Mont d’an endalc’had

Uviéu

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Oviedo)
Uviéu
kuzul Asturiez
Rann eusjudicial district of Oviedo Kemmañ
Anv ofisielOviedo Kemmañ
Anv er yezh a orinOviedo, Uviéu Kemmañ
Anv annezidiovetense, uvieín, uvieína, uvieíno, Ovetense Kemmañ
StadSpagn Kemmañ
Kêr-bennOviedo City Kemmañ
E tiriadProviñs Asturiez Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC+01:00 Kemmañ
Daveennoù douaroniel43°21′45″N 5°51′1″W Kemmañ
Post dalc'het gant penn ar gouarnamantMayor of Oviedo Kemmañ
Penn an aotrouniezhAlfredo Canteli Kemmañ
Perc'henn warEstadio Carlos Tartiere, Palacio Municipal de Deportes de Oviedo Kemmañ
Erlec'hiañ a raQ74248625 Kemmañ
Darvoud-alc'hwezSiege of Oviedo Kemmañ
Kod-post33001–33013 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.oviedo.es/ Kemmañ
Banniel (deskrivadur)flag of Oviedo Kemmañ
Ardamezioùcoat of arms of Oviedo Kemmañ
Kod plakenn varilhO Kemmañ
Category for the view of the itemCategory:Views of Oviedo Kemmañ
Map

Uviéu ([uˈβjew]) / Uvieo en astureg, Oviedo e spagnoleg, eo kêr-benn Priñselezh Asturies e Bro-Spagn.

Kalon douaroniel, politikel, melestradurel, skolveuriek ha relijiel ar Briñselezh eo.

Lec'hanvadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Uviéu hag Uvieo eo anvioù asturek kêr[1], hag Oviedo eo an anv spagnolek ; Oviedo / Uviéu eo an anv ofisiel abaoe miz Meurzh 2019.

Meur a stumm a oa d'an anv da vare Rouantelezh Asturies (718-725) : Oveto a lenner en dornskrid Pacto monástico de San Vicente en VIIIvet kantved, an dornskrid koshañ a zo deuet eus Rouantelezh Asturies betek ennomp ; Ovetdao a gaver e testamant ar roue Alfonso II Asturies d'ar 16 a viz Du 812[2] ; Ovetdao hag Ovetao eo en dornskrid latin Chronicon Albeldense echuet e 976.

Den ne oar hep mar a-zivout orin an anv. Ur wrizienn gelt diwar *ob-, *op-, "skav-gwrac'h" zo bet lakaet dezhañ, koulz hag unan euskarek[3]. Lod gouizieien a gave diaes e vefe e "Spagn" un anv-lec'h na vije ket latin ; setu ez eus bet kinniget Urbs Vetus "Kêr Gozh", met ne zere ket rak benel eo urbs ha nepreizh eo vetus : ken dic'hallus eo *ciudá vieyu en astureg, *ciudad viejo e spagnoleg ha *kêr kozh e brezhoneg[4] ; un anv latin all zo bet lakaet war an daol : Ovisetum, "lec'h ma paot an deñved", ar pezh a zo iskis a-walc'h. Klasket ez eus bet stagañ Oviedo ouzh al latin Iove, an doue Yaou, pa c'hellje bezañ bet eno un azeuldi dezhañ[4]. Al latin Albtetum, "arwenn" zo bet kinniget ivez en abeg ma vije bet gwenn an dorgenn ma voe diazezet kêr[4]. Alvietum, "lec'h ma'z eus kalz richerioù", zo bet un anv latin all. Hini ebet eus ar c'hinnigoù-se n'en deus gounezet kenasant[5].

  • Sturienn : Muy noble, muy leal, benemérita, invicta, heroica y buena ("Hael-tre, leal-tre, dellezek, didrec'het, harozek ha madelezhus").

Diazezet e voe Uviéu er bloaz 761 gant ur beleg katolik anvet Máximo, a-gevret gant e niz Fromestano, pa lakajont sevel in iliz nepell diouzh an drevadenn henroman anvet Lucus Asturum. Da vanati e troas an iliz, ha da gêr ent-ofisiel d'ar 25 a viz Du 781 hervez an dornskrid Pacto monástico de San Vicente bet meneget amañ a-us[6].

Diwezhatoc'h, d'ur bloaz dianav, ec'h eas ar roue Fruela I Asturies (ren : 757-768) d'al lec'h, ma lakaas sevel ur benniliz gouestlet da San Salvador, eleze Jezuz Nazaret ; savadurioù all a voe ivez, ma voe ganet e vab Alfonso II Asturies e-tro 760.

