Backgammon

Eus Wikipedia
Backgammon
Backgammon
Backgammon
Ur c'hoari backgammon, ennañ un tablez,
daou re 15 jedouer, daou rumm diñsoù,
un diñs doublañ ha daou gorned

Embanner : domani foran

Doare : C'hoari tablez
C'hoari redadeg
C'hoari diñsoù

Niver a dud : 2
Oad : adalek 6 vloaz
Amzer staliañ : berroc'h eget 1 mn
Padelezh : 5 - 60 mn
Perzh ar chañs : krenn (diñsoù)
Barregezhioù : strategiezh,
kadouriezh,
jedoniezh,
tebegouriezh

Kampionad ar bed 2016
Gwazed : Jörgen Granstedt Banniel Sveden Sveden
Maouezed : Cecilia Sparke
Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz

Unan eus ar c'hoarioù stroll koshañ evit daou zen eo ar backgammon (distaget /'bæk,gæmən/ pe /bæk'gæmən/ e saozneg).
Hervez disoc'h bannadennoù diñsoù e vez c'hoariet, ha trec'h eo an den kentañ a zeu a-benn da dennañ e holl jedoueroù a-ziwar an tablez. Un ezel kozh eus familh koshoc'h c'hoazh ar c'hoarioù tablez eo ar backgammon.

Daoust da berzh ar chañs e red hag e disoc'h un taol ez eo pouezusoc'h hini ar strategiezh war hirdemen[1]. Da bep bannadenn an diñsoù e rank pep den diuzañ a-douez meur a zibab evit dilec'hiañ e jedoueroù ha rakjediñ enepfiñvoù a-berzh an den arall.
Bez' ez eus eus ul listennad eus ar c'haderezhioù hag an degouezhioù a c'hoarvez an aliesañ.

Evel an echedoù ez eo bet studiet-pizh ar backgammon gant ar stlennegourion, ha da zisoc'h o enklaskoù ez eus bet embannet meziantoù galloudusoc'h-galloudusañ, betek bout trec'h war gwellañ c'hoarierion ar bed.

Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur ger saoznek eo backgammon, testeniekaet abaoe 1640.

  • Back "kil" eo elfenn gentañ ar ger, abalamour ma rank lod jedoueroù kilañ a-wechoù ; eus ar c'hrennsaozneg gamen, en deus roet game "c'hoari" e teu eil elfenn backgammon.
  • Tables "taolioù" (ar pezhioù-arrebeuri, kar d'ar brezhoneg "tablez" a-hend-all) e oa anv ar c'hoari eus an XIIIvet kantved betek ar XVIIvet kantved.[2]
  • Kement ha "trec'h er c'hoari backgammon" e talvez an anv-kadarn ivez, pa vez tric'hementet an niver a boentoù pergen. En hevelep degouezh ec'h implijer ar verb to backgammon, "bout trec'h dre dric'hementiñ an niver a boentoù er c'hoari backgammon".[2]

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ludus duodecim scriptorum
IIvet kantved, Afrodisias
Shuāng liù
War-dro an Xvet kantved
Sugoroku
War-dro 1650
Brädspel ("c'hoari tablez") bet kavet el lestr svedat Vasa a reas peñse e 1628

