Y Grysmwnt

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Kastell Y Grysmwnt

Y Grysmwnt (pe Rhosllwyn ; Grosmont e saozneg) zo ur gêriadenn vihan hag ur gumuniezh eus Sir Fynwy, e gevred Kembre. Emañ en hanternoz pellañ ar gontelezh, 16 km en norzh da Drefynwy, tost d'an harzoù etre Sir Fynwy ha Herefordshire e Bro-Saoz.

E 2011 e oa annezet gant 920 a dud ha 12% anezho a oa kembraegerien.

Anavezet eo Y Grysmwnt abalamour d'e gastell norman, savet war lez ar stêr Mynwy. Savet e voe ur voudenn-gastell eno en XIIIvet kantved hag alese e teu anv normanek ar gêriadenn, "Grosmont". « Moudenn » eo ster ar ger "mont" ha « bras » eo talvoudegezh an elfenn "gros" : « moudenn vras », « krugell vras » eo ster an anv eta.

Da vare Emsavadeg Owain Glyndŵr e voe un emgann e-kichen Y Grysmwnt, e-lec'h ma voe flastret nerzhioù Rhys Gethin gant soudarded Herri V, roue Bro-Saoz.