Cwm-iou

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Cwm-iou

Cwm-iou (skrivet Cwmyoy e saozneg) zo ur gêriadenn vihan eus Kembre, e Sir Fynwy. Emañ er gornaoueg da Y Pandy e gwalarn ar gontelezh, war an hent a gas da Y Gelli Gandryll, e Powys.

War lez an Afon Honddu emañ ar gêriadennig. Un tamm uheloc'h en draoñienn emañ Llanddewi Nant Hodni ma'z eus aspadennoù eus un abati kozh.