Stêr Menoe

Eus Wikipedia
At stêr Menoe e Menoe.

Ar stêr Menoe, pe Afon Mynwy e kembraeg (Monnow, e saozneg), zo ur stêr e gevred Kembre, 30 km hed dezhi, hag a dremen dre gerioù Herefordshire, e Bro-Saoz, ha Menoe e Kembre, e-lec'h ma kej gant ar stêr Gwy.

He red[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eieniñ a ra e torgennoù kornog Herefordshire (pe Swydd Henffordd, hervez ar gembraegerien), ur 6 km er c'hreisteiz da Y Gelli Gandryll. Dont a ra e Kembre en Y Pandy, e Sir Fynwy. Hedañ a ra Mynydd Du Menoe. Treuziñ a ra Yr Hencastell, Y Grysmwnt, Ynysgynwraidd ha Llanoronwy.

E kêr Menoe e kej gant ar stêr Gwy. Adalek neuze e ra an disparti etre Kembre ha Bro-Saoz, betek Cas-gwent ma kej gant ar stêr Hafren.

Dluzheta[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Poent zo bet e veze dluzhetaet er stêr, dreist-holl etre Pontrilas hag Ynysgynwraidd. Abaoe ar bloavezhioù 1960 ne vez ket tapet gwall dra ken.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]