Napoleon Iañ
|
Rann eus | Napoleon I of France and Josephine |
---|---|
Reizh pe jener | paotr |
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Napulione Buonaparte |
Anv ganedigezh | Napulione Buonaparte, Napoleone di Buonaparte |
Anv-bihan | Napoléon |
Anv-familh | Bonaparte |
Deiziad ganedigezh | 15 Eos 1769 |
Lec'h ganedigezh | Aiacciu |
Deiziad ar marv | 5 Mae 1821 |
Lec'h ar marv | Longwood House |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | krign-bev ar stomog |
Lec'h douaridigezh | Cathédrale Saint-Louis-des-Invalides, Valley of the Tomb |
Tad | Carlo Buonaparte |
Mamm | Maria Letizia Ramolino |
Pried | Joséphine de Beauharnais, Marie-Louise Aostria |
Bugel | Napoleon II, Charles Léon, Alexandre Colonna-Walewski, Eugen Megerle von Mühlfeld, Jules Barthélemy-Saint-Hilaire |
Kar | Camillo Borghese, 6th Prince of Sulmona, Stéphanie de Beauharnais, Eugène de Beauharnais, Napoleon III |
Familh | tierniezh Bonaparte |
Yezh vamm | korseg |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg, korseg |
Yezh implijet dre skrid | galleg |
Karg | Emperor of the French |
Bet war ar studi e | École Militaire |
Lec'h annez | Saint Helena, Aiacciu, Pariz, Elba |
Deroù ar prantad labour | 1789 |
Dibenn ar prantad labour | 1821 |
Relijion | Katoligiezh, deism |
Kleñved | drougsant |
Handedness | Kleizard |
Perzhiad e | Dispac'h Gall |
Grad milourel | jeneral brigadenn, jeneral divizion |
Brezel | Brezelioù Napoleon, Brezelioù an Dispac'h Gall |
Diellaouet gant | Louis Round Wilson Library, Servij istorel an Difenn |
Ezel eus | French Academy of Sciences |
Darvoud-alc'hwez | Taol-stad an 18 miz ar Vrumenn, coronation of Napoleon I |
Present in work | Civilization V |
Deskrivet en URL | https://www.canonvannederland.nl/napoleon |
Deskrivet dre | The Emperor Napoleon in His Study at the Tuileries, Napoleon I on his Imperial Throne, Bonaparte at the Pont d'Arcole |
Mount | Vizir, Marengo, Q3204197 |
Oberennoù zo en dastumad | National Museum of World Cultures, Wereldmuseum Rotterdam, Netherlands Photo Museum, Victoria and Albert Museum, Charents Museum of Literature and Arts |
Rummad tost | Category:Cultural depictions of Napoleon |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Napoleone Buonaparte, Napulione Buonaparte e korseg ha Napoleone (di) Buonaparte e italianeg, Napoléon Bonaparte e galleg.
Anvet goude-se impalaer Napoleon Iañ (ganet d'ar 15 a viz Eost 1769 en Aiacciu, Korsika ha aet d'an anaon d'ar 5 a viz Mae 1821 war enezenn Santez-Helena), a oa bet da gentañ soudard, araok bezañ jeneral, dispac'her hag impalaer ar c'hallaoued.
Eus un tiegezh kors e teu Buonaparte, newazh e engouestlas en arme c'hall e-pad an Dispac'h gall. Du-hont e tiskouezas e ampartiz milourel dispar. Ar vrezeliadenn en Italia hag en Egipt en deus graet e vrud da-vat. An degouezh-mañ a roas dezhoñ an digarez kemer galloud ar vro en ur ober taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn (9 a viz Du 1799) ha mont da vout koñsul. Adal 1799 betek 1804 e oa-eñ rener e-touesk ar gonsuled e-pad ar c'hentañ Republik c'hall ha kenderc'hel a reas bezañ e penn ar vro betek 1814 evel impalaer ar c'hallaoued o staliañ ur renad diktaturiezhel.
Dre veur a adreizh evel da skouer krouadenn ar Code civil ("kod keodedel") en deus diazezet framm melestradurel Bro-c'hall a vo miret betek hiziv an deiz hag en devoa ur pezh-mell levezon war broioù all Europa. Adal 1805 e teuas da vout Roue Italia hag etre 1806 ha 1813 e oa anvet "Diwaller kengevread ar Roen" hag en devoa lakaet kerent ha tud nes war kadorioù ar monarkiezhioù estren. Goude divodadur Impalaeriezh santel roman german e oa ur gudenn vras dezhañ gouzout penaos aozañ ha frammañ holl Europa ar C'hreiz. Soñjal a rae unvaniñ Europa a-bezh en ur stad kreñv met un harz a-bouez en devoa kejet gant bro-Spagn da gentañ, bro-Alamagn ha bro-Rusia dreist-holl.
