pa ne c'hall ar c'hompoder nemet ober jedadennoù e c'hellje he ardivink bezañ programmet da seveniñ kefridioù kemplezh pe gemplezhekoc'h, betek bout gouest da aozañ sonerezh klasel. Ar pezh a gomprenas A. Lovelace eo e c'hall un urzhiataer labourat dreist tachenn an niveroù, mar lakaer an niver-mañ-niver da glotañ gant un notenn sonerezh, ul lizherenn, forzh pe arouez — dres ar pezh a ra an ardivinkoù arnevez.
  • An admiralez ha stlennourez Grace Hopper (19061992) a voe renerez diorroadur ar programmiñ en embregerezh a savas an urzhiataer kenwerzhel kentañ, an UNIVAC I (UNIversal Automatic Computer I) e 1951. Hi eo a ijinas krouiñ ur yezh nevez, evit programmiñ e saozneg ; e-pad tri bloaz e rankas stourm, peogwir e veze lavaret dezhi e oa dic'hallus ober kement-se rak ar c'hompoderioù ne ouient ket saozneg. Dont a reas a-benn da lakaat an ardinvinkoù da dreiñ saozneg e boneg dre he yezh anvet FLOW-MATIC (1955), ar pezh a voe deroù ar yezh programmiñ COBOL (1959). Ur vaouez all, ar stlennourez Jean E. Sammet (19282017), a gemeras ur perzh pouezus e diorroadur ar yezh COBOL.
  • An aktourez hag ijinourez Hedy Lamarr (19142000) a ziorroas ur reizhiad da bellvleinañ torpedennoù ar Gevredidi dre skinoù na c'hellent ket bezañ brellet gant nerzhioù an Ahel ; er bloavezhioù 1960 e voe degemeret he reizhiad gant an US Navy. Arveret eo c'hoazh hiziv en teknologiezhioù Bluetooth ha Wi-Fi.
  • Ar stlennourez Margaret Hamilton (*1936) a voe renerez rann an Diorren Meziantoù en MIT ; sevel a reas meziantoù a voe staliet e bourzh listri ar programm Apollo.

Hervez dielfennadur ar strollad labour diwar-benn gouarn ar Genrouedad, « Gouarn ar Genrouedad » a dalvez kement ha danzen hag arloañ pennaennoù, gant ar Stadoù, ar genad prevez hag ar gevredigezh keodedel da-geñver o rolloù a-getep, reolennoù, reoladoù, argerzhoù kemer divizoù ha programmoù boutin evit oberiañ an emdroadur hag an implij eus ar Genrouedad.

Pouezus eo ar marilhoù metaroadennoù evit sevel reolennoù an diraez d'ar danvezioù web a implij an Uniform Resource Identifiers (a c'hall bezañ an URL a ziskwel war barrenn verdeiñ an urzhiataer personel).

Un nebeud aozadurioù zo karget da verañ ar Genrouedad, gant gwirioù-dreist dibar. Kenlabourat a reont evit danzen ar skouerioù teknikel, reiñ anvioù domani, chomlec'hioù IP, h.a. :

  • Internet Corporation for Assigned Names and Numbers (ICANN), dindan gouardoniezh Departamant Kenwerzh ar Stadoù-Unanet ;
  • Internet Engineering Task Force (IETF) a bled gant an neuzioù savouriel ha teknikel ;
  • Internet Society (ISOC).

Gant ar pal derc'hel pe ledanaat neptuegezh ar rouedadoù, met ivez engouestlañ ar gengevratourien hollek a bep seurt da gendivizout diwar-benn ar gouarn, ar Broadoù Unanet o deus galvet :

  • Kuzuliadeg ar bed war kevredigezh ar c'helaouiñ ;
  • Forom ar gouarn war ar Genrouedad.

Merañ an danvezioù niverel zo ezhomm evit mont en-dro ar Genrouead, zo fiziet en Internet Assigned Numbers Authority (IANA), a zileuri dezverkañ ar bloc'hoù chomlec'hioù IP ha niverennoù Autonomous System da marilhoù rannvroel ar Genrouedad.

