OSI
Ur patrom dave evit digoradur ar rouedadoù eo OSI (Open System Interconnection), bet savet e 1984, 10 vloaz war-lec'h ar c'homenad diazez evit rouedadoù an Internet, an TCP/IP (Transfert Control Protocol/Internet Protocol).
Patrom ERD (Etrekennaskañ Reizhiadoù Digor) eo an anv brezhonek an OSI model[1].
Perak skoueriakaat
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Elfennoù alvezel ha mezoniel a ya da sevel ur rouedad. Rankout a ra ar stlennoù a vez o redek dre funioù ar rouedad dindan stumm iriennoù degouezhout gant ar resever mat ha bezañ deveizet gantañ. Evit kevaraezañ ur c'horvoiñ reizh gant ur rouedad e oe bet ijinet an ERD gant an aozadur ISO.
Petra eo an ERD
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Despizañ a ra ar reolad ERD ur patrom 7 gwiskad dezhañ da skoueriekaat an eskemmoù etre ardivinkoù war ur rouedad. Ar patrom-se e vez despizet gantañ an arc'hwelioù staget gant pep gwiskad, a zo evel ur gougorer gwazadurioù evit al live a-us.
Evit treuzkas stlennoù pe arc'hadoù da live kevatal ur resever e rank un ardivink war ar rouedad sevel un irienn (ur bloc'h roadennoù enni) ha lakaat anezhi da dreuziñ al liveoù a-is pep hini anezhe oc'h ouzhpennañ ur reollin spesadel. Gant an ardivink resever e vez ezvoneget an irienn ha deveizet ar stlennoù pe an arc'hadoù. Implijout a ra al live n al live n — 1 ha pourvez gwazadurioù d'al live n + 1.
Ar bolc'hennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa vez ul live rouedad o vont da gehentiñ gant e live kevatal e laka ar stlennoù da ziskenn gant al liveoù a-is oc'h ouzhpennañ erlevioù evit live ar resever. Neuze e vo ar roadennoù hag ar reollin eus ul live n o tont da vezañ roadennoù al live n — 1. Ur reollin erlevioù vo savet gant al live diwezhañ-mañ. Ar reollin-se hag ar roadennoù a vo roadennoù al live n — 2.
« Bolc'hennañ » a reer eus ar mont-en-dro-se – un tammig evel ar matriochki, merc'hodennoù Rusia !
Ar gwiskadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War skeudenn ar patrom ERD e welit hent ar roadennoù eus un urzhiataer en SUA betek unan all e Breizh. Evel-just e red ar stlennoù eus an ijinenn stadunanat a-dreuz ar patrom ERD betek an ijinenn vreizhat ha, war an-dro, eus an ijinenn vreizhat war-du an ijinenn amerikan a-dreuz an hevelep patrom.
Setu amañ ar pezh a c'hoarvez e pep gwiskad ERD.
- Gwiskad 1 – Alvezel
Despizañ a ra al live-se an doare da dreuzkas an arhentoù hag ar pezh a dreled anezhe. Tredanel e c'hellont bezañ pe dredanwarellel pe luc'hel. Gant ur gartenn rouedad ha funioù (pe skoroù all) e vez roet lañs d'o skignerezh.
- Gwiskad 2 – Ereadoù roadennoù
Troet e vez gantañ ar roadennoù niverel e arhentoù hag elfennoù 'vez ouzhpennet d'ober un irienn (pe ur pakad 'giz 'vez lâret ivez). Ouzhpennet e vez ur reollin da hennadiñ ar c'haser hag ar paker. E-barzh ar reollin-se e vez kavet ennegoù alvezel o c'hartenn rouedad. Gant al live-se e vez dinoet kudennoù kehentiñ oc'h ober gant ur boneg spesadel anvet CRC.
- Gwiskad 3 – Rouedad
Amañ e vez dibabet an hent-mont gwellañ da dreuzkas ar pakadoù ma vez muioc'h evit unan. Ar routa e vez graet eus an doare-se d'ober.
- Gwiskad 4 – Dezougen
El live-mañ e vez gwiriet gant ar reizhiad hag-eñ oa tremenet mat an treuzkas etre ar c'haser hag ar resever. Lakaet e vez da dalvezout amañ ur wikefre da wiriekaat soliusted ar c'hehentiñ : ar "mod kennasket" 'vez graet anezhi. Arveret e vez gant ar wikefre-se ur reizhiad kesouen degemer evit ar pakadoù resevet. Ma n'eo ket resevet ar c'hesouen degemer gant ar c'haser a-benn ur lajad, da lâret eo n'eo ket bet resevet mat ar pakad gant ar resever ha n'eo ket bet kaset gantañ d'ar c'haser ar c'hesouen degemer, e vo kaset en-dro ar pakad gant ar c'haser ha evezhiet gantañ ha ne vefe ket pad ar c'has hiroc'h evit div wech pad mont-dont ar c'has. An ACK (Acknowledge) 'vez anvet ar c'hesouen degemer. Un arhent all, an NAK (Negative Acknowlegment), a vez kaset gant ar resever mac'h eo faziek ar stlennoù resevet.
- Gwiskad 5 – Estez
Merañ a ra al live-se azloc'hañ ar c'hehentiñ pa zeu un darvoud. Ober a ra gant poentoù goubredañ da warediñ kemperzh ar c'hehentiñ. Kevaraezañ a ra ar gwarediñ-se da loc'hañ en-dro ar c'hehentiñ adalek an darvoud. Al live-se eo 'ni a ver ar c'hennaskañ ouzh ul loaz war un rouedad.
- Gwiskad 6 – Erouezañ
Stummañ ar roadennoù eo pal al live-se oc'h heuliañ an arventennoù etrebroadel (mentrezhioù a-bep seurt evel da skouer an areg HTML). Merañ a ra ouzhpenn an ennodiñ-disnodiñ (anavioù, gerioù tremen) hag ar gwaegañ-diswaegañ.
- Gwiskad 7 – Arloañ
Ar c'hetal kehentiñ gant an arveriad eo. Ur meziant spesadel a c'hell bezañ pe arc'hadoù eus ur reizhiad korvoiñ. Meret e vez gant al live-se ivez ar c'hehentiñ etre an arloadoù evel ar posteloù, an treuzkas teulioù ha kement zo... An arloadoù a c'hell bezañ gwazadurioù evel da skouer FTP, SNMP, SMTP hag all.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Guy Étienne, Geriadur ar stlenneg, Preder, 1995 (ISBN 978-2-9013-8314-7).