E lec'hienn hengêr bersan Shahr-e Sukhteh (شهر سوخته, "Ar Geoded Devet") en Iran ez eus bet kavet ur c'hoari backgammon ken kozh ha 3 000 bloavezh : un tablez kinklet gant skant naeron, kevret gant daou ziñs ha 60 jedouer ; 100 pe 200 vloaz koshoc'h eget ar c'hoarioù a zo bet kavet en hengêr Ur (Mezopotamia) eo neuze.[3],[4]
En India e kaver ar meneg kentañ eus ar c'hoari, er skrid Vairāgya śatakam "Ar c'hant gwerzenn war divoud an dizalc'h" bet aozet e dibenn ar VIvet kantved pe e deroù ar VIIvet kantved gant ar barzh Bhartrihari Bhartrihari[5], ar pezh a glot gant arver an diñsoù, a veze diouzh ar c'hiz en hen India. En ur skrid krennbersek avat e kaver ar meneg kentañ eus reolennoù ar c'hoari : e Wizārišn čatrang ud Nihišn Nēw-Ardaxšīr ("Danevell an echedoù hag an tablez roueel")[6], a voe aozet er VIvet kantved, e lenner penaos e vije bet ijinet ar backgammon gant ar fur persan Bozorgmehr, a oa pennkuzulier ar roue Kosroes Iañ. Hervez ar vojenn e kasas ar roue indian Dewisarm e bennkuzulier Taksritos da Bersia gant ur c'hoari echedoù hag ul lizher hag a c'hourc'hemenne d'ar roue persan kompren poell ar c'hoari. Tri devezh-pad e klaskas ar roue hag e lez hep dont a-benn, betek ma voe diskoulmet ar gudenn gant Bozorgmehr. Evit respont da zael ar roue indian ec'h ijinas ar pennkuzulier persan ar c'hoari nard – hendad ar backgammon – ha dic'houest e voe an Indianed da zirouestlañ poell ar c'hoari nevez[7] Er Shahnameh, ur skrid persek eus an XIvet kantved, ec'h adkaver an hevelep mojenn istorel.[8]. Hiziv c'hoazh ez eo an nard doare persan ar backgammon ; disheñvel avat eo digor ha pal ar c'hoari[9]. Er Reter-nesañ a-bezh e kaver c'hoarioù backgammon er c'hafedioù.

En Henroma e oa meur a c'hoari damheñvel ouzh ar backgammon.

  • Ludus duodecim scriptorum, "c'hoari an daouzek merk", a veze c'hoariet war un tablez warnañ teir renkad daouzet merk.
  • Un deverad dioutañ e voe ar c'hoari tabula, bet ijinet gant ur soudard gresian anvet Alea, hervez Isodoros a Sevilla (~560-636)[10],[11] Pevarzek poent a oa war an tablez, ha pal ar c'hoari e oa bout an den kentañ o lemel e jedoueroù a-ziwar an tabula dre vannañ tri diñs.

E Sina an hevelep mare e oa ur c'hoari damheñvel, anvet 双陆 shuāng liù "div wech c'hwec'h" (daou ziñs), a voe dilezet tamm-ha-tamm da c'hoari 象棋 xiàng qí, an echedoù sinaat.
Er VIvet kantved e veajas shuāng liù betek Japan, ma voe anvet すごろく sugoroku "div wech c'hwec'h" (daou ziñs) ivez. Dre ma veze lakaet moneiz e klaoustre e voe berzet ar c'hoari meur a wech, setu e lakaas an dud o arc'hant er c'hoari 丁半chō-han a veze c'hoariet gant daou ziñs ivez. Adal an XIIIvet kantved avat e kuitaas ar c'hoari 囲碁 go palezioù ar vrientinien da vont gant ar werin.

E Bro-C'hall e voe hendadoù kentañ ar backgammon, ar jeux de tables ("c'hoarioù tablez"), e-kerzh an XIvet kantved. E 1254 ec'h embannas ar roue Loeiz IX un dekred a verze ar c'hoarioù-se, an trictrac dreist-holl.[8][12]

En XIIvet kantved e veze c'hoariet en Alamagn, hag er c'hantved war-lerc'h e voe en Island. E 1283 e voe embannet e Spagn al Libro de los juegos "Levr ar c'hoarioù", anvet ivez Libro de axedrez, dados e tablas "Levr echedoù, diñsoù ha tablezioù", bet skrivet diwar c'hourc'hemenn ar roue Alfonso X Kastilha, Galiza ha León[13],[14].

Er XVIIvet kantved e oa erru ar c'hoari e Sveden. Alies en e weler war taolennoù livourion ar mare : Pieter Brueghel gozh (~1525-1569), Michelangelo Merisi da Caravaggio (1571-1610) ha Jan Steen (1625/1626-1679), a-douez reoù arall.

