Mont d’an endalc’had

Kaozeadenn Implijer:Katolik Breizh

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
For other languages, consider using Wikipedia:Babel
Salud, Katolik Breizh, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg
Demat, Katolik Breizh. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ.
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit.
Kregiñ ganti
Ober e gammedoù kentañ
Takad pleustriñ
Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae
Program skoazell.
Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn
Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo
Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki
Foar ar Goulennoù
Goulennoù a vez graet gant an holl
Reolennoù Wikipedia
Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh
Tavarn
Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all
Pemp pennaenn Wikipedia
Reolennoù diazez mat da c'houzout
Skoazell
Dornlevr hollek Wikipedia

Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : . Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù.


Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg. --Y-M D (kaozeal) 29 Mez 2010 da 18:41 (UTC)[respont]

Aliesoc'h e vez blotaet un anv-kadarn hag a zo t, p pe k e lizherenn gentañ mard emañ an araogenn "war" araozañ ha ma'z eus ur renadenn-anv war e lerc'h hervez Gérard Cornillet, Grammatik der bretonischen Gegenwartssprache, p.149. A galon ! --Katolik Breizh 8 Gou 2010 da 22:10 (UTC)[respont]

Anv-implijer

[kemmañ ar vammenn]

Salud dit. Kinnig a ran dit lenn : [1]. Tud' zo a c'hallfe rakvarn ac'hanout (evel m'eo meneget er bajenn a ginnigan) diwar an anv az peus dibabet. Marteze e kavi talvoudus kaout ali merourien all a-raok degas kemm pe gemm. A galon. --Ex-Smith 12 Gou 2010 da 10:44 (UTC)[respont]

Ez personel n'am eus tamm kudenn ebet gant da anv implijer, met gwir e c'hellfe degas kudennoù gant implijerien all, un dra vat e vefe cheñch anezhañ neuze. Ne c'hellomp ket degemer evel anv implijer nevez unan hag a zo tost da hini un implijer all, pe hag a rafe dave d'unan bennak. Hag ur c'hinnig all 'pefe, mar plij ? --Y-M D (kaozeal) 19 Gou 2010 da 14:21 (UTC)[respont]
Kinnig a rez bremañ "plantenn_neptu", n'on ket sur ez eo un dibab gwall fur (na fin zoken). Ne pefe ket ur c'hinnig hag a vefe ul lesanv a vez roet dit, pe da anv (ma fell dit), pe anv ur blantenn/ul loen... Pep tra 'zo mat keit ma touj ouzh reolennoù Wikipedia. Sur on e peus traoù all da ginnig... A galon --Y-M D (kaozeal) 19 Gou 2010 da 14:24 (UTC)[respont]

E ya / ez a

[kemmañ ar vammenn]
Ne welan ket perak ec'h ez da dreiñ "e ya" en "ez a". Degemeret e vez an daou stumm (hag ec'h a ivez) e peurunvan. Ur bajenn Ar pennadoù a rankfe pep wikipedia kaout ma klaskez an awen. A galon. Bianchi-Bihan 17 Gou 2010 da 17:51 (UTC)[respont]
N'eo ket ur yezhadur ar peurunvan, met un doare-skrivañ. --petrooiicthuustaascleeidas 17 Gou 2010 da 20:14 (UTC)
Gwelet 'm boa ivez e oas o cheñch "e yeas" en "ez eas" en un toullad pennadoù, din da c'houzout n'eo ket ur fazi e brezhoneg. Me gav din ez eo evel ober gant "evn" pe "labous" diforc'hioù rannyezhel int. Ha d'am soñj ez eo mat derc'hel anezho en destenn, evit doujañ da labour ha korn bro an den en deus skrivet ar pennad er pennkentañ. Me gav ez eo ur binvidigezh. A galon --Y-M D (kaozeal) 17 Gou 2010 da 20:49 (UTC)[respont]

Goude "ez a", "d/z"

[kemmañ ar vammenn]

Krog out da lakaat ar c'hemmadur "d/z" en anv-gwan, ur c'hemmadur ha ne vez ket implijet gant kalz tud, er pennadoù. Ne gomprenan ket ar seurt plijadur. Adlakaet e vo "d" ganin. Bianchi-Bihan 18 Gou 2010 da 04:34 (UTC)[respont]