Dre studiañ donoc'h ar Pacto ha furchal Uviéu adal kreiz an XXvet kantved avat ez eo deuet anatoc'h-anatañ e oa poblet al lec'h er IVe kantved[7],[8].

D'ur mare dianav ivez e tilec'hias Alfonso II Asturies kêr-benn ar rouantelezh da Uviéu ; kent ar bloaz 812 e oa, p'emañ meneget Uviéu evel e annez e testamant ar roue. En Uviéu e stalias sez un eskopti[9], kent lakaat kreñvaat kêr, sevel palezioù hag ilizoù.

En Xvet kantved e voe lakaet ar gêr-benn e León en abeg d'ar Reconquista ; disteroc'h e voe galloud Uviéu neuze. A-drugarez d'he zarempredoù gant lez Karl Veur koulskoude e voe krog kalz pirc'hirined da dremen drezi goude treuzet ar Pireneoù war o hent da Santiago de Compostela e Galiza. Ne dremenent mui dre an hent er su da Uviéu abalamour da dagadennoù gant muzulmaned[10].

Unan eus ar birc'hirined-se e voe ar roue Alfonso VI León er bloaz 1075. Gantañ e voe digoret ent-ofisiel an Arca Santa (an Arc'h Santel, ur relegouer) en iliz-veur San Salvador ; en Ermita de Santiago (Peniti Santiago) nepell diouzh Uviéu war an harzoù gant an domani mulzumat e oa bet kuzhet ar relegouer-se[11].

E 1388 e voe diazezet Priñselezh Asturies gant ar roue Juan Iañ Kastilha ; e vab Enrique III Kastilha e voe ar priñs. kentañ. Da gêr-benn ar Briñselezh e voe lakaet Uviéu neuze, enni Kuzul-meur ar Briñselezh, un ensavadur foran hag a zo aet en-dro betek 1834, ar bloaz ma voe roet ar galloud d'ar C'huzulioù Proviñsel (Diputaciones Provincial) a-c'houde rannadur Rouantelezh Spagn etre proviñsoù e-kerzh ren ar rouanez Isabel II[12].

Goude ar Grennamzer e wanaas buhez armerzhel Uviéu abalamour ma tigreskas an niver a birc'hirined war hent an Norzh. Er bloaz 1521 e voe peuzdistrujet kêr gant un tan-gwall ; adsavet e voe, ha disec'het e voe al lenn Fontán evit sevel ur c'harter kenwerzhel en diavaez da gêr, na voe peurechuet nemet en XVIIIvet kantved[13]. Buhezekaet e voe ar vuhez sevenadurel a-drugarez da zigoradur ar Skol-veur e 1608.

Fábrica de armas de La Vega

Broudet e voe an armerzh ivez gant krouidigezh ar Sociedades económicas de amigos del país ("Kevredadoù armerzhel mignoned ar vro") en eil rann an XVIIIvet kantved diwar skouer an Euskal Herriko Adiskideen Elkartea en Euskal Herria, ha pa voe degaset eus Euskal Herria ivez ar Fábrica de armas de La Vega ("Labouradeg Armoù La Vega") e 1854. Ur c'hresk a 8 000 den a voe er boblañs, hag ec'honaet e voe kêr neuze[13].

E miz Here 1807 e voe aloubet Spagn gant Bro-C'hall dindan ren Napoleon Iañ. A-c'houde emsavadeg an 2 a viz Mae 1808 e Madrid enep ar galloud gall en em vodas Kuzul-meur ar Briñselezh d'an 9 a viz Mae evit difenn Asturies ha sevel enep urzhioù ar gouarnamant estren ; d'ar 24 a viz Mae ec'h embannas ar C'huzul-meur bezañ Gouarnamant Uhelañ ar Briñselezh hag e tisklêriañ brezel ouzh Bro-C'hall ; d'ar 6 a viz Mezheven e voe kurunet Giuseppe Buonaparte, breur Napoleon, evel roue Spagn.

An diorroadur armerzhel a c'hoarvezas en Asturies en XIXvet kantved a voe gwelet er gêr-benn adalek 1850, pa voe ardivinkaet labouradeg La Vega hag a implije 1 000 den. Dre ar greanterezh-se e voe staliet un deuzerezh, ul labouradeg da genderc'hañ gaz hag un oberiadeg butun[13]. Da galon armerzhel ar Briñselezh e troas Uviéu, dre he lec'hiadur nepell diouzh ar mengleuzioù glaou hag ar porzhioù, hini Xixón dreist-holl, a zo 24 kilometr er biz. Ur galloud arc'hantel a oa eno ivez : pevar bank a zigoras enni, a voe kreñvoc'h c'hoazh gant donedigezh arc'hant eus Kuba goude Brezel 1898 etre Spagn hag ar Stadoù-Unanet[13].