En hevelep mare ivez e voe berzet ar c'hoari tables e Bro-Saoz hag en Iwerzhon dindan ren Elizabeth Iañ Bro-Saoz (1533-1603, ren 1558-1603), dre lezennoù ar rouantelezh ha re an Iliz. En XVIIIvet kantved avat e reas berzh e-touez ar c'hloer saoz.[8]

E 1743 ec'h embannas ar skrivagner saoz Edmond Hoyle (1672-1769) A Short Treatise on the Game of Back-Gammon "Ur Pleustrad Berr a-zivout ar C'hoari Backgammon", a zeskrive reolennoù ha strategiezh ar c'hoari[15].

E Stadoù-Unanet Amerika e veze c'hoariet backgammon evit gounit arc'hant. Er bloavezhioù 1920 e voe degaset un dra nevez d'ar c'hoari e New York : an diñs doublañ ar skodenn. Ret e voe d'ar c'hoarierion neuze, ouzhpenn dibab ar fiñvadenn wellañ, brasjediñ tebegezh galloud trec'hiñ o dibab[16] An dug meur Dmitriy Pavlovitch a Rusia (1891-1941) eo a ijinas an diñs nevez-se.[17].

Rikoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Un tablez, a vez kinniget alies a stumm ur valizennig a zigorer kent he lakaat a-blaen, ennañ daou gombodad daouzek bir.
  • Daou rumm 15 jedouer ; diheñvel diouzh hini egile eo liv pep rumm, ruz ha du alies.
  • Daou rumm diñsoù boutin (6 tal niverennet ag 1 da 6), ur rumm da bep den.
  • Un diñs doublañ, warnañ an niveroù 2, 4, 8, 16, 32 ha 64.
  • Ur c'horned, ma rank pep den meskañ an diñsoù teir gwech da nebeutañ kent o bannañ.

Daou zen zo ret evit c'hoari un taol backgammon.

Reolennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liesdoare eo reolennoù ar backgammon, gant nebeut a gemm etrezo avat.

Dav eo da bep den lemel e holl jedoueroù a-ziwar an tablez kent ma vije graet heñvel gant an den all.
Un doare resis zo da lakaat ar jedoueroù war an tablez kent kregiñ da c'hoari. Termenet eo an tu ma redont war an tablez, ha diouzh disoc'h bannadennoù an diñsoù e reont. E-kerzh o hent war-du an ezkerzh e c'hall jedoueroù un den bout stanket pe foetet gant re an den all.
Dre m'eo berr amzer c'hoari pep den, hag a-benn digreskiñ lodenn ar chañs, e vez c'hoariet a-grogadoù alies, ha trec'h e vez disklêriet an den en deus dastumet ar muiañ a boentoù dreist 3 e-lec'h gortoz ma vije bet lamet an holl jedoueroù diouzh un tu. Meur a grogad a vez ret evit tizhout ar gont.
Gallout a ra pep den goulenn pe nac'hañ ma vije doublet pe zoken pevarc'hementet poentoù-diazez an trec'h ; daou efed zo da gement-se : kresket e vez lodenn ar strategiezh hag ar bredadur, digresket e vez padelezh pep krogad, rak koll e vezer raktal goude bout nac'het ur goulenn.

Staliadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Digor ar c'hoari
Gant notennadur fiñvoù ar re zu
e klot an niveradur

War bep tu d'an tablez ez eus 12 tric'horn anvet "biroù", "kombodoù", "poentoù" ; daoust d'ar speurenn a zo e-kreiz an tablez e c'haller lakaat ar jedoueroù da dremen eus an eil tu d'egile : ur redva stummet evel un houarn-marc'h 24 bir e hirder eo an tablez neuze. Eus 1 da 24 eo niverennet ar biroù evit pep den, niverenn 1 an eil o vout niverenn 24 egile.
Ar staliadur boutinañ evit pep den eo lakaat daou jedouer war e vir 24 foent, pemp jedouer war e vir 13 poent, tri jedouer war e vir 8 poent ha pemp all war e vir 6 poent.

