Malta : diforc'h etre ar stummoù
Xqbot (kaozeal | degasadennoù) D Robot kemmet: yo:Máltà |
D Robot kemmet: se:Malta |
||
Linenn 210: | Linenn 210: | ||
[[scn:Malta]] |
[[scn:Malta]] |
||
[[sco:Maltae]] |
[[sco:Maltae]] |
||
[[se: |
[[se:Malta]] |
||
[[sh:Malta]] |
[[sh:Malta]] |
||
[[simple:Malta]] |
[[simple:Malta]] |
Stumm eus an 19 Eos 2010 da 18:42
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||||||
Kan broadel | L-Innu Malti | ||||||
Yezhoù ofisiel pe kenofisiel | Malteg, Saozneg | ||||||
Kêr-benn | Valletta | ||||||
Gorread -En holl -% dour |
316 km² <0.1% | ||||||
Poblañs -Hollad -Stankder ar boblañs |
398,534 (2005) 1262/km² | ||||||
Prezidant | George Abela | ||||||
Kentañ ministr | Lawrence Gonzi | ||||||
Gouel broadel | 21 a viz Gwengolo | ||||||
Moneiz | Lira Maltija (LM) | ||||||
Kod pellgomz | 356 | ||||||
Kod war ar Genrouedad | .mt |
Emañ republik Malta war un enezeg e Su Europa, er Mor Kreizdouar etre Italia ha Tunizia, en ul lec'h strategel-kenañ, ken eo bet renet gant meur a c'halloud riek abaoe kantvedoù. Ur republik dizalc'h eo hiziv abaoe 1964. Dezhi ar gorread bihanañ (316 km²) e-touez izili Unaniezh Europa. Ur plas poblet-tre eo e-lec'h m'eo diaes kavout labour evit pep Maltad ha strewet eo an divroidi er bed a-bezh.Pa oa Breizh-Veur o ren (1800-1964) eo bet diorroet oberezhioù greantel war-dro ar sevel listri ha chanterioù-bigi bras a veze eno. Hiziv e vez diorroet an touristerezh diwar an traezhennoù heoliet mizioù-pad , ar savadurioù kozh hag ar splujerezh. Priziet eo enezeg Malta gant an Europiz pa gavont eno tud liesyezhezek, prizioù izel hag un hin blijus.
Kêr-benn Republik Malta a zo hec'h anv Valletta. En enezeg e kaver an enezenn pennañ, Enez-Valta (216 km²), div enezenn boblet nebeutoc'h, Enez-Ghawdex (Enez-Gozo) hag Enez-Kemmuna (Enez-Comino) ha peder enezenn digenvez, Cominotto, an div enezenn Sant-Paol hag hini Filfola.
Istor
Pennad pennañ: Istor Malta
Poblet eo bet Malta abaoe war-dro 5200 kent Jezuz-Krist. Er mare-se e rene ur sevenadur ragistorel a-bouez, ur milved a-raok piramidennoù Giza. Kavet e vez roudoù divent eus monumantoù-mein a seblant bezañ bet harpet gant ur riez c'halloudus. War-dro 1000 kent Jezus-Krist e teuas er vro ar Fenikianed evit staliañ trevadennoù, ur seurt rakpost evit ledanaat o c'henwerzh e kornôg ar Mor Kreizdouar. E 736 kent Jezuz-Krist e voe aloubet staliadurioù fenikiat gant ar C'hresianed hag e voe roet anv "Melita" d'an enezenn bennañ (diwar liv ar mel a zo hini ar mein-raz marteze).
Gant Kartago e (400 kent Jezuz-Krist) e voe aloubet an enezeg ha goude gant Roma. Pinvidikaat a reas Malta gant ar Romaned pa oa ur municipium hag ur geoded kevredet (foederata civitas). Chom a ra meur a savadur roman da dest levezon vras ar Romaned. E 60e tilestras sant Paol a Darsos war Valta dre zegouezh ur peñse war aodoù Bae Sant-Paol (anvet diwar an darvoud koulz hag an div enezenn a gaver eno). Kontet eo an istor e-barzh Aktaoù an Ebestel.
Eus 400 da 900 e kouezhas Malta dindan beli Impalaeriezh Bizantion, met drastet e voe gant ar Vandaled war a seblant. Aloubet e voe ivez gant an Arabed e 870 hag e weler an dra diwar ar malteg, dezhañ ur substrad arabeg gant gerioù italianek, gallek ha saoznek. An darn-vuiañ eus an anvioù-lec'h a zo arab o orin : Dzira (Djezair = enez), Mdina (Medina = kêr), Marsa (marsah = porzh), Rabat.
Skarzhet e voe an Arabed e 1090 gant an Normaned ha ganto e teuas ar Gristeniezh en-dro. Rummadoù-roueed all a zeuas da ren ar vro : an Añjeviz, an Hohenstaufen hag an Aragoniz (1287).
Er mare-se e voe staliet noblañs Malta hag e chom implijet 32 ditl.
Kenglad ar Broadoù (Commonwealth) |
|||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Stadoù dizalc'h |
|
||||||||
Tiriadoù emren |
|