Ur c'hemm all a voe e deroù an XXvet kantved, pa voe mui-ouzh-mui a diez-kenwerzh e kêr, 874 a oa er bloaz 1931, kement-se a-drugarez d'an araokadennoù a-fed treuzdougen : betek 42 dren a ehane bemdez en tri forzh-houarn a oa en Uviéu e 1924, ha 12 kompagnunezh kirri-boutin a dremene dre gêr e 1926 (hogen ne voe ket busoù-kêr kent 1956)[13].

Kannadegoù ha freuzadegoù a voe en Uviéu e-kerzh emsavadeg ar vengleuzerien e miz Here 1934 ; distrujoù a voe er skol-veur, ha teulioù dreistpriz a voe kollet en he levraoueg ; dinamit a voe lakaet da darzhañ e Kambr santel (Cámara Santa) an iliz-veur. A-raok ma vefe kempennet e c'houzañvas kêr diwar an emsavadeg vilourel a c'hoarvezas e 1936 hag a zegasas Brezel Spagn (1936-39). Uviéu a voe ar gêr nemeti en Norzh o chom dalc'het gant aduidi an Eil Republik spagnol. Seziz a voe lakaet warni ; e-pad tri mizvezh e chomas kloz, betek ma voe digoret un hent gant emsavidi deuet eus Galiza[14] ; a-hed ar seziz e voe bombezet Uviéu, a voe peuzdistrujet : 75% eus an annezioù a voe freuzet, ha karterioù a-bezh a voe kaset da get[13].

Adalek 1941 e voed krog da adsevel kêr, a voe lakaet da c'hlad broadel e 1955. Goude diktatouriezh Francisco Franco, a voe e penn Spagn adalek 1936 betek 1975, e voe dalc'het an dilennadeg demokratel gentañ e miz Ebrel 1979.

E 1980 e voe diazezet en Uviéu ar Fundación Príncipe de Asturias ("Fondezon Priñselezh Asturies")[15] ; abaoe 1981 e vez deroet bep bloaz ar Premios Princesa de Asturias ("Prizioù Priñsez Asturies") ganti, un doare Prizioù Nobel war meur a zachenn sevenadurel, skiantel ha sportel[16].

Uviéu gwelet eus lein La Cuesta'l Naranco

E kreiz Priñselezh Asturies emañ Uviéu, etre ar stêrioù Nora er c'hornôg, an norzh hag ar reter, Gafo er mervent ha Nalón er gevred ; n'eus stêr ebet o treuziñ kêr.

Etre 55 metr (kember an Nora hag an Nalón er c'hornôg war dachenn velestradurel Uviéu) ha 715 metr (Pico Escobin, en harzoù gant kumun Llangréu er mervent) emañ tachenn kêr Uviéu, a zo torosennek : da 315 m emañ karter El Cristo, p'emañ hini La Tenderina da 190 m. En norzh emañ ar menez anvet La Cuesta'l Naranco en astureg, Monte Naranco e spagnoleg ; war-hed 20 km er su emañ El Aramo, un aradennad-venezioù hag a zo un tamm eus aradennad kreiz Asturies.

War 186,65 km² emañ kêr Uviéu.

Da 221 152 a dud e save ar boblañs d'an 30 a viz Gwengolo 2023[17], alese ur stankter a 1 185 a dud/km².

• Emdroadur ar boblañs adalek 1842 betek 2023

Meurvorel eo hinad Uviéu, gant hañvezhioù klouar, goañvezhioù fresk, ha glaveier dasparzhet a-hed ar bloaz ; en nevezamzer hag er goañv e vez ar muiañ a c'hlav. Kemmusoc'h eget war an aod e vez argwrezverkoù.