Gwir ar Genrouedad a vod an holl reolennoù ar gwir a c'heller dedalvezout da ar Genrouedad.

N'eus ket a wir dibar d’ar Genrouedad met lakaet e vez ar gwir boutin da dalvezout kentoc'h. Lezennoù broadel zo, a vez lakaet da dalvezout gant ar broioù pa vez ezhomm da zerc'hel kont eus o dibardelezhioù - da skouer, e Bro-c'hall : al lezenn evit ar fiziañs en armerzh niverel (Loi pour la Confiance dans l'Économie Numérique, LCÉN) eus an 21 a viz Mezheven 2004).

Hervez Benjamin Bayart, difretour evit neptuegezh ar rouedadoù, ez eus bet kadarnaet gant ali ar C'huzul Bonreizhel, bet embannet d'an 10 a viz Mezheven 2009, "ez eo ar Genrouedad un dra ret evit arver ar frankiz ezteuler".

Diaes eo lakaat ar gwir da dalvezout war ar Genrouedad evit daou abeg da nebeutañ.

  1. Etrebroadel eo ar Genrouedad ; padal, ar gwir broadel a vez lakaet da dalvezout peurliesañ.
  2. Diaes e vez anavezout an implijerien, gwarezet int gant ar Genrouedad, met an dorfedourien zo ivez neuze.

Ar Genrouedad a laka an dud da sevel goulennoù diwar-benn ar gwir a denn d'ar berc'henniezh kerfredel (gwir aozer, gwir merkoù, h.a.), da wir ar c'hazetennoù hag an embannadurioù (torroù-lezenn, kujunennoù, gwallvrudañ, h.a.), gwir ar skeudennoù, met ivez d'ar gwir brudañ, ar gwir kenwerzhel abaoe diorroadur ar gwir kenwerzhel.

Kevreadennoù evit an dud voutin

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit monet war ar Genrouedad ez eus ezhomm da gaout un aveadur IP, hag ur c'hevreadur d'ur pourvezer monedoù. Evit an dra-se e vez implijet an dafaroù hag ar meziantoù amañ war-lerc'h :

  • un urzhiataer personel pe n'eus forzh peseurt aveadur termen all e penn ur rouedad : skoazeller personel, letrin c'hoarioù video, pellgomzer hezoug ;
  • ur ganol gehentiñ war-du ar pourvezioù monedoù : luc'hedañv, linenn bellgomz diloc'h (linenn analogel, xDSL), linenn bellgomz hezoug (4G, 3G+, 3G, Edge, GPRS, GSM/CSD), Kenrouedad dre loarell, ar Wi-Fi (Wireless Fidelity) ;
  • ur reizhiad (meziant/dafar) arval evit ar c'homenad reizhiad implijet (PPP, PPPoX, Ethernet, ATM, h.a.) ;
  • ur pourvezer moned war ar Genrouedad (Internet Service Provider/ISP, Fournisseur d'Accès Internet/FAI).

Meziantoù, a-hend-all, zo ezhomm evit korvoiñ ar Genrouedad hervez an implijoù a vez graet anezhi :

  • postelerezh : un arval SMTP (Simple Mail Transfer Protocol) ha POP/POP3 (Post Office Protocol) pe IMAP/IMAP4 (Internet Message Access Protocol) ;
  • treuzkas restroù : un arval pe ur servijer FTP (File Transfert Protocol) ;
  • World Wide Web : ur merdeer Web ;
  • par-ouzh-par : unan eus rouedadoù niverus P2P hervez an implij (rannañ restroù par-ouzh-par, Jediñ ingalet, P2P VoIP (Peer-to-Peer Voice over IP) h.a.).

Ar Genrouedad a ya en-dro hervez ur patrom dre wiskad, damheñvel ouzh ar patrom OSI (Open System Interconnection). An elfennoù a aparchant d'an hevelep gwiskadoù a implij ur c'homenad kehentiñ evit eskemmañ titouroù.

