Matharn

Eus Wikipedia
Iliz Sant Tewdrig, e Matharn

Matharn (Mathern e saozneg) zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh e Sir Fynwy, e gevred Kembre. Emañ er mervent da gêr Cas-gwent ha tost d'ar gourhent M48. E 2011 e oa poblet gant 1 056 a dud. 9,2% anezho a oa kembraegerien.

Gouestlet eo an iliz-parrez da Sant Tewdrig ha Merthyr Tewdrig e oa stumm kentañ anv ar gêriadenn. Hervez a lenner e Levr Llandaf, Tewdrig, pe Tewdrig ap Llydwarch, a oa roue Gwent ha Glywysing. War-dro ar bloavezh 620 pe 630 en em gannas a-enep ar Saozon e-kichen Tyndyrn, gant e vab Meurig ap Tewdrig. Trec'het e voe ar Saozon, met gloazet e voe Tewdrig en emgann ha douget e voe betek amañ, e-lec'h ma varvas. Kontañ a reer e voe roet an douaroù tro-dro gant Meurig da Eskob Llandaf, e koun e dad. E Matharn e voe ti Eskob Llandaf e-pad meur a gantved. Eus ar XVvet kantved eo an iliz. Kavet e voe eskern, hag a lavarer e oant da sant Tewdrig, e-kichen an aoter, gant Francis Godwin, Eskob Llandaf etre 1601 ha 1617.