Anadennoù direishañ, 1972-2023
Argemmenn Gwerzh Koulz
Brasañ niver a zeizioù glavek er miz 28 Mae 1984
Brasañ niver a zeizioù erc'hek er miz 7 C'hwevrer 1983
Brasañ niver a zeizioù arnevek er miz 12 Mae 2008
Muiañ a c'hlavioù en un devezh (/m²) 109,5 Mae 1975
Muiañ a c'hlavioù en ur miz (/m²) 365,4 Du 2019
Nebeutañ a c'hlavioù er miz (/m²) 2,3 Gwengolo 1980
Kreñvañ barrad-avel (tizh, roud) 190 km/h, Norzh 11 Kerzu 1978
Uhelañ gwrezverk (°C) 39,0 17 Gouere 2022
Uhelañ gwrezverk keitat uhelañ (°C) 26,3 Eost 2003
Izelañ gwrezverk keitat izelañ (°C) 1,7 Kerzu 1990
Uhelañ gwrezverk keitat (°C) 21,7 Eost 2003
Izelañ gwrezverk keitat (°C) 5,1 Kerzu 1975
Izelañ gwrezverk (°C) -6,0 07 Genver 1985
Ur grignol hengounel (granaderu) er Parque de Invierno (Liorzh Goañv)

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Partido Popular (PP, mirour) eo ar strollad politikel a zo bet e penn Kuzul-kêr Uviéu e-pad ar c'houlzad hirañ. Er galloud eo bet adalek 1991, war-bouez 7 prantad-lezenniñ etre 2015 ha 2019.

Maered Uviéu abaoe an dilennadeg demokratel e 1979
Maread Anv Strollad politikel
1979-1983 Luis Riera Posada Unión de Centro Democrático (UCD)[18]
1983-1987 Antonio Masip Hidalgo Partido Socialista Obrero Español (PSOE)
1987-1991
1991-1995 Gabino de Lorenzo PP
1995-1999
1999-2003
2003-2007
2007-2011
2011-2015 Gabino de Lorenzo (2011-2012)

Agustín Iglesias Caunedo (2012-2015)

2015-2019 Wenceslao López Martínez PSOE
2019-2023 Alfredo Canteli Fernández PP
2023-bremañ
Parlamant ar Briñselezh

Kumunioù amezek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Les Regueres Llanera Siero
Grau
Santo Adriano La Ribera & Mieres Llangréu
Aerborzh

E Santiagu'l Monte, 45 km, emañ Aeropuerto Asturies (kod IATA : OVD), Aerborzh etrebroadel Asturies.

Hentoù

Seizh gourhent, daou hent broadel spagnol ha tri hent broadel asturek a gas da Uviéu.

Hentoù-houarn

Tri forzh-houarn zo en Uviéu, ha daou rouedad zo : unan war-du ar Su gant un treuz spagnol (1,688 m) hag unan Kornôg-Reter (Euskal-Herria – Galiza) gant un treuz strizh (1 m)[19].

Teir linenn zo en Uviéu hag he bannlev evit treuzdougen muioc'h eget 800 000 den bemdez : war-du Xixón en Norzh ha Llena er Su (linenn C1) ; war-du Avilés en Norzh (linenn C2) ; war-du L'Entregu er Mervent, e diazad mengleuzioù ar stêr Nalón (linennC3).

Treuzdougen kêrel.

Trizek linenn busoù zo e kêr[20]. Eus ar porzh-busoù e c'heller kemer kirri-boutin da vont da Velgia, Vro-C'hall, ar Rouantelezh-Unanet ha Suis.

Bedel

En Uviéu, a zo bet kêr-benn Rouantelezh Asturies, emañ an darn vrasañ eus an Arz astur (pe : Arzh rakroman astur) a zo deuet betek ennomp eus an IXvet ha Xvet kantvedoù. Da C'hlad bedel e voent lakaet gant UNESCO e 1985 ha 1988 dindan an anv Monumantoù Uviéu ha Rouantelezh Asturies[21].

Relijiel
Savadurioù all
  • Pemp mirdi zo en Uviéu : Arzoù-kaer Asturies ; Henoniezh Asturies ; Iliz-veur ; Plaza de Trascorrales, bet marc'had ar pesked adalek 1866 ; Tabularium Artis Asturiensis, ur mirdi prevez bet digoret e 1947 ha gouestlet da arz rakroman Asturies.
  • Ar sal-c'hoariva Campoamor, bet digoret e 1892, drastet gant ur tan-gwall e-kerzh Emsavadeg Asturies e 1934 hag adsavet e 1948, a voe anvet en enor d'ar barzh astur Ramón de Campoamor 1817-1901 diwar atiz ar skrivagner astur Leopoldo Alas ("Clarín", 1852-1901). Meur a festival a vez dalc'het eno : c'hoariva, c'hoarigan, barrez, sonerezh klasel, Prizioù Priñsez Asturies, hag all.
  • Niverus eo ar salioù evit sonadegoù sonerezh a-vremañ, an teir fennañ o vezañ La Salvaje, Lata de Zinc ha Tribeca.