Anvioù ar poentoù[18]
1 betek 6 7 betek 12 7 13
Saozneg Home board
Inner board
Outer board Bar point Midpoint
Brezhoneg
(kinnigoù)
"Diabarzh" "Diavaez" "Poent ar speurenn" "Poent kreiz"

War ar speurenn e lakaer an diñs doublañ, gant e du 64 war ziskouez : "kreizet war 1" emañ neuze.

Fiñvoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hent fiñvoù ar re ruz hag ar re zu
adal digor ar c'hoari

E deroù ar c'hrogad e vann pep den un diñs en doare ma kouezhfe a-blad war tu dehoù an tablez, hep stekiñ ouzh jedouer ebet.
An disoc'h uhelañ a ro aotre d'an den da zilec'hiañ jedoueroù hervez disoc'h an daou ziñs a zo bet bannet. Mard eus rampo e rank an daou zen advannañ an diñsoù, rak berzet eo kregiñ dre un doubl.
Pep hini d'e dro e c'hoari an daou zen neuze, dre vannañ e daou ziñs. Gin-ouzh-gin e fiñv ar jedoueroù, eus ar poent 24 war-du ar poent 1.[18]

Mar gall e rank pep den dilec'hiañ e jedoueroù diouzh disoc'h ar vannadenn. Da skouer : mard eo 6 ha 3 an niveroù diskouezet gant an diñsoù (notennet 6-3) e rank an den kas ur jedouer 6 poent war-raok, hag ur jedouer 3 foent war-raok ; aotreet eo ober gant ur jedouer hepken, a vo kaset 9 foent war-raok neuze, gant ma vo rannet an eil tro diouzh egile : 6 da gentañ ha 3 da c'houde, pe 3 da gentañ ha 6 da c'houde.
Mar bann un doubl, da lavaret eo an hevelep niver war pep diñs, e rank an den c'hoari pep diñs div wech ; da skouer : mard eo 5-5 ar vannadenn e rank an den kas 4 jedouer, pe nebeutoc'h, 5 poent war-raok.
Mar gall un den kas e jedoueroù diouzh disoc'h ar vannadenn e rank en ober ; mar ne c'hall c'hoari hini ebet eus disoc'hoù an diñsoù ez eo tro an den all da c'hoari. Mar galler c'hoari diouzh disoc'h un diñs hepken ha n'eo ket diouzh hini ar rumm e ranker c'hoari an niver uhelañ : da skouer, mar banner 6-3 ha mar ne c'haller c'hoari nemet 6 pe 3 e ranker c'hoari 6 ; mar ne c'haller ket c'hoari 6 e ranker c'hoari 3, mard eo dic'hallus en ober e chomer hep c'hoari.
Difennet groñs eo en em zibabfe un den evit chom hep c'hoari gant an daou ziñs ; pa c'haller c'hoari an daou e ranker ober. Da skouer : diwar 6-3 ne c'haller ket c'hoari 3 gant ur jedouer war-eeun, met gallus eo en ober goude bout c'hoariet 6 gant ur jedouer all : ret eo ober neuze.

Saotroù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Video :
fiñvoù, saotroù, doublañ, ezkerzh