Ur c'homenad zo un hollad reolennoù a dermen ur yezh evit lakaat meur a urzhiataer da gehentiñ an eil re gant ar re all. Termenet int gant reoladoù digor, an RFC (Request For Comments).

Pep komenad en deus kargoù dezhañ e-unan hag, a-gevret, pourchas a reont doareoù a bep seurt da vastañ d'an ezhommoù lies ha diseurt war ar Genrouedad.

Setu amañ ar c'homenadoù pennañ.

  • IP Internet Protocol, zo anvet IPv4 ivez : komenad rouedad a dermen an doare eskemmañ kentañ etre an urzhiataerioù a gemer perzh er rouedad en ur reiñ dezho ur chomlec'h hepken war ar rouedad ; IPv6 eo kentel nevesañ IP.
  • TCP Transmission Control Protocol zo karget da savelañ ar c'hevreadur d'ar rouedad hag da gontrollañ an treuzkas. Ur c'homenad degemer eo, a c'haller kaout fiziañs ennañ. Diogeliñ a ra ez eo bet resevet mat ar roadennoù gant an degemerer, er c'hontrol da UDP (User Datagram Protocol).
  • HTTP HyperText Transfer Protocol zo bet lakaet war-sav evit kargañ pajennoù web.
  • HTTPS HyperText Transfer Protocol Secure[7] zo evit merdeiñ er mod suraet.
  • FTP File Transfer Protocol zo implijet evit treuzkas restroù war ar Genrouedad.
  • SMTP Simple Mail Transfer Protocol eo ar mod eskemmañ ar postelerezh evit kas.
  • POP Post Office Protocol ha POP3 Post Office Protocol version 3 eo ar modoù eskemmañ ar postelerezh evit degemer.
  • IMAP Internet Message Access Protocol zo ur mod eskemmañ all evit ar postelerezh.
  • IRC Internet Relay Chat zo ur c'homenad evit divizout prim en-linenn.
  • NNTP Network News Transfer Protocol zo ur c'homenad treuzkas implijet evit ar foromoù divizout Usenet.
  • SSL Secure Sockets Layer ha [[TLS Transport Layer Security zo komenadoù treuzkas suraet, implijet evit ar paemantoù suraet dreist-holl;
  • UDP User Datagram Protocol : gantañ e c'heller kehentiñ, en un doare n'eo ket fizius met skañv, dre zatagrammoù bihan.
  • DNS Domain Name System : reizhiad anvioù domani.
  • ICMP Internet Control Message Protocol eo ar c'homenad a gontroll ar c'homenad IP.

Goude diviadur ar chomlec'hioù IPv4 e oa bet diorroet ar protokol IPv6. Hemañ en deus ur egorenn bras-divent a chomlec'hioù.

Daoust ma rank an treuzkas etre daou boent chom dizalc'h, ar routaerioù a rank gallout eskemmañ ditouroù routa. Un IGP (Interior Gateway Protocol) hag un EGP (Exterior Gateway Protocol) evel BGP (Border Gateway Protocol) a vast d'an ezhomm-se.

Kontrollerezh a-berzh ar Stadoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Amañ da heul e kavor 65 Stad renket hervez ar c'hontrollerezh a lakaont war ar Genrouedad en o riez, eus an hini strishañ betek an hini laoskañ.

Dek dodenn zo bet dielfennet ; ul liv zo bet roet da bep unan anezho, hervez an alc'hwez :

  • ██  Abegiñ ar pennadurezhioù
  • ██  Keleier pe venoioù diwar-benn brezel, spontouriezh pe feulster
  • ██  Tamall goubrenerezh
  • ██  Keleier pe venoioù a-berzh ar gostezenn enep
  • ██  Flemmskridoù pe luadennoù
  • ██  Danvez mallozhiñ lakaet da gunujennus e-keñver ur relijion
  • ██  Skridoù a denn d'ar sevenadur, d'an armezh pe d'ar gevredigezh
  • ██  Emsavioù en-linenn, sinadegoù ha kabalerezhioù
  • ██  Keleier a-zivout minorelezhioù
  • ██  Danvezioù a denn d'an LGBT
  • ██  Kontrollerezh ebet war an dodenn-mañ

