Bourdel : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D Robot kemmet: th:บอร์โด
Linenn 143: Linenn 143:
[[sv:Bordeaux]]
[[sv:Bordeaux]]
[[sw:Bordeaux]]
[[sw:Bordeaux]]
[[th:บอร์โดซ์]]
[[th:บอร์โด]]
[[tr:Bordeaux]]
[[tr:Bordeaux]]
[[ug:Bordo]]
[[ug:Bordo]]

Stumm eus an 21 Gwe 2010 da 15:53

Patrom:Taolenn kumun Frañs

C'hoariva meur Bourdel

Unan eus kêrioù bras Mervent Frañs eo Bourdel (Bordèu en okitaneg ha distaget [burˈðɛw]) en okitaneg gwaskognek, Bordeaux e galleg ha distaget [bɔʀˈdo]), houmañ eo kêr-benn Rannvro Akwitania (Aquitaine e galleg uhel, Gwaskogn e penn ar Grennamzer), bet ar Guienne e parlantoù ar bobl, degemeret evel ar Guyenne dindan ar rouantelezh gall). Penn-lec'h departamant ar Gironde eo ivez, 229 000 annezad enni ha 955 200 en he zolpad-kêrioù. Treuzet eo gant ar stêr vras Garona ha Bourdeliz a vez graet eus hec'h annezidi.

Brudet eo ar gêr er bed a-bezh abalamour d'ar gwiniegi a zo tro-war-dro dezhi hag a zo anvet Gwiniegi Bourdel. Dre ar porzh-mor, war un aber hir-meurbet (98 km etre Bourdel hag ar mor, al lanv a ya 20 km pelloc'h c'hoazh) ez eus bet ezporzhiet kementadoù divent a win abaoe m'eo bet plantet ar gwini gant ar Romaned er I kantved.

Ger-ardamez

Skoed Bourdel

Lilia sola regunt lunam, undas, castra, leonem, « N'eus nemet ar flourdiliz hag a ren al loar, an dour, ar c'hastell hag al leon ».
Displegadennoù :

  • Ar flourdiliz : ardamez rouaned Bro-C'hall o deus adstaliet o beli war Bourdel ha Gwaskogn e 1453 diwar goust ar Saozon;
  • Al loar : diwar kammdro ar Garona e vez graet "porzh al loar" eus porzh Bourdel;
  • An dour : ur porzh-mor hag ur porzh war ur stêr eo Bourdel;
  • Ar c'hastell : ar C'hastell-Trompilh, savet gant Vauban war urzh ar roue gall Loeiz XIV war al lec'hienn m'emañ leurgêr vras an Ilgroazioù (esplanade des Quinconces) warni hiziv;
  • Al leon : elfenn ardamez Gwaskogn (hag Akwitania war an dro).

Istor

Henamzer

E mare ar Romaned ez eus roud eus Burdigala evel anv ar gêr, un anv a c'hellfe bezañ euskarek kozh (burdi = houarn, gala = teuziadur) ken e veze marteze govelioù eno. Dre Bordigala ha Bordale (anv euskarek) e c'hellfe bezañ aet an anv orin da Vourdel.

Evit gwir eo bet savet Bourdel en Patrom:IIIvet kantved gant Bituriged Vivisk ('Bituriged dilec'hiet'), ar re-se ur bobl c'halian o tont eus takad Bourges. Staliet e oa war un adstêr gleiz d'ar Garon, an Dévèze, met ne oa ket al lec'hienn eus ar c'hentañ pa veze geunioù flaerius tro-war-dro.

E Bourdel, war-dro 310 eo bet ganet Decimus Magnus Ausonius, kelenner war an helavarded hag ar yezhadur hag ur barzh latin ivez. War-dro 367 ez eas da digelenner an danvez-impalaer Gratian.

Touristerezh

Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor dezhi.

Kêrioù gevellet ha kevelerezhioù =

  • Meur a gêr zo gevellet gant Bourdel :
Bro-Saoz Bristol (Bro-Saoz) e 1947
Perou Lima (Perou) e 1957
Kanada Kebek (Kanada) e 1962
Alamagn München (Alamagn) e 1964
Stadoù-Unanet Los Angeles (Stadoù-Unanet) e 1968
Portugal Porto (Portugal) e 1978
Japan Fukuoka (Japan) e 1982
Spagn Madrid (Spagn) e 1984
Israel Ashdod (Israel) e 1984
Maroko Kasablanka (Maroko) e 1988
Rusia Sankt-Peterbourg (Rusia) e 1992
Latvia Riga (Latvia) e 1993
Polonia Kraków (Polonia) e 1993
Republik Pobl Sina Wuhan (Republik Pobl Sina) e 1998
Euskal Herria Bilbao (Euskal Herria) e 2000
Aljeria Oran (Aljeria) e 2003
  • Emglevioù kenlabour
Palestina Ramallah (Palestina) e 2007

Patrom:Liamm PuB