War e hent war-du an ezkerzh e c'hall jedouer un den erruout war ur bir diac'hub, pe ac'hubet gant jedoueroù a-liv gantañ. Arabat eo ec'h errufe ur jedouer war ur bir ac'hubet gant muioc'h eget 1 jedouer enebour ; ne vez morse daou liv war ur bir eta.[18]
Bez' e c'hall avat erruout war ur bir a zo ac'hubet gant 1 jedouer enebour, a anver ur "saotr" (blot e saozneg). "Foetet" eo ar jedouer-se neuze, tennet a-ziwar ar bir ha lakaet war ar speurenn a zo e-kreiz an tablez.[18]
Goude bout bet foetet ha lakaet war ar speurenn e tistro ar jedoueroù war an tablez dre an tu diabarzh enebour, diouzh tennadennoù diñsoù : dre 1 e tistro ar jedouer war bir 24 an tu arall, dre 2 ez a war ar ar bir 23, hag evel-se betek 6 en e gas d'ar bir 19 — hep disoñjal, ne c'hallo ket ac'hubiñ ur poent ac'hubet gant jedoueroù enebour. Evel-just, mard eus ur saotr war ar ar bir e vo foetet ha lakaet war ar speurenn d'e dro.
Meur a jedouer a c'hall en em gavout war ar speurenn neuze, ha ne c'hall ket an den dilec'hiañ jedoueroù keit ha m'en deus lod war ar speurenn.[18]
Mard emañ "serr" (closed e saozneg) tachenn diabarzh an eil den, da lavaret eo mard eus da nebeutañ daou jedouer war pep unan eus ar 6 bir anezhi, ne c'hall ket egile adlakaat e jedouaeroù foetet er c'hoari a-ziwar ar speurenn, ha ret eo dezhañ paouez da c'hoari keit ha ma ne vo ket un digor er biroù enebour, dieub pe ac'hubet gant 1 jedouer hepken neuze. E-keit-se e c'hall ar jedoueroù enebour beajiñ war-du an ezkerzh.

Ezkerzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa 'z eo deuet un den a-benn da lakaat e holl jedoueroù en e ziabarzh e c'hall kregiñ d'o lemel a-ziwar an tablez.
Ur vanadenn 1 a ro aotre da lemel ur jedouer a-ziwar ar bir 1, un 2 a skarzho ar bir 2, ha kement zo. Bez' e c'haller ivez lakaat ur jedouer da gilañ e-lec'h goullonderiñ ur bir. Ne c'haller ket avat implijout niver n ur vannadenn evit skarzhañ ur bir n-1, nemet ha goullo e vije ar biroù brasoc'h o niverenn.[18]. Da skouer : mar banner 6-5 pa vez goullo ar bir 6 tra ma chom 2 jedouer war ar bir 5 e ranker implijout ar 6 hag ar 5 da lemel an daou jedouer a-ziwar ar bir 5.
Pa skarzher an diabarzh e c'haller ivez fiñval diouzh ar vannadenn izelañ kent ober gant an hini uhelañ, zoken mar ne reer ket gant talvoudegezh leun ar vannadenn uhelañ ; da skouer : 1 jedouer a chom war ar bir 6, ha 6-1 eo ar vannadenn ; gallout a reer dilec'hiañ ar jedouer 6 d'ar bir 5 hervez disoc'h 1 ar vannadenn, ha goude-se lemel ar jedouer-se a-ziwar ar bir 5 dre ober gant ar vannadenn 6. Un taol kadouriezh e c'hall bout a-wechoù.

Pa n'eus bet lamet jedouer ebet gant un den e-keit ha m'eo bet lamet e 15 re gant an den arall ez eus bet kollet ur gammon (ur c'hoari) a gont div wech kement hag ur c'holl boutin. Ouzhpenn da se, mar chom jedoueroù gant ar c'holler war ar speurenn pe war dachenn diabarzh an den arall ez eus bet kollet ur backgammon, da lavaret eo teir gwech kement hag ur c'holl boutin.[18]

Diñs doublañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un diñs doublañ

Un diñs doublañ zo bet degaset er c'hoari a-benn buanaat ar c'hrogadoù ha degas un tamm strategiezh.
Kent bannañ e rumm diñsoù e c'hall un den goulenn ma vije doublet ar skodenn. Daou zibab a chom d'an den arall neuze : asantiñ, pe dilezel ar c'hrogad. Mard asant e lakaer an diñs doublañ diouzh e du, gant an 2 war ziskouez, hag eñ hepken a c'hallo kinnig doublañ ar skodenn a-nevez. Mar nac'h e koll kement ha talvoudegezh ar skodenn kent ar c'hinnig (mard eo 4, hag 8 zo bet kinniget, 4 e vo ar c'holl, da lavaret eo peder gwech talvoudegezh ar skodenn orin).[18]