"ur c'hemmadur ha ne vez ket implijet gant kalz tud"
Ar brezhoneg ne vez ket implijet gant kalz tud, va mignon Bianchig.
  • Bianchi, mar plij: pa grog an dud da zistummañ anvioù ar re all a-fetepañs ne reont nemet diskouez pegement e tismegañsont anezho.
  • E-touez ar c'halzig bihanik a dud a skriv brezhoneg amañ ne vez ket lakaet ar c'hemmadur d/z en anv-gwan da reolenn, hervez skouer ar yezhadurioù. Ma kavez yezhadurioù all e c'hallez ober anv anezho, gant niverenn ar bajenn mar plij: meneget e vint er wikipedia. Bianchi-Bihan 18 Gou 2010 da 13:46 (UTC)[respont]
"Muioc'h evit 60.000 tennad-labour zo bet graet er Wikipedia brezhonek gant al labourer-mañ ha poent e vije dezhañ diskuizhañ". --petrooiicthuustaascleeidas 18 Gou 2010 da 13:00 (UTC)
Ma ya skuizh an dud ganit eo te a vo pedet da ziskuizhañ. Soñj e niver ar pennadoù savet ganit. Et in terra pax hominibus bonae voluntatis. Bianchi-Bihan 18 Gou 2010 da 18:07 (UTC)[respont]
Salud dit. N'eus den anvet Bianchig amañ, trugarez da zoujañ da anvioù hor c'henlabourerien. Ha peogwir emaomp ganti e c'halli ivez soñjal ez anv-implijier, evel meneget a-us. A galon. --Ex-Smith 18 Gou 2010 da 13:21 (UTC)[respont]
@Ex-Smith: Kemm va anv, da skouer da "Bianchi-Bihanoc'h", mar plij ! Va sinadur am-eus kemmet endeo. "Bianchi" n'am-boa graet "Bianchig" anezhañ nemet abalamour ma oa e anv "Bianchi-Bihan". Doujañs bras am-eus outañ, ur mignon mat din eo. A galon ! --petrooiicthuustaascleeidas 18 Gou 2010 da 23:30 (UTC)
@Bianchi-Bihan: Te a zo bet baniset en amzer tremenet. Me n'on ket bet biskoazh. Gloria in excelsis Deo. --petrooiicthuustaascleeidas 18 Gou 2010 da 22:42 (UTC)
@Bianchi-Bihan: "Ma kavez yezhadurioù all e c'hallez ober anv anezho, gant niverenn ar bajenn mar plij: meneget e vint er wikipedia." Setu amañ : Bec'h dei, pajenn 197 : "Kemm a ra ivez an anvioù-gwan goude an anvioù gwregel unan hag an anvioù tudgourel lies. Pa vez un anv oc'h echuiñ gant ur vogalenn pe l, m, n, r, v, [e teu] (…) D (…) [eus an anv-gwan] da vezañ (…) Z (…)". --petrooiicthuustaascleeidas 19 Gou 2010 da 01:01 (UTC)
  1. Hervez ar reolennoù n'hallez ket kemer un anv d'ober goap ouzh ar re all.
  2. N'anavezan mignon ebet hag ac'h afe da lakaat kemmadurioù diezhomm em brezhoneg.
  3. Gwir eo, stanket eo bet ma c'hont abalamour d'ur virgulenn un deiz. Abaoe em eus savet ouzhpenn 8000 pennad. Lez kemmadur an "d" ur pennadig ha sav un toullad pennadoù ivez.

A galon. Bianchi-Bihan 19 Gou 2010 da 05:39 (UTC)[respont]

War hent ar stankañ

[kemmañ ar vammenn]

Da lavarout ar wirionez ez on aet skuizh gant da emzalc'h ha da evezhiadennoù, ma kendalc'hez evel-se e vo stanket da gont. A galon. --Ex-Smith 19 Gou 2010 da 11:02 (UTC)[respont]

Stank va c'hont ma'c'h eus abeg d'henn ober ! Betek bremañ n'eus bet graet diviz boutin ebet c'hoazh diwar gemmadur an anvioù-gwan dre vlotaat d>z. N'em-eus torret reolenn ebet eta. --petrooiicthuustaascleeidas 19 Gou 010 da 11:26 (UTC)
Marteze n'eus abeg ebet evit stankañ ac'hanout (ha c'hoazh, ret 'vefe gwelet...), met e lec'h lakaat an traoù da vreinañ muioc'h c'hoazh, klask bezañ reizh ha komz hepken eus an danvez gant an implijerien all (ha gwir eo kement-mañ evit Bianchi ivez).
Bezit fin mar plij. Morse n'am eus stanket implijer ebet war Wikipedia brezhonek c'hoazh, ha n'am eus ket c'hoant kregiñ warc'hoazh (nag hiziv). --Y-M D (kaozeal) 19 Gou 2010 da 14:17 (UTC)[respont]
Reizh on bet ha komz a ran diwar benn an danvez. Ex-Smith ha Bianchi-Bihan a zo o nac'h kaozeal a-zivout ar reolenn a denn da gemmadur anvioù-gwan dre vlotaat d>z am-eus graet anv anezhi a-us hag e lec'h an dra-se emaint ouzh va gourdrouz, daoust ma'z eo Bianchi-Bihan an hini a c'houlennas ar reolenn ouzhin. Ma ne fell ket deoc'h kaout kenlabourerion nevez, livirit kement-se raktal, met hañvalout a ra din en-deus ezhomm ac'hanomp an holloueziadur-mañ ha n'eus ket kalz ac'hanoc'h.--petrooiicthuustaascleeidas 19 Gou 2010 da 15:48 (UTC)
Evit reolenn ar c'hemmadurioù, e laoskin ar verourien da gomz. Evit ar frazenn Torret em-eus reolenn ebet eta e lavarin eo bet torret unan eus reolennoù-diazez ar yezhadur. Bianchi-Bihan 19 Gou 2010 da 16:25 (UTC)[respont]
Ha me n'anavezon ket ar ger c'helladurioù. Penaos eo an amzer e Breizh, Bihan ? --petrooiicthuustaascleeidas 19 Gou 2010 da 20:17 (UTC)
Vi-koukoug reizhet. Trugarekaat. A galon. Bianchi-Bihan 19 Gou 2010 da 20:20 (UTC)[respont]