Llandeilo Bertholau

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Iliz Sant Teilo, Llandeilo Bertholau.

Llandeilo Bertholau (saoznekaet e Llantilio Pertholey) zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh e Sir Fynwy, e gevred Kembre. Emañ en hanternoz da Y Fenni. Er gumuniezh emañ, ouzhpenn kêriadenn Llandeilo Bertholau hec'h-unan, kêriadenn Llanddewi Ysgyryd.

Er gumuniezh emañ torgenn Ysgyryd Fawr, krec'henn uhelañ ar Mynydd Du, a zo 486 metr uhelder.

Eus an XIIIvet kantved eo iliz Sant Teilo. E Llandeilo Bertholau e voe prizoniet Rudolf Hess e-pad ur pennad.

E 2011 e oa poblet ar gumuniezh gant 3 906 a dud, ha 382 anezho (10,2%) a oa kembraegerien.[1]

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]