Mont d’an endalc’had

Jean Victor Marie Moreau

Eus Wikipedia
Jean Victor Marie Moreau
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denJean Victor Marie Moreau Kemmañ
Anv-bihanJean, Victor, Marie Kemmañ
Anv-familhMoreau Kemmañ
Deiziad ganedigezh14 C'hwe 1763 Kemmañ
Lec'h ganedigezhMontroulez Kemmañ
Deiziad ar marv2 Gwe 1813 Kemmañ
Lec'h ar marvLouny Kemmañ
Abeg ar marvKilled in action Kemmañ
Lec'h douaridigezhChartreuse Cemetery Kemmañ
Breur pe c'hoarJoseph Moreau Kemmañ
PriedEugénie Hulot d'Osery Kemmañ
BugelIsabelle Moreau Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherofiser, milour, military commander Kemmañ
Bet war ar studi eSkol-Veur Roazhon Kemmañ
Lec'h annezPennsylvania, Roazhon Kemmañ
Perzhiad eDispac'h Gall Kemmañ
Grad milourelMarshal of France Kemmañ
Skour lutroadegiezh Kemmañ
Perc'henn warHôtel Moreau Kemmañ
Prizioù resevetnames inscribed under the Arc de Triomphe Kemmañ
Deskrivet dreGeneral Jean Victor Moreau (1764-1813) Kemmañ
Poltredet e 1810

Jean Victor Marie Moreau (1763 e Montroulez, Breizh - 1813 e Louny, Impalaeriezh Aostria) a oa ur jeneral en arme c'hall ha goude feldmarichal en arme rusian e-pad an Dispac'h Gall ha Brezelioù Napoleon. Difenn a reas ar Republik a-hed e vuhez, da gentañ o vezañ trec'h alies war ar Re Gevredet, hag o skoazellañ Napoleone Buonaparte da gemer ar galloud met ivez oc'h enebiñ outañ e-pad an Impalaeriezh.

E di genidik e Montroulez
Auguste Mayer, 1845

Barner, letanant keodedel ha torfedel beliezh Montroulez ha kuzulier ar roue a oa e dad, Gabriel-Louis Moreau, aotroù Lizoreux (1730-1794). Merc'h d'ur c'henwerzher ha merc'h-vihan da Bierre Bernard de Basseville ur c'horser brudet eus Montroulez a oa e vamm Catherine Chapperon de L'Isle. Eizh bugel diwar pemzek anezho a zreistvevas. Dibennet e voe an tad e Brest d'an 13 a viz Gouere 1794 goude bezañ bet kondaonet evit kuzhañ beleien zidou, sikour Divroidi ha reiñ arc'hant da markiz Lescoët.

Joseph (1764 - 1849 e Montroulez), e vreur eil-henañ, a voe alvokad, kannad ha prefed. Pierre-Marie-Lubin, e vreur yaouankañ, a voe koronal ha baron e-pad ar Restaorasion. Kerentiañ a rae ar familh gant Maupertuis (1698-1759), ar skiantour brudet hag enebour Voltaire.

Deroù an Dispac'h Gall e Roazhon

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Studiet en doe Jean Moreau ar Gwir e Skol-veur Roazhon goude bezañ tremenet pevar bloaz e Skolaj al Leon e Kastell-Paol. E-touez e gelennerien e oa Jean-Denis Lanjuinais, Isaac Le Chapelier ha Louis Gohier.

Kemer a reas perzh er freuz a savas e Roazhon e 1788 ha 1789, e penn studierien ar gêr ha re Naoned deuet da reiñ dorn dezho. An holl yaouankizoù a-du gant ar soñjoù nevez a zeue d'en em lakaat en e c'houc'hemenn[1]. Dont a reas da vezañ frañmason e miz Here 1789.

Remzad milourel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un ofiser dreist

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Jean Victor Marie Moreau, letanant-koronal e 1añ batalhon Il-ha-Gwilen e 1792, gant François Bouchot, 1835.

Dilennet e voe letanant-koronal batalhon gentañ youlidi Il-ha-Gwilen e miz Gwengolo 1791 hag az ejont diouzhtu da harzoù reter Bro-C'hall. Servijout a rejont e Arme an Norzh Dumouriez e 1792. Lakaat a reas Moreau e grog war kreñvlec'h Stephenswerth d'an 9 a viz C'hwevrer 1793. Brud a dapas en emgann Neerwinden hag o tifenn Dunkirk kelc'hiet gant ar Saozon. Sevel a reas e rez, mont da letanant-koronal hag adjudant hollek, ha brigadennour d'an 20 a viz Kerzu war un dro gant Napoleone Buonaparte, trec'h war ar Saozon e Toulon.

Lakaet e voe da jeneral rannlu gant Lazare Carnot d'ar 14 a viz Ebrel 1794. E penn korn dehoù an arme edo e Flandrez, kemer a reas Kortrijk ha Menen ha kemer a reas perzh en trec'h e Moeskroen d'an 29 a viz Ebrel 1794. Tremen a reas dindan urzhioù Jean-Charles Pichegru ha kemer a reas Ieper, Brugge, Oostende, Nieuwpoort ha Sluis. Kemeret e voe Holland eta. Anvet e voe da benngomandant Arme an Norzh d'an 3 a viz Meurzh 1795, e-lec'h Pichegru. Eveshaat ouzh ar c'hendivizad etre ar Republik c'hall hag ar Republik Batav a voe e gefridi.

