Lambert Maastricht
Neuz
Lambert Maastricht
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Anv-bihan | Lamberto |
| Deiziad ganedigezh | 635 |
| Lec'h ganedigezh | Maastricht |
| Deiziad ar marv | 21 Gwengolo 705 |
| Lec'h ar marv | Liège |
| Lec'h douaridigezh | Izelvroioù |
| Tad | Chrodbert |
| Yezhoù komzet pe skrivet | nederlandeg |
| Micher | beleg katolik, eskob katolik |
| Karg | Roman Catholic Bishop of Maastricht |
| Relijion pe kredenn | Iliz katolik roman |
| Urzh relijiel | urzh Sant Benead |
| Stad ar c'hanonizasion | sant, sant katolik |
| Gouel | 17 a viz Gwengolo, 18 a viz Gwengolo, 18 a viz Gwengolo |
Lambert Maastricht (Maastricht, ~636 – Liège, ~700), anvet Lambertus, Landebertus ha Lambrecht ivez, a oa eskob Maastricht ha Tongeren. Da verzher ha sant an Iliz katolik roman ez eo bet lakaet.
Un den a lignez uhel e oa. E eontr Theodard a oa eskob Maastricht. Lazhet e voe Theodard war-dro 669, ha lakaet e voe Lambert en e lec'h. Kar e oa Lambert da Hugobert ha Plectrude, pried Pepin Herstal, maer ar palez ha mestr war rouaned Aostrazia.
Goude muntret Childerig II e 675 e voe kaset kuit Lambert eus ar vro, ha lakaet Faramundus en e lec'h. Lambert a dremenas seizh vloaz en harlu, a savas abati Stavelot (674-681). Goude un toullad bloavezhioù e voe adlakaet da eskob.