Emañ ur 80 km bennak er gwalarn da z-Dortmund, 45 km er biz da v-Münster, ha war-dro 100 km er c’hornôg da Hannover. Diazezet eo en un draoñienn en hanternoz da goad Teutoburg. D’an 30 a viz Mezheven 2006 e oa poblet gant 163 357 a dud, ar pezh a rae da Osnabrück bezañ an trede kêr vrasañ e land Niedersachsen (Saks-Izel), goude Hannover ha Braunschweig[1].
Kreskiñ a reas kêr Osnabrück e-kichen an eskopti savet eno gant Karl Veur, roue ar Franked e 780. E 804 e oa bet savet eno, gant Karl Veur, ar Gymnasium Carolinum, a vefe neuze, hervez kont, koshañ skol Alamagn ha koshañ skol Europa. A-raok ar bloavezh 803 e oa deuet kêr da vezañ sez priñs-eskob Osnabrück. En Impalaeriezh Santel Roman e oa priñselezh-eskopti Osnabrück betek 1803.