Rockfield (Sir Fynwy)
Neuz
(Adkaset eus Llanoronwy)
Rockfield (Llanoronwy a-wechoù e kembraeg) zo ur gêriadenn hag ur barrez e Sir Fynwy, e gevred Kembre. Emañ e biz ar gontelezh, er gwalarn da gêr Drefynwy.
Redek a ra an Afon Mynwy hebioù ar gêriadenn. Gouestlet eo an iliz-parrez da santez Cenedlon, a vije bet merc'h d'ar roue Brychan. Ur feunteun sakr zo e-kichen an iliz.
En implij emañ an anv saoznek Rockfield abaoe meur a gantved. Dont a rafe eus un anv gallek Rocheville. Pa voe staliet panelloù gant an anv kembraek Llanoronwy e voe tud eus ar vro o sevel a-enep ar stumm-se a zeufe eus un anv sant Goronwy hag a vije bet en implij gwechall a-raok donedigezh an Normaned da Gembre. Tennet e voe an anv kembraek, a-benn ar fin, e 2011, goude klemmoù gant tud eus ar gêriadenn[1].