Ar vrezeliadenn a-enep ar Rusiz a oa ur gwalleur du dezhañ hag e arme. Krogiñ a reas un diskar dezhañ da neuze gant Brezeliadenn alaman 1813 (anvet eo "Brezeliadenn dieubidigezh" gant an Alamaned) hag e echuas gant faezhidigezh Buonaparte hag e zistaolidigezh. Goude ur prantad amzer o chom e Elba e tistroas da Vro-C'hall evit Ren ar C'hant Devezh betek ma tegouezhas emgann Waterloo a echuas e ren e 1815 hag e voe kaset da Santez-Helena evit peurest e vuhez-pad gant ar Saozon. Milionoù a Europeiz a varvas abalamour d'e vrezelioù.
Goude e varv e voe savet mojenn an « den meur » gant politikourien ha skrivagnerien dreist-holl. Ul luskad politikel awenet gantañ a zo e Bro-C'hall zoken : ar bonapartouriezh.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pevarvet bugel Carlo Buonaparte, 23 bloaz, ha Maria Letizia Ramolino, 19 vloaz, e oa. E dad a oa alvokad, ha tammoù douaroù dezhañ.
Tad, mamm ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bet e oa an tad o stourm gant Pasquale Paoli.Met pa voe diskaret ar Republik kors e Ponte-Novo d'an 9 a viz Mae 1769 ha pa voe aet Paoli d'an harlu da Vro-Saoz ez eas a-du gant ar C'hallaoued. Peste dor lez d'ar gouarnour gall, kont Marbeuf, a orin breizhat, evit sachañ digantañ kargoù, dre ma oa an dud o kreskiñ buan en ti, ha bihan gounit an douaroù. Hervez an teodoù fall eo ar gouarnour a vije bet tad naturel Napoleone.
Diwar an 12 bugel he doe Letizia e chomas 8 en buhez:
- Giuseppe Buonaparte (Joseph), ganet e 1768
- Napoleone, ganet e 1769
- Luciano Buonaparte (Lucien), ganet e 1775
- Maria Anna Buonaparte Elisa), ganet e 1777
- Luigi Buonaparte (Louis), ganet e 1778
- Maria Paoletta Buonaparte (Pauline), ganet e 1780
- Maria Annunziata Carolina Buonaparte (Caroline), ganet e 1782
- Girolamo Buonaparte (Jérôme), ganet e 1784.
Gallekaet e voe an holl anvioù-se da c'houde, evit abegoù politikel pe sevenadurel, pe dre ma ne blijent d'ar merc'hed(Daveoù a vank).
Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn bloavezh VIII
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pennad spisoc'h: Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn
Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn bloavezh VIII (9 a viz Du 1799) sevenet gant Napoleon Bonaparte hag e harperien a vezo ar c'hentañ pazenn o reiñ lañs da Bonaparte e bed ar bolitikerezh.
Ren ar C'hoñsul
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pennad spisoc'h: Ren ar C'hoñsul
Ren ar C'hoñsul a vez graet eus un aozadur bolitikel ganet dre Taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn. Kemer a ra plas gouarnamant ar Bodad-ren (1795-1799). Bonreizh ar bloavezh VIII a laka war wel un doare ren aotrounieg en e benn 3 koñsul met en gwirionez unan nemetken Napoleon Bonaparte hag a zeuio da vezañ koñsul difin e 1802.
Ren ar C'hoñsul a bado betek an 28 a viz ar Bleuñv bloavezh XII (18 a viz Mae 1804), deiziad fin ar Republik c'hall ha disklêriadur ar c'hentañ impalaeriezh.
Impalaer ar C'hallaoued
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Impalaeriezh C'hall Kentañ a vez graet eus ar renad-nevez-se. Kalz iriennoù a oa savet evit muntrañ Bonapart. Ur splet e oa evitañ evit staliañ ur renad impalaerel diwar skouer Henroma..
Distro eus Elba
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an 20 a viz Meurzh 1815 e oa distro d'e balez, an Tuileries. Davout a voe anvet d'ober war-dro ar brezel. Ha Fouché war-dro ar polis.
Harlu
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1815 e voe harluet da Saint Helena. C'hwec'h vloaz a vevas eno ha mervel a reas e 1821.
