Kaozeal:Backgammon

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Liammoù diabarzh[kemmañ ar vammenn]

Drochat arguzenn: https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Backgammon&diff=1566501&oldid=1566419. Neuze, ma klasker al livourien, eo buanoc'h adskrivañ an anv er c'horn klask! brav! Koulz sevel pennadoù diliamm penn da benn. Hag arabat klask netra er wikipedia. Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 Ebr 2014 da 07:20 (UTC)[respont]

Ma m'eus ur soñj mat, an ali roet gant ar Wiki e saozneg a zo ober ul liamm pa vez menneget an anv evit ar wezh-kentañ ha chom hep lakaat ul liamm pa vez menneget war-lerc'h e korf ur pennad. Nemet n'emañ ket hervezo ur skeudenn e korf ur pennad neuze ez eo gwelloc'h adlakaat ul liamm pa vez menneget un anv dindan ur skeudenn.Lekemok (kaozeal) 14 Ebr 2014 da 14:29 (UTC)[respont]
Ma ne gaver ket al liamm dindan ar skeudenn da dizhout anv an oberour ne reer nemet lakaat skoilh d'ar c'hlask. Anat din. Goude (met ur gaoz all eo), e pennadoù hir, e kavan reizh adlakaat al liamm bep an amzer. Ne gomprenan ket e vefe kollet amzer gant traoù ken anat abaoe bloavezhioù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 Ebr 2014 da 14:35 (UTC)[respont]
Diouzh a ouzon emañ an traoù er Wikipedia-où all evel m'eo bet displeget uheloc'hik gant Lekemok. Pa seller ouzh ar pennad saoznek en:Backgammon e c'haller gwelet ur skeudenn eus ur c'hoari "Brädspel" kavet el lestr Vasa, gant ul liamm evit anv al lestr-se, koulz dindan ar skeudenn hag er rannbennad e-kichen. Heñvel an traoù er pennad fr:Backgammon a veneg fr:Libro de los juegos, gant ul liamm div wech, dindan ur skeudenn koulz hag er rannbennad a-gleiz dezhañ. Ne vefe ket pec'hed ober heñvel er Wikipedia brezhonek. --Llydawr (kaozeal) 14 Ebr 2014 da 15:59 (UTC)[respont]

Ma, neuze e vo adlakaet al liammoù tennet? Bianchi-Bihan (kaozeal) 14 Ebr 2014 da 16:04 (UTC)[respont]

Un tamm~ig er-maez eus ar sujed, ne welan ket mat-tre talvoudegezh cheñchamant diwezhañ Prieladkozh en deus erlec'hiet kemet a ez evel rannig verb a oa er pennad gant ur stumm rannyezhel all (e hini moarvat) ec'h. Perak ez (pe ec'h) eo gwelloc'h lakaat ec'h neuze ? Lekemok (kaozeal) 14 Ebr 2014 da 14:29 (UTC)[respont]

Demat deoc'h ivez, Diwar La grammaire bretonne pour tous gant Eugène Chalm (poellgor skridaozañ dindan renerezh Divi Kervella) ; it da lenn ar poent 1.2. La particule e er bajenn D-80. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 14 Ebr 2014 da 14:51 (UTC)[respont]
An daou zoare a zo. Yezhadur Bras ar Brezhoneg (Kervella) a lavar: "ec'h" dirak ur vogalenn (met "ez" dirak ar verboù "en devout", "bezañ" ha "mont") (p.227), Geriadur Brezhoneg an Here a lavar (p.410): "ez" dirak ar vogalennoù (…) hag "e" dirak ar vogalennoù a-wechoù". Evit a sell La grammaire bretonne pour tous (Chalm) eo ret lenn betek ar penn, pa'z eo skrivet "…on peut également mettre "ez" devant toutes les voyelles: "ez ev, ez azezont"… Il s'agit là d'un emploi classique" (p.80).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 14 Ebr 2014 da 15:03 (UTC)[respont]
Re wir ha sed amañ da-heul testenn glok ar bajenn 227 :
Stumm gwirion ar rannig-se a zo EZ pe EC'H ; ha kavet e vezont c'hoazh dirak ar vogalennoù : EZ dalc'hmat dirak ar verboù en devout, bezañ ha mont : ez eus, ez on, ez afen ; EC'H dirak ar verboù all : ec'h ev, ec'h anavez...
Ret eo din anzav em eus muioc'h a fiziañs er pezh a oa bet skrivet e...1947.--Prieladkozh (kaozeal) 14 Ebr 2014 da 15:26 (UTC)[respont]