Meur a sportva zo en Uviéu, ar re bouezusañ o vezañ ar stadion Carlos Tatiere, Palez ar Sportoù (Palaciu de los Deportes), sportvaoù San Lázaro hag El Cristo, ar greizenn Centro Asturiano, an dachenn golf Las Caldas hag ar greizenn varc'hegezh El Asturcón.

22 gêr zo gevellet gant Uviéu

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mammennoù
  • (en) Fraser, Ronald. Blood of Spain – An Oral History of the Spanish Civil War. New York : Pantheon Books, 1979 (ISBN 978-0-394-48982-7)
  • (es) Galmes De Fuentes, Alvaro . Los topónimos – Sus pasones y trofeos. (La toponimia mítica). Madrid : Real Academia de la Historia, 2000 (ISBN 978-84-89512-79-5)
  • (es) Morales Matos, Guillermo & Lombardía, Lisardo. Geografía de Asturias. Oviedo : Editorial Prensa Ibérica, 1992 (ISBN 978-84-87657-25-2)
  • (es) Tolivar Faes, José Ramón. Nombres y cosas de las calles de Oviedo. Uviéu : Ayuntamiento de Oviedo, 1992 (ISBN 978-84-606-1037-3)
Romant

En Uviéu e c'hoarvez ar romant La Regenta gant Leopoldo Alas ("Clarín") (1884).

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (ast) Xosé MigueL Suárez Fernández. 'Uvieo / Uviéu y otres isogloses del conceyu — Academia de la Llingua Asturiana. Kavet : 05/02/2024.
  2. (es) Elena E. Rodríguez Díaz. Notas codicológicas sobre el llamado "Testamento del Rey Casto. In : Asturiensia medievalia', ISSN 0301-889X, Nº 8, 1995-1996, pp. 71-78. Kavet : 05/02/2024.
  3. Tolivar Faes 1992, p. 39.
  4. 4,0 4,1 ha4,2 (es) García Arias, Xose Lluis. 'Toponinia asturiana'. Kavet : 05/02/2024.
  5. Galmés De Fuentes 2000, pp. 9-10.
  6. (es) Calleja Puerta, Miguel & Sanz Fuentes, Maria Josefa. Fundaciones monásticas y orígenes urbanos. La refacción del documento fundacional de San Vicente de Oviedo. In : Iglesia y Ciudad. Espacio y poder (siglos VIII-XIII). Oviedo : Ediciones de la Universidad de Oviedo, 2011 (ISBN 978-84-8317-905-5)En-linenn.
  7. (es) Hevia Granda, Victor & Fernández Buelta, José María. Ruinas del Oviedo primitivo. Oviedo : Instituto de Estudios Asturianos, 1983, pp. 77-86 (ISBN 978-84-00-05622-3)
  8. (es) Rogelio Estrada: «Oviedo no es Astorga ni Gijón, pero hubo una evidente romanidad», 'Nueva España, 17/12/1989. Kavet : 05/02/2024.
  9. (es) De Olaguer-Feliú y Alonso, Fernando. Arte medieval español hasta el año 1000. Madrid : Ediciones Encuentro, 1998, pp. 162-66 (ISBN 978-84-7490-488-8)
  10. (es) 'Camino de Santiago del Norte o de la Costa'. Kavet : 05/02/2024.
  11. (es) 'Oviedo enciclopediaa'. Kavet : 05/02/2024.
  12. Friera Álvarez, Marta. 'Notas sobre la Constitución histórica asturiana: el fin de la Junta General del Principado de Asturias (teul .doc). Kavet : 05/02/2024.
  13. 13,0 13,1 13,2 13,3 13,4 ha13,5 Morales Matos & Lombardía, 1992
  14. Fraser 1979, pp. 238-39.
  15. Fundación Princesa de Asturias "Fondezion Priñsez Asturies" he anv abaoe 2014.
  16. (es) (en) (fr) (de) (pt) (zh) (ar) (ja) 'Fundación Princesa de Asturias'. Kavet : 05/02/2024.
  17. (es) 'Ayuntamiento de Oviedo'. Kavet : 05/02/2024.
  18. Aet da get d'an 18 a viz C'hwevrer 1983.
  19. (es) 'Comunicaciones'. Kavet : 05/02/2024.
  20. (es) 'Lineas de transporte urbano de Oviedo'. Kavet : 05/02/2024.
  21. (fr) 'Monuments d’Oviedo et du royaume des Asturies'. Kavet : 05/02/2024.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.