Llanbadog

Eus Wikipedia
Iliz Llanbadog

Llanbadog (skrivet Llanbadoc e saozneg) zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh e Kembre, e Sir Fynwy. Emañ war lez ar stêr Wysg, a-dal da gêr Brynbuga.

E Llanbadog e voe ganet ar bevoniour Alfred Russel Wallace.

E 2011 e oa 806 a dud o chom er gumuniezh hag 81 anezho a oa kembraegerien (10,2%)[1]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol. Kavet : 12-12-2012. .