Nieuwpoort (Flandrez)
Nieuwpoort | |
---|---|
Lec’hiadur e Kornôg-Flandrez | ![]() |
Skoed-Ardamez | ![]() |
Banniel | ![]() |
Riez | ![]() |
Kumuniezh | ![]() |
Rannvro | ![]() |
Proviñs | ![]() |
Arondisamant | Veurne |
ins | 38016 |
Kumunioù-Kod post | 8620 8620 8620 |
Kumunioù strollet | Nieuwport Ramskapelle Sint-Joris |
Kod pellgomz | 058 |
Maer | Roland Crabbe (CD&V) |
Gorread | 31 km² |
Hed | 06° 10' .." Reter |
Led | 50° 21' .." Norzh |
Uhelder | .. m |
Poblañs hep kontoù doubl -Takad kêrel a-bezh |
10.940 (01.01.2007) ... |
Stankter | 353 a./km² |
Lec'hienn | www.nieuwpoort.be |
Nieuwpoort (e flandrezeg kornôgel:Nieuwpôort, e galleg:Nieuport) a zo ur gêr, ur porzh-mor hag ur gumun eus Flandrez Belgia e rannvro Westhoek hag e proviñs Kornôg-Flandrez.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel-bed kentañ:
- e penn eus tu ar mor eus Talbenn an Ijzer emañ Nieuwpoort;
- dourbeuzadeg Here 1914: dre zigeriñ lod eus skluzioù ar Ganzepoot e Nieuwpoort adalek an 21 a viz Here betek an 29 a viz Here eo lakaet an dour da veuziñ tamm-ha-tamm an douaroù etre Nieuwpoort ha Diksmuide diwar urzh ar pennlu belgiat, gant skoazell Hendrik Geeraert, ur merdead a Nieuwpoort. Al lu alaman ne c'hell ket mont pelloc'h ha kilañ a ra en ur lezel dafar-brezel ha korfoù-marv soudarded war e-lerc'h;
- 1929: roet e voe ar Groaz Brezel 1914-1918 d'ar gêr
[1].
- Iliz katolik Nieuwpoort a voe devet e-pad emgannoù ar Brezel-bed kentañ hag e miz Even 1940 adarre, e-pad an Eil Brezel-bed. E kav an iliz e weler plakennoù e koun martoloded ar Vrigadenn Ronarc'h (Brezel-bed kentañ) a oa bet douaret, darn anezhe en-dro d'an iliz, ha reoù arall e fozelloù-brezel Lombardsijde.
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Nieuwpoort-Stad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Delwenn ar Roue er Ganzepoot e Nieuwpoort
Plakennoù e koun martoloded ar Vrigadenn Ronarc'h bet lazhet e Diksmuide ha tro-war-dro
Nieuwpoort-Bad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- War lez Mor an Hanternoz hag e genou an Ijzer emañ. Nieuwpoort-Stad a zo savet en-dro d'ar porzh, e tu an draezhenn emañ Nieuwpoort-Bad pe Nieuwpoort-aan-Zee.
Emdroadur ar boblañs 1806-2006[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
