Taol-Lañs

Eus Wikipedia

An Taol-Lañs a zo ur fest bet aozet gant ar c'hevredigezhioù Dazont ar yezh ha Diwanet, evit reiñ un taol-lañs d'ar c'hanaouennoù breizhek ha brezhonek, betek 2014. Adalek 2017 eo adlañset an darvoud gant ar gevredigezh Mignoned ar Brezhoneg, gant asant Dazont ar Yezh.

Gant Iwan B. eo bet gounezet Taol-lañs 2007 ha gant ar strollad Gimol Dru Band e 2008. An hini a erru da gentañ a c'hounez an Trofe Lanig Kervareg ha goude e c'hell mont da soniñ e gouelioù disheñvel e Breizh.

Reolennaoueg an Taol-Lañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1. An « Taol-Lañs » zo aozet gant ar gevredigezh Dazont ar Yezh, a-gevret gant Diwanet. Savet eo bet evit brudañ testennoù kanet e brezhoneg war tonioù a bep seurt.

2. Eus an testennoù diembann e vo graet stad, dreist pep tra, gant ar varnerien.

3. Ar ganaouenn pe an destenn a vo eilet gant ur benveg pe gant meur a unan.

4. Div ganaouenn a vo kanet gant ar strollad d’an nebeutañ (ha ne c’hallo ket e dro war al leurenn padout ouzhpenn 30 munut).

5. Evit barn e vo dalc’het kont gant ar varnerien eus : Ar brezhoneg : dibarded an destenn kinniget, an distagadur, puilhded ar c’heriaoueg, pegen flour ha kizidik eo ar c’homzoù, ha pegen barrek eo an den da zedennañ ar selaouerien. Ar sonerezh : an hesonded, an nerzh, ar stil, an teknik.

6. Ar strolladoù produet gant ur « major » ne c’hallint ket kemer perzh.

Loreidi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Taol-Lans 2021 - Langoned

  • Rummad "a-vicher" : Madelyn Ann
  • Rummad "Dazont" : Garlonn


Taol-Lans 2019 - Langoned

  • Rummad "a-vicher" : Perynn & Elise (EMEZI)
  • Rummad "Dazont" : Harzus
  • Priz ar brezhoneg : Plouz&Foen
  • Taol-kalon : Redbordas


Taol-Lans 2017 - Langoned

  • Trec'h : Ukan


Taol-Lañs 2014 - Speied

. Trec'h : Silwink

. Priz ar brezhoneg : Silwink

Taol-Lañs 2013 - Speied

. Trec'h : Adnoz

Taol-Lañs 2012 - Speied

. Trec'h : Burtul


Taol-Lañs 2011 - Speied

  • Trofe Lanig Kervareg : Lunch Noazh
  • Priz ar publik : Burtul
  • Priz ar brezhoneg : Loeiza Beauvir

Taol-Lañs 2010 - Karez (Ar c'horu)

  • Priz Lanig Kervareg : Rock'n'diroll

Taol-Lañs 2009 - Karez

  • Trofe Lanig Kervareg : Egin
  • Eil priz : Skaramaka
  • Priz ar brezhoneg : Roc'h ha Bili

Taol-Lañs 2008 - Karez (Kerampuilh)

  • Trofe Lanig Kervareg : Gimol Dru Band
  • Eil priz : Francis Jakson Project
  • Trede priz : Skaramaka
  • Priz ar brezhoneg : Katellig

Taol-Lañs 2007- Karez (Kerampuilh)

  • Trofe Lanig Kervareg : Iwan B

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.