Mont d’an endalc’had

Llangybi (Sir Fynwy)

Eus Wikipedia
Iliz Llangybi.

Llangybi, anvet ivez Llangybi Fawr,[1] zo ur gêriadenn vihan hag ur gumuniezh e Sir Fynwy, e gevred Kembre. Emañ hanter-hent etre Casnewydd ha Brynbuga.

E 2011 e oa poblet Llangybi gant 890 a dud, hag 8,2% anezho a oa kembraegerien.

Bez' ez eo unan eus al lec'hioù diazezet gant Sant Cybi e Kembre, hag o deus miret e anv, evel Caergybi hag al lec'hioù all anvet Llangybi. Hervez a lenner e buhez ar sant-se e voe ganet e Kerne-Veur ha mont a reas da C'halia d'ober e studi, a-raok mont da Gembre da brezeg an aviel.