Ardenne
Evit sterioù all, sellit ouzh Ardennes.
![]() |
War ar Wikipedia brezhonek emaoc'h amañ. Skrivit e brezhoneg, mar plij, pe goulennit sikour d'ober digant ho kenlabourerien. |
An Ardenne zo anv menezioù izel koadek e reter Belgia, e Luksembourg, hag en hanternoz Bro-C'hall.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dont a ra eus al latin Arduenna, a c'hallfe bezañ a orin keltiek, a oa anv ur c'hoad bras a c'holoe menezioù an Ardenne, anv meneget gant Kaezar ha Strabon. Hervez tud zo e talvezfe kement hag an hini du.
Hiziv e kaver an anv e meur a rannvro, naturel pe melestradurel, ken ez eo diaes ar gudenn da ziluziañ. N'eo ket ar re a glask preizhañ an anv a sklaerao an traoù.
Anvioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- An Ardenne, pe Ardennes, zo ur rannvro naturel er c'hreisteiz d'ar stêr Meuse ha d'ar Sambre, en hanternoz da blaenennoù Lotringen ha Champagn, hag a oa an Arduenna Silva.
Ar vro istorel-se zo enni rannvroioù en-dro d'ar menezioù: ar Fagne, ar Fagne-Famenne, ar Famenne, an Hautes Fagnes, an Eiffel, an Oesling, ar Calestienne, un darn eus ar c'h-Condroz.
- Ar menez ardennek a zo menezioù kozh.
- An departamant Ardennes, e Bro-C'hall. Alies e lavarer 'Ardenne française anezhañ.
- An Ardennes belges pe Ardennes wallones eo al lodenn eus an Ardenne a zo e Wallonia
- An Ardennes luxembourgeoises
- An Ardennes flamandes, ur vro damveneziek e Flandrez ar Reter ha n'emañ ket en Ardenne.
Gwelout ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ar Bataille des Ardennes, un emgann bras e-pad an Eil brezel-bed.