Mont d’an endalc’had

Caer-went

Eus Wikipedia
Dismantroù ar mogerioù roman ha tour iliz-parrez Caer-went en a-dreñv

Caer-went (pe Caerwent) zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh e Sir Fynwy, e gevred Kembre. Emañ er c'hornôg er gêr Cas-gwent ha 18 km er reter g-Casnewydd.

Da vare niveradeg 2011 e oa annezet gant 1 791 a dud hag 8,7% anezho a oa kembraegerien.

Pa voe aloubet bro ar Silured gant ar Romaned, e voe savet ur gêr nevez gant an alouberien. Venta Silurum e oa anv ar gêr-se, krouet goude ar bloavezh 78 gant ar gouarnour roman Sextus Julius Frontinus. A-raok e oa ur c'hreñvlec'h a bouez gant ar Silured, nepell, e Coed Llanmelin. Venta Silurum eo ar gêr roman a ouier ar muiañ a draoù diwar he fenn e Kembre, hag an eil kêr roman anavezetañ eo e Breizh-Veur goude Calleva Atrebatum (Silchester).