Kastell Keryann Koadanskourr
Kastell Keryann Koadanskourr (Kastel Ker Iann Koatanskour en doare-skrivañ orin) eo titl ar romant kentañ zo bet skrivet e brezhoneg. Skrivet eo bet gant Yves-Marie Gabriel Laouenan e 1830. Diembann e oa, ha kollet an dornskrid. Adkavet eo bet e paperioù Kervarker gant Fañch Postig e diwezh 2001 hag embannet gant un droidigezh diwar zorn Yves Le Berre, kelenner e Skol-Veur Brest, e 2004.
An dornskrid
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Deskrivadenn an dornskrid
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An dornskrid a ya tost 200 pajenn d'e ober. Anvet eo Kastel Ker Iann Koatanskour ha gallout a reer lenn dindan an titl : Pe buhez ur veteran eus ar Revolusion dastumet ha skrivet e brezhoneg gant Y. M. G. Lxxx[1]. Kavout a reer un arroudenn eus Cicero war ar memes pajenn, nostra nos patria delectat[2], troet div wezh e brezhoneg.
Ar skritur zo hini un den desket, bihan ha diaes da lenn alies. Un eilenn eo ar skrid ha buan e oa bet skrivet moarvat rak ur bern fazioù dievezhted zo hag e weler kalz traoù disoñjet ha fazioù en ereadur, en doare-skrivañ pe er gerioù implijet. Frazennoù zo n'int ket reizh : mankout a ra ar verb, ar rener pe al lavarenn bennañ. Renablet eo bet ar fazioù-se gant aozer an embann en notennoù. Kavout a reer ivez ur bern niverennoù en destenn a oa da dalvezout evit notennoù. N'eo ket bet adkavet ar re-se avat. Meneget int en ul lizher eus ar Gonideg da Laouenan[3].
Kregiñ a reas Laouenan da skrivañ ur raktres eus ar romant e galleg adalek 1824[4]. Lakaat a ra dek vloaz evit treiñ ha skrivañ e romant en esper e plijo d'e genvroidi.
Laouenan a estlamme ouzh oberenn ar Gonideg ha sellet a rae outañ evel e vestr. Kaset en doa un eilenn dre skrid dezhañ da vezañ difaziet, pa voe echu, e 1834. Anv zo anezhañ en o lizheroù. Deg vloaz goude marv ar Gonideg, just goude al lid-koun aozet e 1845 e bered Lokrist e-kichen Konk-Leon, e skrivas Laouenan da Gervarker hag e kasas e romant dezhañ. Ne oa ket e zornskrid orin rak kavout a reer ennañ lod eus ar reizhadennoù kinniget gant ar Gonideg en e lizheroù. N'eo ket kennebeut an eilenn reizhet gant ar Gonideg ha gwelet e 1949 gant Loeiz Dujardin abalamour ma'z eo skrivet pep tra gant ar memes dorn.
Un trede dornskrid eo eta, skrivet war-dro 1845 moarvat ha miret gant Kervarker en e levraoueg[5].
An Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Teir lodenn a gaver er skrid.
Kregiñ a ra al lodenn gentañ gant danevell un den dizanv a ra anv eus danevell e vreur dezhañ e-unan a gont ar veaj a reas da Gastell-Paol gant e vab pa zistroas hemañ eus ar skolaj. Bizitañ a reont Kastell Keryann hag ober a reont anaoudegezh gant ar perc'henn. Hemañ a laka anezhe da anaout ar c'hastell hag ar parrezioù a weler tro-war-dro : Kastell-Paol, Plougouloum Sibirill, Kleder, Ploueskad, Gwinevez, Goulc'hen, Plouneour-Traezh. Kaoz a zo goude se etre perc'henn ar c'hastell hag an danevellour eus ar beñseerien hag eus an doare gwellañ da viret ouzh ar breizherien da ober o reuz. Un digarez eo ar gaozeadenn evit komz eus ar relijion (gant ur flemmadenn all ouzh ar gloer virour), eus ar pardonioù (gant ur gondaonidigezh eus ar bedagogiezh dre ar spont) hag eus ar brezhoneg (difennet gant gred).
Evit echuiñ ar c'hentañ lodenn e skriv c'hwec'h pennad berr ma laka keñver-ha-keñver stad ar rannvro da vare ar Renad Kozh hag e stad da neuze. En amzer dremenet : an noblañsoù arvevat, ar gloer re niverus, ar waskerezh, an dienez, an direizhded, met ivez ur melestradur efedus a-walc'h en desped d'e zigempoell, ha Breujoù a roe ur skeudenn vat eus ar pezh a vefe ar renad dindan ar parlamantoù. E mare ar renad nevez : ar skiant, ar poell deuet da vezañ hollc'halloudek hag an eeurusted e amen an holl a-drugarez d'an dra-se. Echuiñ a ra ar skrid gant meuleudioù roet d'ar roue keodedad Loeiz-Fulup.