Goude e varv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1840 e teu a-benn ar gouarnamant gall da advroañ korf Napoleone Buonaparte eus Santez-Elena da Vro-C'hall. Ul lid meurdezus a zo aozet evit degemer ar relegoù santel. Da geñver an deiz-se eo advroet korf e vab, an "Ererig", d'ar 15 a viz Kerzu 1940, eus Aostria da Bariz.
Anvet pe adanvet eo savadurioù a bep seurt en e enor en XIXvet kantved, e Pariz dreist-holl, evel pont Austerlitz, kae Austerlitz, porzh-houarn Austerlitz, bali an Arme Vras, bali Iena...
Tud levezonet gantañ pe anvet diwarnañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ar marichal Mic'hail Toukhatchevski, marichal soviedel lesanvet « ar Bonapart ruz », enullet gant Stalin e 1937 e-pad ar Spurjadennoù Bras,
- awenet ha bamet zoken e oa Adolf Hitler gant an impalaer hag e « oberenn », da skouer ar brefeded. Pa'z eas da Bariz d'an 23 a viz Even 1940 e voe un dudi dezhañ gwelout e gwir ar gêr muiañ-karet[1]. Mont a reas d'an "Invalides" da stouiñ ha prederiañ dirak bez Buonaparte e-pad hir a vunutennoù. Disklêriañ a reas goude e voe « brasañ ha kaerañ koulz e vuhez ». Divizout a reas ur prantad goude, e miz Kerzu 1940, lakaat relegoù mab an impalaer, an « Aiglon », treuzlec'hiet eus Vienna da Bariz evit lidañ 100 bloaz advroadur bez an tad da Vro-C'hall[2],
- kopiet en deus Jean-Bedel Bokassa lid-sakradurezh Napoleone Buonaparte evit e sakradurezh dezhañ evel impalaer e 1977 e Bangui, kêr-benn ar Republik Kreizafrikan. Paeet e voe al lid cheuc'h-se gant Bro-C'hall[3],
- José Napoleón Duarte (1925-1990), diktatour eus San Salvador,
- Abdul Razak Baginda, ur c'huzulier politikel estlammer da Napoleon Bonaparte, zo bet e kreiz un afer trafikerezh armoù etre Malaysia ha Bro-C'hall : afer Altantuyaa.
Ar skrivagner ha diplomat italian Kurt Suckert (1898-1957) en doa dibabet e anv-pluenn Curzio Malaparte ("eus an tu fall") evel un troatad-fri da anv-tiegezh an diktatour gall, peogwir e dalv Buonaparte kement hag "eus an tu mat".
Enorioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Roet gantañ e-unan pe gant e niz Napoleon III :
- Napoléonville, un anv roet da Bondivi gant ar melestradurezh gall dindan Napoleon Iañ ha Napoleon III
- ur gêriadenn eo ivez e Louiziana
- adanvet oa Mirdi al Louvre "Mirdi Napoléon" e 1803
- Saint Napoléon a oa Gouel broadel Bro-C'hall da vare Napoleon Iañ ha Napoleon III
- île Bonaparte a oa anv ar Reünion e-pad ren Napoleon Iañ
- Napoleon, ur pezh moneiz aour gall
Roet goude e varv :
- Diazezadur Napoléon, ur gevredigezh c'hall disklêriet a dalvoudegezh foran e 1986
- Napoléon, ur gomedienn war gan gant Serge Lama
- meur a film ha lestr zo bet anvet Napoléon
Buonaparte el lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Brezel ha Peoc'h gant Leo Tolstoy
- Les Misérables gant Victor Hugo, el levrenn II
- Napoleon eo anv ar pemoc'h e Kêr al loened gant George Orwell
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- diktatour
- roll an unpennoù gall
- bonapartouriezh, ul luskad politikel e Bro-C'hall
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Fent diwar-goust an den meur : https://www.youtube.com/watch?v=Pvb57jbmGtM.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Gweladenn Hitler e Pariz, pennad-skrid gant Le Parisien, 13 a viz Gwengolo 2014.
- ↑ « Le saviez-vous ? En 1940, Hitler a fait rapatrier les restes du fils de Napoléon aux Invalides », abadenn skingomz Au coeur de l'Histoire, Europe 1, 4 a viz Even 2020.
- ↑ abadenn skingomz Rendez-vous avec X : « La Centrafrique ou la Françafrique? (1/2) », France Inter, 1añ a viz Kerzu 2007.