Dibaot a wech ez eer dreist liskementiñ dre 4, met evel-just e c'haller pignat betek 64, ha c'hoazh betek 128, 256, 512... N'eus harz ebet e gwirionez.
Daou zoare da ober gant an diñs doublañ a vez lakaet e pleustr alies, pa c'hoarier a-benn gounez moneiz, petra bennak ma n'emaint ket e reolennoù ofisiel ar backgammon : beaver ("avank") ha racoon ("rakoun").

  • Beaver : gallout a ra un den addoublañ diouzhtu ha mirout an diñs doublañ pa ginnig an den arall doublañ adarre ; dre 4 e-lec'h 2 e vez lieskementet ar skodenn neuze.
  • Racoon : kinnig doublañ a ra un den, asantiñ a ra an den arall hag ober beaver raktal, ha raktal ivez e toubl an den kentañ en ur lezel an diñs doublañ d'an den enebour ; dre 8 e vez lieskementet ar skodenn diouzhtu neuze, ar pezh a gresk riskloù an doublañ.

Strategiezh ha kadouriezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un nor e Bakou, Azerbaidjan

Bez' ez eus eus damkaniezh an digoradurioù evit ar backgammon, n'eo ket ken klok ha hini an echedoù avat rak buan e kresk gwezennad ar gallusterioù en abeg da niver ar bannadennoù diñsoù ha da hini ar fiñvoù a c'haller ober bewech. A-drugarez d'ar stlenneg ez eo bet gwellaet an damkaniezh, hogen buan ec'h erruer e kalon ur c'hrogad. Goude an digoradur ez eur boaz da c'hoari gant strategiezhoù anavezet mat, en ur dremen eus an eil d'eben a-benn azasaat an dibaboù ouzh red ar c'hrogad.

Ar strategiezh eeunañ eo klask chom hep bout foetet, stanket pe zalc'het e-maez ar c'hoari. Unan all, a zo paot a-walc'h, eo kas ur redadeg : fiñval ar buanañ ar gwellañ war-du an ezkerzh, ha seul vuioc'h a lañs, seul spletusoc'h ar redadeg.[19]
Un doare all eo delc'her da vestroniañ unan eus ar biroù enebour, a anver un "eor" neuze (anchor e saozneg). Diwar an eor-se e c'haller foetañ ar saotroù enebour, pe lakaat jedoueroù an eor da dec'hel en ur redadeg dre vannañ doubloù.[19]

"Stankañ" a c'haller ober ivez, da lavaret eo sevel ur vogerenn jedoueroù war ur steudad biroù a-benn mirout ouzh ar re enebour ag he distremen : ne c'hall ket ur jedouer stanket a-dreñv ur voger astennet war 6 bir he distremen kent na vefe torret.[19]
Pelloc'h e c'haller mont avat, dre c'holeiñ an tu diabarzh enebour ker buan ha ma c'haller en ur zelc'her jedouroù an den arall war ar speurenn. Alies e c'hounezer ur gammon en doare-se, pa ne c'hall ket ar jedoueroù enebour kuitaat ar speurenn pe mont er-maez.[18]

Ur strategiezh arall eo sevel ur vogerenn en tu diabarzh ha, war an dro, lakaat eorioù en diabarzh enebour : stanket eo ar jedoueroù enebour, hag aesoc'h eo o foetañ. "Kilc'hoari" (backgame) a reer eus kement-se ; n'a ket en-dro gwall alies pa vez implijet adalek deroù ur c'hrogad, gwelloc'h eo e arverañ pa ranker en em dennañ eus ur pleg fall.

