Komenad kehentiñ
Iskevrennad eus | technical standard, interface standard |
---|---|
Implijet gant | communication software |
An dafar diazez implijet evit ar c'hehentiñ a zo frammet tro-dro da drevnadoù a ro al lank da dreuzkas elfennoù daouredel eus ur poent d'un all. Koulskoude e tenn arver an dafar-se ouzh ar gouleviñ (pe ar programmiñ) e daoured : un hentenn pounner ha nann hebleustr.
Da sikour ar c'houleverien (ar brogrammourien) e vez an urzhiataerioù kenereet ouzh ur rouedad oc'h implijañ ur meziant lieselfennek a bourchas un etrefas hebleustr a live uhel evit an arloadoù. Merañ a ra ar meziant-se ent emgefreek al lodenn vrasañ eus munudoù ar c'hehentiñ hag eus ar c'hudennoù, pezh a ro an tu d'an arloadoù da gehentiñ aes. Neuze lodenn vrasañ an arloadoù rouedad arver da gehentiñ ur meziant rouedad ha n'etrewezhiadont ket rag-eeun gant ar periant rouedad.
An holl gevelerien ampleget er c'hehentiñ a rank bezañ en emglev gant un dastum reolennoù e-pad an eskemm kannadoù (peseurt areg (pe lavar stlennegel) arverañ ha peur e rankint bezañ kaset). Er bed diplomatel e vez anvet reizh-lez pe komenad ur seurt emglev. An dermen-se a vez arveret ivez evit ar c'hehentiñ etre urzhiataerioù : un dastum reolennoù e vez dezpiset gante mentrezh ar c'hannadoù hag ar gwezhiadurioù rekis evit pep hini anezhe e vez graet komenad rouedad anezhañ (pe komenad kehentiñ stlenneg). Ar meziant a laka da dalvezout hevelep reolennoù a vez graet anezhañ meziant komenad.
Didres e c'hell bezañ ur c'homenad kehentiñ (da skouer an emglev d'ober gant ar boneg ASCII da dreuzkas restroù testenn) pe kemplezh (da skouer an emglev war implij ur gevreizhenn ziaes d'enbonegañ ar roadennoù).
Un hollad reolennoù kehentiñ o tespizañ ar mentrezh e vo treuzkaset ar roadennoù hervezi gant ar rouedad eo ar c'homenad.
Ijinennoù a zo estreget an urzhiataerioù hag a vez oc'h arverañ ur c'homenad da gehentiñ, evel ar pelleilerioù a vez oc'h ober gant ar c'homenad T30 da skouer.
Komenadoù rouedad stlennegel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Galloud a reer amañ menegiñ un nebeud komenadoù rouedad e-touez ar re bennañ :
- TCP/IP a vez dre orin ur c'homenad, pe gentoc'h un heuliad komenadoù, danzeet evit ar reizhiad korvoiñ UNIX. Arveret e vez bremañ gant war-vetek forzh peseurt reizhiad rouedad.
- IPX/SPX a oa bet danzeet gant Novell evit e reizhiad korvoiñ Netware. Tamm ha tamm e teu da vezañ diamzeret pa vez Novell bremañ oc'h ober gant TCP/IP.
- Apple Talk danzeet gant Apple Computer e 1983 evit e handelv kentañ.
- SLIP (Serial Line IP) arveret evit ar c'hennaskañ poent ouzh poent a vez o labourat war live alvezel ar patrom OSI.
- PPP (Point to Point Protocol) a zo un arwelladur eus SLIP.
- ATM (Asynchronous Transfert Mode) a zo komenadoù implijet gant ar rouedadoù uhel o c'has. Galloud a reer arverañ anezhe war ar rouedad pellgomz kement ha war rouedad stlennegel kennasket gant funioù re wedennet pe luc'hedañv.