Mont d’an endalc’had

Llanofer

Eus Wikipedia
Iliz Sant Dewi, Llanddewi Rhydderch, Llanofer.

Llanofer (skrivet Llanover e saozneg) zo ur gêriadenn e Sir Fynwy, e gevret Kembre. Emañ er c'hreisteiz da Y Fenni.

Da vare niveradeg 2011 e oa poblet Llanofer gant 1 392 a dud ha 7,6% anezho a oa kembraegerien.

Anavezet eo anv Llanofer abalamour da Augusta Hall, Itron Llanofer,[1] genidik alese ha brudet en istor dre ma harpas lennegezh ha yezh Kembre en XIXvet kantved. Degemer a reas en he zi tud evel Charlotte Guest, Thomas Price (Carnhuanawc), Kervarker[2] (pa voe graet ur C'hendalc'h Etrekeltiek kentañ, e 1838), ha tud all c'hoazh.

Penelope Clarke, gwreg ar politikour gall François Fillon, zo genidik eus Llanofer.