"Eiladiñ" a c'haller ober ivez, da lavaret eo lec'hiañ ar jedoueroù en doare ma rank an enebour tennañ an hevelep niveroù gant an diñsoù a-benn tizhout e bal. Da skouer : lec'hiañ pep saotr a-benn rediañ an enebour da dennañ un 2 evit foetañ hini pe hini, ar pezh a zigresk ar gallusted da vout foetet aliesoc'h eget ur wech[18] Un astenn d'an eiladiñ eo an "diseurteladur", pa redier an enebour da dennañ meur a niver.[19]

A-hed pep krogad e rank pep c'hoarier delc'her kont eus ar poentoù a zo rekis evit lemel ar jedoueroù a-ziwar an tablez. Diwar ar gont-se e c'haller gouzout piv zo gouest da c'hounez, ha neuze divizout ha spletus eo doublañ, distreiñ d'an diabarzh, kregiñ da lemel ar jedoueroù.[19]

Kevezadegoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel forzh pe sport (an echedoù hag ar go en o zouez) ez eus kleuboù backgammon er bed a-bezh, a zo bodet e kevreadoù gant ar pal aozañ kevezadegoù rannvroel, broadel hag etrebroadel. C'hoarierion a-vicher zo.

Abaoe 1967 e vez aozet Kampionad ar Bed bep bloaz (n'eus ket bet e 1970).
E Las Vegas e voe aozet betek 1974, er Bahamas evit ar Stadoù-Unanet hag e Monte Carlu evit Europiz eus 1975 betek 1978 ; abaoe 1979 e vez dalc'het e Monte Carlu hepken.

Teir maouez a voe trec'h etre 1967 ha 2007 ; adalek 2008 e voe daou gampionad, unan evit ar wazed hag unan evit ar maouezed.

Bloaz Kampion(ez) Broadelezh Kampionez Lec'h
1967 Tim Holland Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet Las Vegas
1968
1969 Alice Topping
1970 kampionad ebet
1971 Tim Holland Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet Las Vegas
1972 Oswald Jacoby
1973 Carol Crawford
1974 Claude Beer
1975 Billy Eisenberg Bahamas
1976 Baron Vernon Ball
1976 Joe Dwek Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet Monte Carlu
1977 Ken Goodman Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet Bahamas
1977 Jean-Noël Grinda Frañs Frañs Monte Carlu
1978 Paul Magriel Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet Bahamas
1978 Richard de Surmont Frañs Frañs Monte Carlu
1979 Luigi Villa  Italia Monte Carlu
1980 Walter Coratella Banniel Mec'hiko Mec'hiko
1981 Lee Genud Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
1982 Jacques Michel Suis Suis
1983 Bill Robertie Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
1984 Mike Svobodny
1985 Charles-Henri Sabet  Italia
1986 Clement Palacci
1987 Bill Robertie Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
1988 Phillip Marmorstein Alamagn Alamagn
1989 Joe Russell Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
1990 Hal Heinrich Banniel Kanada Kanada
1991 Michael Meyburg Alamagn Alamagn
1992 Ion Ressu Banniel Roumania Roumania
1993 Peter Jes Thomsen Banniel Danmark Danmark
1994 Frank Frigo Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
1995 David Ben-Zion Banniel Israel Israel
1996 David Nahmad Banniel Israel Israel
1997 Jerry Grandell Banniel Sveden Sveden
1998 Michael Meyburg Alamagn Alamagn
1999 Jörgen Granstedt Banniel Sveden Sveden
2000 Katie Scalamandre Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
2001 Jörgen Granstedt Banniel Sveden Sveden
2002 Mads Andersen Banniel Danmark Danmark
2003 Jon Kristian Røyset Banniel Norvegia Norvegia
2004 Peter Hallberg Banniel Danmark Danmark
2005 Dennis Carlston Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
2006 Philip Vischjager Izelvroioù Izelvroioù
2007 Jorge Pan Banniel Arc'hantina Arc'hantina
2008 Lars Trabolt Banniel Danmark Danmark Scarlett Serrero
2009 Masayuki Mochizuki Banniel Japan Japan Sara Utku
2010 Lars Bentzon Banniel Danmark Danmark Zoe Cunningham
2011 Takumitsu Suzuki Banniel Japan Japan Lynn Ehrlich
2012 Nevzat Dogan Banniel Danmark Danmark Laura Monaco
2013 Vyacheslav Pryadkin Banniel Ukraina Ukraina
2014 Akiko Yazawa Banniel Japan Japan
2015 Ali Cihangir Çetinel Banniel Turkia Turkia
2016 Jörgen Granstedt Banniel Sveden Sveden Cecilia Sparke Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz

Urzhiataerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abred-tre e voe dedennet skiantourien an urzhiataerezh gant ar backgammon hag e gedaozadoù niverus.
D'ar 15 a viz Gouere 1979, e Monte Carlu, e voe trec'het kampion nevez ar bed, Luigi Villa, gant ar meziant BKG 9.8 a oa bet savet gant Hans Berliner eus Carnegie-Mellon University e Pittsburgh.
Mat e voe c'hoari ar meziant, gwelloc'h avat e voe hini an den, met BKG 9.8 a c'hounezas dre 7 ouzh 1 en abeg da elfennoù chañs niverusoc'h[20].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Backgammon Luck Vs. Backgammon Skill, Backgammon.org (en)
  2. 2,0 ha2,1 OnLine Etymology Dictionary
  3. World's Oldest Backgammon Discovered In Burnt City, Payvand News, 04/12/2004 (en)
  4. Ulrich Schädler & Anne-Elizabeth Dunn-Vaturi, Board games in pre-Islamic Persia, Encyclopedia Iranica (en)
  5. Bhartrihari Bhartrihari (troidigezh 1916), Vairāgya śatakam, or the Hundred Verses on Renunciation, Nabu Press, 2010, ISBN 978-1-149-57600-7 (en)
  6. Troet e saozneg gant C. J. Brunner (1978), The Middle Persian Explanation of Chess and Invention of Backgammon, en The Journal of Ancient Near Eastern Society of Columbia University, levrenn 10, pp. 45-53 (en)
  7. Touraj Daryaee (2006), er pennad Backgammon en Medieval Islamic Civilization: An Encyclopedia, Routledge, ISBN 0415966906 (en)
  8. 8,0 8,1 ha8,2 Harold James Ruthven Murray (1952), A History of Board-Games Other than Chess, Hacker Art Books, 1978, ISBN 978-0-87817-211-5 (en)
  9. Pouya Alimagham (2006), Double six – Backgammon... more than a game, Iranian.com (en)
  10. Isodoros a Sevilla, Etymologiae (en) (rakskrid) (la) (skrid
  11. Tabula : Levr XVIII, "De bello et ludis", §60 (la)
  12. Meredith Parsons Lillich (1983), The Tric-Trac Window of Le Mans, The Art Bulletin (en)
  13. Libro de ajedrez, dados y tablas (es)
  14. Museo de los juegos (es)
  15. Edmond Hoyle (1743), A Short Treatise on the Game of Back-Gammon, Gale Ecco (2010), ISBN 978-1-140-65146-8 (en)
  16. Bill Robertie (2000), 501 Essential Backgammon Problems, Cardoza, ISBN 978-1-58042-019-8 (en)
  17. Gammonlife (en)
  18. 18,00 18,01 18,02 18,03 18,04 18,05 18,06 18,07 18,08 ha18,09 Bill Robertie, Backgammon for Winners (2002), Cardoza, ISBN 978-1-58042-043-3 (en)
  19. 19,0 19,1 19,2 19,3 ha19,4 Paul D. Magriel Jr. (1976), Backgammon, Quadrangle/The New York Times (2004), ISBN 978-0-8129-0615-8 (en)
  20. (en) Hans Berliner, Backgammon Program Beats World Champ, ACM SIGART Bulletin #69, Genver 1980, Backgammon Galore!.


Deskiñ backgammon[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kentel c'hallek : Apprendre le backgammon, Marie-Line Hillairet (2013), ISBN 978-1-4723-3413-8 (fr)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eus kleub backgammon ebet e Breizh.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.