Llan-ffwyst

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Iliz Llan-ffwyst.

Llan-ffwyst (Llanfoist e saozneg)[1] zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh e Sir Fynwy, e gevred Kembre. Emañ er c'hreisteiz da gêr Y Fenni, e gwalarn ar gontelezh.

Tremen a ra Kanol Sir Fynwy ha Brycheiniog dre ar gêriadenn.

Ne ouzer netra diwar-benn sant Ffwyst, en deus roet e anv d'al lec'h.

Ar skrivagner kembreat saoznek Alexander Cordell zo bet beziet e bered Llan-ffwyst.

E 2011 e oa poblet kumuniezh Llan-ffwyst gant 3 315 a dud, ha 328 anezho (10,2%) a oa kembraegerien.[2]

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]



Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.