Mont d’an endalc’had

Brynbuga

Eus Wikipedia
Ur gwel eus Brynbuga.

Brynbuga (Usk e saozneg) zo ur gêr vihan e gevred Kembre, e Sir Fynwy, war lez ar stêr Wysg. An anv brezhonek kozh e oa "Burrio" (kembraeg bwr), da lavarout eo kreñv, ur c'hreñvlec'h roman zo bet, ha krediñ a reer e c'hall an anv-se bezañ troet d'an anv "buga".

Savet e voe ur c'hreñvlec'h gant ar Romaned, e 55, hag anvet ganto Burrium.

  • Ptol. II, 3, 12 : BULLAEUM / BULLEUM / BULAEUM, ur gêr ar Silured.
  • I.A 4845 (Iter XII), I.A 4851 (Iter XIII) : BURRIO

Talvoudegezh, hervez Rivet & Smith : diazezadenn dindan anv den *Burros.

E 1403 e voe devet kêr gant Owain Glyndŵr, met trec'h e voe ar Saozon warnañ en Emgann Pwll Melyn, e-kichen Brynbuga, e 1405.