Transmission Control Protocol

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ur c'homenad dezougerezh eo an Transmission Control Protocol (TCP) a ziogel ur gwazadur solius erduet kennaskañ evit ur froud eizhbitoù. Eus ar gwazadur nann-solius pourvezet gant IP e-pad kas roadennoù d'un urzhiataer all e vez TCP o pourchas ur gwazadur solius azlakaat roadennoù d'an arloadoù. D'hen ober e rank goustegañ ar c'holloù hag an dilerc'hioù e c'hell un etre-rouedad amkanañ.

E ragenep diouzh TCP, UDP (User Datagram Protocol) a zo ar c'homenad dezougerezh nann durc'haet kennaskañ. Herrus-kenañ eo neuze hogen nebeut solius war an dro. Arveret eo gant ar Genrouedad evit treankañ sten "war ar prim" war lec'hienn skingomzioù pa n'eo ket dleet evit ar roadennoù treuzkaset bezañ peurvat.

War IP eo TCP o skoaziañ.

Un dezougerezh solius[kemmañ]

Un arouezadur diazez eo ar soliusted evit ur reizhiad stlennegel. Da skouer, un arload ergrafet evit kas roadennoù d'un drobarzhell enankañ-ec'hankañ, ur voullerez da skouer, e vez skrivet roadennoù evit an drobarzhell-se gant an arload hogen ne vez ket evezhiet gantañ hag e vefent o degouezhout hep distresadurioù. Skoaziañ a ra d'hen ober war soliusted ar reizhiad stlennegel a ziogel ent reol ne vefe ket kollet nag arredaolet ar roadennoù. Meziant an etre-rouedad a rank neuze diogelañ ur c'hehentiñ herrus ha solius : dleet eo d'ar roadennoù degouezhout en urzh ha tremen hep bezañ kollet nag arredaolet.

Arouezadurioù ar gwazadur TCP[kemmañ]

Evit ur goulever arloadoù eo dezverket TCP gant perzhioù-se :

> Durc'hadur kennaskañ : Kinnig a ra TCP ur gwazadur durc'haet kennaskañ eleze e vez un arload o c'houlenn diazezadur ur c'hennaskañ gant ur paker ha war-lerc'h a dreuzkas e roadennoù war ar c'hennaskañ-se.

> Kehentiñ poent ouzh poent : Gant daou benn eo e vez graet an holl gennaskadurioù TCP.

> Soliusted hollel : Kinniget eo gant TCP ne vez ket roadennoù o vankañ pe ziurzh kaset war ur c'hennaskañ. Azlakaet int evel e vezont kaset.

> Kehentiñ daouank diaser : War an daou du e c'hell ar roadennoù redek war ur c'hennaskañ TCP hag e c'hell pep arload ec'hodiñ a-drumm.

> Diazezadur solius ar c'hennaskerioù : Pa vez daou arload o loc'hañ ur c'hennaskañ TCP e rankont en em lakaat a-du war ar fed eo ur c'hennaskañ nevez eleze duilhioù arredaolet eus kennaskadurioù tremenet ne c'hell ket bezañ kemeret evel duilhioù ar c'hennaskañ nevez na saotrañ e vont en dro.

> Klozadur diogelet ar c'hennaskadurioù : Galloud a ra un arload digeriñ ur c'hennaskañ ha treuzkas roadennoù ha da c'houde goulenn ma vo klozet ar c'hennaskañ. Diogelañ a ra TCP e vo azlakaet an holl roadennoù a-raok klozañ ar c'hennaskañ.

TCP hag IP[kemmañ]

Arverañ a ra TCP gwazadur IP da treuzkas kannadoù. Pep hini anezhe a vez bolc'hennet e-barzh ur stlennanvon IP da vezañ treuzkaset er rouedad. Pa vez ar stlennanvon o tegouezhout gant an ostiz kasadour e vez IP oc'h azlakaat an endalc'had da TCP. Ne vez ket IP o lenn endalc'had ar c'hannadoù ha ne vez ket oc'h ober deveizadurioù gante ; arveret eo IP gant TCP evel ur reizhiad kehentiñ duilhioù a vez o kennaskañ ostizoù e pennoù ur c'hennaskadur. War e du e vez IP o tanzen ar c'hannadoù TCP evel roadennoù da dreuzkas.

Ar porzhioù komenad[kemmañ]

Pep arload al liveoù uhellañ hag a vez oc'h arverañ gwazadurioù TCP a vez war an dro oc'h arverañ un enankañ/ec'hankañ dediet evitañ. Porzhioù komenad e vez graet anezhe.

Daveet int war daou eizhbit ha niverennet eus 0 da 65535.

Ul lodenn anezhe a zo amberzet. An niverennoù eus 0 da 1023 o deus. Da skouer :

> 1 evit ICMP,

> 21 evit FTP,

> 23 evit Telnet,

> 25 evit SMTP,

> 80 evit HTTP.

An niverennoù all a c'hell bezañ korvoet gant an arloadoù a vez oc'h arverañ gwazadurioù TCP/IP.

Galloud a reer gwareziñ an urzhiataerioù war ar rouedadoù o verzañ an haeziñ war porzhioù 'zo ha neuze da arloadoù 'zo.

Lavaret e vez neuze eo digoret pe serret ur porzh.