Llanfihangel Troddi

Eus Wikipedia
Iliz Llanfihangel Troddi

Llanfihangel Troddi (Mitchel Troy e saozneg) zo ur gêriadenn, ur barrez hag ur gumuniezh e Sir Fynwy, e gevred Kembre. War lez ar stêr Troddi emañ, er mervent da gêr Trefynwy.

Annezet e oa Llanfihangel Troddi gant 1 253 a dud e 2011. En o zouez e oa 8,8% a gembraegerien.

Gouestlet eo an iliz-parrez da Sant Mikael (Mihangel e kembraeg). Eus an XIIIvet kantved eo-hi ; ar bloaziad 1208 a c'haller lenn engravet warni.