Alfonso X Kastilha

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Alfonso X Kastilha, lesanvet el Sabio (ar Fur) (Toledo, 1221 – Sevilla, 1284), a voe roue Kastilha ha León entre 1252 ha 1284, ha Roue ar Romaned (1257-1273). Brudet e oa e zeskadurezh. Krouiñ a reas Skol Troourien Toledo. Sevel a reas Las Siete Partidas, dastumad lezennoù, levrioù echedouriezh, ha barzhonegoù e galizeg anvet Cantigas de Santa Maria.