  • Etiopia Etiopia MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
    Banniel Iran Iran MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
     Sina MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
    Banniel Soudan Soudan MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
    Banniel Turkia Turkia MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
    Egipt Egipt MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
    Rusia MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
    Banniel Arabia Saoudat Arabia Saoudat MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
    Banniel an Emirelezhioù Arab Unanet EAU MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
    Banniel Bahrein Bahrein MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
    Banniel Malaysia Malaysia MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
    Banniel Thailand Thailand MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
    Kuba Kuba MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
    Banniel Pakistan Pakistan MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
    Venezuela Venezuela MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
    Banniel Viêt Nam Viêt Nam MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
    Banniel Belarus Belarus MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
    Banniel Gambia Gambia MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
    India India MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
    Banniel Indonezia Indonezia MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
    Banniel Kazakstan Kazakstan MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
    Banniel Liban Liban MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
    Maroko Maroko MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
    Siria Siria MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
    Tunizia Tunizia MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
    Banniel Bangladesh Bangladesh MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
    Republik Korea Republik Korea MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
    Ouganda Ouganda MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
    Banniel Ouzbekistan Ouzbekistan MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
     Brazil MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
    Banniel Ecuador Ecuador MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
    Banniel Jordania Jordania MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
    Banniel Libia Libia MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
    Nijeria Nigeria MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
    Banniel Rwanda Rwanda MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
    Banniel Singapour Singapour MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
    Banniel Sri Lanka Sri Lanka MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
    Zambia Zambia MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
    Banniel Zimbabwe Zimbabwe MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
    Banniel Angola Angola MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
    Banniel Azerbaidjan Azerbaidjan MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
    Myanmar Myanmar MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
    Banniel Kambodja Kambodja MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
    Kolombia Kolombia MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
    BannielKenya Kenya MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
    Banniel Kirgizstan Kirgizstan MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
    Banniel Malawi Malawi MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
    Banniel Mec'hiko Mec'hiko MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
    Banniel Ukraina Ukraina MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
    Bro-C'hall Bro-C'hall MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
    Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM
    Alamagn Alamagn MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM >MMM MMM
    Banniel Aostralia Aostralia MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM >MMM MMM
    Banniel Arc'hantina Arc'hantina MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM >MMM MMM
    Banniel Armenia Armenia MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM >MMM MMM
    Estonia Estonia MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM >MMM MMM
    Filipinez Filipinez MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM >MMM MMM
    Hungaria Hungaria MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM >MMM MMM
    Banniel Island Island MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM >MMM MMM
     Italia MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM >MMM MMM
    Banniel Japan Japan MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM >MMM MMM
    Banniel Jorjia Jorjia MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM >MMM MMM
    Kanada MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM >MMM MMM
    Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM >MMM MMM
    Banniel Suafrika Suafrika MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM MMM >MMM MMM

    • Andon : (en) Freedom House – Priziadur bet graet etre miz Mezheven 2014 ha miz Mae 2015, war-bouez Sri Lanka, a voe priziet betek miz Genver 2015.

    Pennadoù kar

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    1. (br) (fr) (Meurzh 2006) Geriaoueg an urzhiataerezh Vocabulaire de l’informatique. Ofis ar Brezhoneg. 8 p. PDF
    2. University of California in Los Angeles
    3. (en) Specification of Internet Transmission Control Program, Network Working Group.
    4. Un URL eo https://br.wikipedia.org/wiki/Degemer , ma kaver teir lodenn : an doare servije (http://), anv ar gwazer (br.wikipedia.org) ha lec'h an teul (wiki/Degemer).
    5. EVANS, Claire L. : Broad Band – The Untold Story of the Women Who Made the Internet, Portfolio, 2019 (ISBN 978-0-7352-1175-9)
    6. Faster Than Thought – A Symposium on Digital Computing Machines
    7. HTTP over SSL (Secure Sockets Layer) ha HTTP over TLS (Transport Layer Security) a reer eus HTTPS ivez.