Ur giladeg kaer

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brasaat a reas e vrud gant Emgann Toerkonje hag anvet e voe da jeneral Arme Roen-ha-Mosel d'an 21 a viz Ebrel 1795. Mont a reas da vrezeliñ da Alamagn. Trec'h e voe da gentañ : sezizoù Mainz ha Kehl, trec'h Heidenheim d'an 11 a viz Eost 1796, met ret e voe dezhañ kilam dirak ar Rusianed hag an Aostrianed. Gwelet e voe ar giladeg-se evel ur patrom skouer, ha graet gantañ 5000 prizoniad war ar marc'had. Anvet e voe da benngomandant armeoù unanet Roen-ha-Mosel ha Sambre-ha-Meuse d'an 25 a viz Kerzu 1795. Emgann a reas en Alamagn, met torret e voe eus e garg. E droukc'hras ar Vonapartourien e oa deuet da vezañ.

E-barzh ar jeu adarre

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adanvet e voe da benngomandant Arme Italia d'an 21 a viz Ebrel 1799, peogwir en doa ezhomm an arme c'hall da gaout ur jeneral arroutet. Kemer a reas perzh e taol-stad an 18 a viz ar Vrumenn gant Napoleone Buonaparte, a zisoc'has war Ren ar Gonsuled. Lakaet e voe Moreau e penn Arme ar Roen gant Buonaparte.

Jean Victor Moreau, jeneral (1764-1813), gant François Gérard.
Emgann Hohenlinden gant Henri-Frédéric Schopin, tro-dro 1835.

Dimeziñ a reas gant Eugénie Hulot d'Osery, ur vignonez da Joséphine de Beauharnais, 19 vloaz dezhi.

Trec'h e voe en Emgann Engen hag emgannoù all e 1800. Sinet e voe an arsav-brezel gant ar jeneral aostrian Kray hag en em staliañ a reas Arme ar Roen e Bavaria. Met un nebeud mizioù goude e klaskas an Aostrian adarre diarbenn an alouberien. Digeriñ a reas Emgann Hohenlinden dindan an erc'h d'an 3 a viz Kerzu 1800. Trec'h e voe Moreau war arme an arc'hdug Yann Aostria. Emgann diwezhañ an Dispac'h Gall e voe ha gant Jean Moreau e voe gounezet.

Eus ar Stadoù-Unanet da Europa en-dro

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Fin ar C'hentañ Republik e voe deroù an Impalaeriezh C'hall Kentañ. Distroet da Bariz, eneber ha kevezer ouzh Buonaparte, barnet e voe Moreau met didamallet e voe gant e varnerien. Darvennout a reas Buonaparte kaout un eil barnedigezh ha, goude bezañ kondaonet d'an toul-bac'h, e voe kaset d'an harlu a-benn ar fin.

Erruout a reas Jean Moreau hag e wreg e New York e miz Eost 1805. Un degemer c'hwek a voe roet dezho gant an Amerikaned. Goude bezañ beajet er vro e chomas e Morrisville, e-kichen Trenton, war harzoù New Jersey ha Pennsylvania. Kinniget e voe dezhañ gant ar prezidant Madison bezañ e penn Lu ar Stadoù-Unanet e Brezel 1812 a-enep ar Rouantelez-Unanet. O soñjal reiñ e asant e oa pa glevas e oa distrujet an "Arme Veur" e Rusia. Divizout a reas distreiñ da Europa ha brezeliñ gant ar Re Gevredet.

Ur wech distroet da Europa e krogas da gevraouiñ gant Jean-Baptiste Bernadotte (a vo roue Sveden diwezhatoc'h) peogwir e felle dezhañ adstaliañ ar Republik e Frañs. Sveden ha Rusia a oa gant Aostria ha Prusia a-enep Bro-C'hall bremañ ha kuzuliañ a reas anezho. En Emgann Dresden e 1813 e voe gloazet d'ar marv d'an 27 a viz Eost. Mervel a reas e Louny (bremañ e Republik Tchek) d'an 2 a viz Gwengolo.

Goude e varv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Marv ar jeneral Moreau gant Auguste Couder

An tsar Aleksandr Iañ a lakas anezhañ da vezañ beziet en iliz-veur katolik Sant-Petersbourg. Reiñ a reas ul leve d'e intañvez. Anvet e voe da Varichal a Vro-C'hall gant Loeiz XVIII. Hag en enor dezhañ e voe roet e anv da gêr Moreau er Stadoù-Unanet, e Stad New York.

Daou vugel en doe gant Eugénie Hulot d'Osery :

  • Victor Eugène Moreau (1802-1808),
  • Isabelle Moreau (1804-1877), dimezet gant Ernest Dubois de Courval, kuzulier departamant en Aisne.

El lennegezh :

  • haroz Kastell Keryann Koadanskourr, ar romant brezhonek kentañ (1830), a heul Moreau eus afer Breujoù Breizh pa oa studier e Roazhon betek prosez ar jeneral e 1804, goude bezañ bet e eiler war an tachennoù emgann en Alamagn hag Italia,
  • tudenn bennañ Каждому своё (To each his own e saozneg) eo ar marichal Moreau, ur romant eus 1983 gant ar skrivagner soviedat Valentin Pikoul.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) Victor Moreau, général, citoyen de France et d'Europe gant Marcel Coz, S. l, Cloître imprimeurs, 2008 (ISBN 978-2-7466-0155-0).

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Danevellet gant Pitre-Chevalier