En eil lodenn, heñcher al lodenn gentañ, dianv ha kevrinus, a zeu da vezañ an aotrou G..., haroz pennañ ar romant. Danevelliñ a ra an oberour e vuhez en ur c'hant pajenn bennak, en urzh an amzer dre vras. Kregiñ a ra an istor gant eured e dud ha deroù ar vignoniezh etre ar varkizez hag an eontr kourser, war-dro 1770 moarvat. Goude se e kendalc'her gant bugaleaj an haroz e kastell Keryann ha marv klodus e dad e 1778. Mont a ra da skolaj Sant-Paol. E 1778 ez a an aotrou G. war studi ar Gwir e Roazhon. Kemer a ra perzh en afer Breujoù Breizh dindan renerezh ur studier war ar Gwir all, ar montroulezad Jean-Victor Moreau ha goude-se e darvoudoù deroù an Dispac'h, Gouel ar C'hevredad peurgetket, e 1790.
Lakaat a ra e anv en arme e 1793 dindan ar jeneral Canclaux ha war a seblant e kemer perzh e mougerezh an emsavadeg a-du gant ar roue e Bro-Leon. E diwezh ar bloaz e wel reuz ar Sponterezh e Naoned. Saveteiñ a ra eno Sofi goant a deuio da vezañ e vaouez. Doñjeret gant doareoù ober Carrier e c'houlenn bezañ kaset da arme an Norzh dindan renerezh Moreau zo o paouez bezañ anvet da jeneral. Dont a ra da vezañ e eiler. Da-geñver un dreverzh e ra anaoudegezh gant danvez e dad-kaer, an aotrou B., ofiser en arme Condé. E 1795 ez eo dimezet hag e kemer perzh e dizoloadenn kentañ treitouriezh Pichegru. Goude peoc'h Campo-Formio e 1797 e kuita an arme hag ez a d'an Naoned davet e vuiañ-karet hag ec'h eured ganti nebeut amzer goude.
En em soñjal a ra neuze diwar deroù an Dispac'h hag arme ar Sans-culottes, war an avanturioù e Bro-Alamagn da vare ar c'hentañ kengevredad. Daou vugel en deus neuze gant e vaouez. Adalek deroù galloud Napoleone Buonaparte e rakwel ar gwalleurioù da zont.
Kregiñ a ra ar brezel en-dro e 1799. Eiler Moreau eo adarre hag heuliañ a ra anezhañ en Italia. Kemer a ra perzh en emgann Novi. Goude peoc'h Amiens (1801) e tistro adarre d'ar vuhez disoudard ha n'emell er politikerezh nemet evit reiñ harp da Voreau e-pad e brozez e 1804. Ne zistroio d'an arme nemet e 1814, e-pad egerzh-brezel Bro-C'hall, evit diwall e vab zo er varc'hegiezh.
En trede lodenn ez eus kaoz eus prantadoù an Eil Adaozidigezh hag eus ren Loeiz-Fulup. Gouestlet eo da gudennoù an haroz republikan en e diegezh. Gwastet eo e vuhez prevez gant an tabutoù ideologel gant e dad-kaer hag e vreur-kaer roueelour. Pa ra anaoudegezh e 1830 gant beajer-daneveller ar c'hentañ lodenn emañ en e 60 vloaz, oad ar furnez evit doare. Deuet eo a-benn gant poan da blegañ ouzh e donkad ha tizhet en deus un doare peoc'h diabarzh en e zamani santsimonian o ouestlañ e vuhez da vad an holl, nepell eus lec'h e c'hanedigezh.
Yezh ar skrivagner
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Fazioù a bep seurt a zo en destenn ha meneget gant an aozer embann. Da skouer :
- Lakaet e vez alies an anv-gwan dirak an anv doareet (e zellezuz minoun, ar skoueruz kuré, p. 358 ; he just buanegez, p. 292)
- Troidigezhioù ger-ha-ger diwar ar galleg evit traoù zo (ober ho kalluz, p. 358)
Embannadur KEBK
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Embannet eo ar romant gant kinnig, troidigezh ha notennoù Yves Le Berre dindan anv Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek (KEBK), (Centre de recherche bretonne et celtique (CRBC)) diwar an anv gallek) e Brest.
Miret eo bet evit an embann an doare-skrivañ a oa d'an oberour e-unan. Diaes eo da lenn a-wezhioù abalamour da se. Marteze ne c'halle ket bezañ graet mod-all gant KEBK hag herzel a raio un niver brasoc'h a dud da ober anaoudegezh gant an oberenn pa n'eus ket un destenn en doare-skrivañ a-vremañ c'hoazh. Ul labour kempenn a vije d'ober e-keñver ar yezh implijet.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kastel Ker Iann Koatanskour, le chateau de Kerjean-Coatanscour, troet ha kinniget gant Yves Le Berre, Brest : Centre de recherches bretonnes et celtiques, 2004
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Pé Vuez eur vétérand euz ar Révolusion dastumet ha skrivet é brézonek gant Y. M. G. Lxxx
- ↑ Hor mammvro a ra hol levenez
- ↑ Kastel Ker Iann Koatanskour, le chateau de Kerjean-Coatanskour, p. 9
- ↑ Kastel Ker Iann Koatanskour, le chateau de Kerjean-Coatanskour, p. 14
- ↑ Kastel Ker Iann Koatanskour, le chateau de Kerjean-Coatanskour, p. 6