Madelyn Ann

Eus Wikipedia
Madelyn Ann
Madelyn Ann - Deus'ta Brest 2021.jpg
Madelyn Ann e Brest e miz Here 2021.

Anv Madeline Anne
Ganet 21 a viz Meurzh 1988
Manche
Micher(ioù) Kanerez-sonaozerez
Doare(où) Pop rock, Sonerezh Breizh, Sonerezh a-vremañ
Benveg(où) kan, sonerezh elektronek, gitar
Bloavezhioù oberiant Abaoe 2019
Label(ioù) Aztec Musique, PIAS
Awen Kate Bush, Fever Ray, Aurora, Byörk, Eivor, Cocteau Twins
Lec'hienn ofisiel madelynann.com

Endro Robin Foster

Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Madelyn Ann a zo ur ganerez ha saverez pozioù eus Breizh. Kanañ a rae e saozneg er strolladoù folk ha keltiek a-raok kemer he lañs hec'h-unan. Kanañ a ra e brezhoneg kanaouennoù skrivet ganti war tonioù a-vremañ, pop rock. Tro-dro dezhi ez eus ur strollad sonerien, anezho Olivier Le Hir, Gaëtan Fagot ha Brendan Costaire.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Desavet eo bet Madelyn e Normandi, er Manche. Eus Karaez e oa he zad-kozh hag he zad a laboure en arsanailh Cherbourg[1]. Ur vachelouriezh lennegel he deus bet gant dibaboù sonerezh ha c'hoariva[2]. Goude-se he deus kroget da ganañ gant strolladoù a bep seurt : rock, folk, kan martoloded, jazz...

Desket he deus brezhoneg gant Stumdi e-pad 9 miz e 2017 e Brest. Deuet eo da Gameled da chom ha kanañ a rae en ur strollad folk keltiek. En un davarn ma oa kustum da bakañ banneoù gant ar soner Robin Foster he doa kanet dirazañ ar ganaouenn Ar galon digor goude Annie Ebrel[2]. Robin Foster en doa kavet brav he doare da ganañ hag en doa kinniget dezhi labourat gantañ evit krouiñ kanaouennoù pop-rock skrivet e brezhoneg[3].

Kroget e oant gant unan eus kanaouennoù Kate Bush, Running Up That Hill, troet e brezhoneg, da gentañ evit gwelout hag-eñ e sone mat : Gant ma c'helljen eo an hini gentañ enrollet war un albom EP[4]. Kanaouennoù nevez a zo bet skrivet war-lerc'h (Ma-unan - Ar Faou, Nebaon). Kanet he deus ur ganaouenn er bladenn PenInsular II e 2018 ha goude gant Robin Foster war leurennoù evel evit ar Festival du Bout du Monde e Kraozon e 2019[5],[6].

Kroget he deus da labourat gant ar c'hitarourien Gaetan Fagot hag Olivier Le Hir e-pad ar c'henfinañ e 2020 da sevel kanaouennoù. Ar strollad a zo krouet gant an tabouliner Brendan Costaire. Enrollañ a reont ur bladenn 4 zitl, War-vor, deuet er maez gant he c'hevredad produiñ War-Vor Produktion[7], ha videoioù skignet war Internet[8]. He raktres a oa bet dibabet evit Prizioù ar brezhoneg ha roet e voe dezhi an eil priz er rummad krouidigezh e brezhoneg gant France 3 Bretagne hag Ofis publik ar brezhoneg e miz Meurzh 2021[9]. Tapet he deus ar priz "A-vicher" er genstrivadeg An Taol-Lañs e 2021, skoazellet gant ar gevredigezh Mignoned ar brezhoneg evit sevel klipoù video[10]. A-drugarez d’an Taol-lañs he doa gallet ivez kanañ er festival Deus ‘ta e Brest e fin ar bloaz[11]. Da-heul e oa bet aozet un droiad betek ar festivalioù bras e-pad hañvezh 2022 : Euskal Herria Zuzenean e bro Euskadi[12], Gouelioù-Meur Kerne e Kemper a-raok Jane Birkin[13], Emvod ar Gelted en Oriant[14],[15]. D'ar 24 a viz Meurzh 2023 e oa bet embannet ar bladenn studio Nevez-Amzer (gant Aztec Musique, dasparzhet gant al label PIAS) ha skignet e vo 2 ganaouenn e single hag o c'hlipoù (Chom ennon ha Roz a gomz eus karantez)[16]. Temoù ar pozioù a lak war wel efedoù an den war an endro (Bevezhiñ, Kant mil den) met ivez ar spi a vefe cheñchamantoù brav evel en testennoù barzhek Nevez-amzer, Tad pe Dour[17].


Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Albom studio[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

EP[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kenlabour gant Robin Foster[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 2016 : The Hardest Party (titl : Running Up That Hill - Gant Ma C'helljen)[4]
  • 2017 : Empyrean (EP, titl : Everlast - Nebaon)
  • 2018 : PenInsular II - The Bridge (titl : Ma Unan)[18]
  • 2020 : PenInsular 2​.​5 (titloù : St Pôl, Ma-Unan)[19]

Videoioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Prizioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Musique. Madelyn Ann, nouvelle voix bretonne, Ouest-France, 21/07/2022
  2. 2,0 ha2,1 Un emgav gant : Madelyn Ann, Ya !, 10 a viz Gwengolo 2021, niverenn 848, P.12
  3. La chanteuse finistérienne Madelyn Ann et sa pop en langue bretonne, France bleu Breizh Izel, 27/10/2020
  4. 4,0 ha4,1 "Kate Bush Cover" war Facebook
  5. Welcome ! Bienvenue au Bout Du Monde Robin Foster !, Ouest-France, 03/08/2019
  6. Festival du Bout du Monde 2019 : Dimanche, radionaoned.bzh
  7. Qui veut aider le Parc naturel d’Armorique à choisir parmi ses projets innovants de 2022 ?, Ouest-France, 11 a viz Gwengolo 2022
  8. La découverte de la semaine : Madelyn Ann, bretagne-actuelle.com, 15/04/2021
  9. 9,0 ha9,1 Prizioù 2021 France 3 Breizh, france3-regions.francetvinfo.fr
  10. 10,0 ha10,1 Mignoned ar Brezhoneg : An Taol-Lañs 2021, kengo.bzh
  11. Spered ar vro. Plac’h digabestr, Le Télégramme, 24 a viz Even 2021
  12. (fr) Pays basque : « EHZ, c’est l’été qui revient ! On y est ! », Sud Ouest, 02/07/2022
  13. Madelyn Ann, la belle voix de l’Armorique, au Festival de Cornouaille, Ouest-France, 24/07/2022
  14. (fr) Olivier Favier, La pop singulière de Madelyn Ann ou la modernité bretonnante, RFI, 25/07/2022
  15. (fr) Festival Interceltique de Lorient : ringarde, la musique bretonne ? Pourquoi les jeunes en sont fans, Le Parisien, 11/08/2022
  16. MADELYN ANN: leur single & clip "Chom Ennon", aztecmusique.com
  17. La chanteuse de Camaret-sur-Mer Madelyn Ann sort "Nevez Amzer" son premier album, France bleu Breizh Izel, 21 a viz C'hwevrer 2023
  18. Robin Foster. Pen Insular II (The Bridge) ***, Le Telegramme, 3 a viz C'hwevrer 2019
  19. Robin Foster sort un deuxième EP, Le Telegramme, miz Even 2020
  20. 2 ALBUMS PRIMÉS AU PRIX MUSICAL PRODUIT EN BRETAGNE 2023, 09/05/2023