Thomas Price (Carnhuanawc)
Neuz
Thomas Price (2 a viz Here 1787–7 a viz Du 1848), anavezet ivez evel Carnhuanawc hervez e anv-barzh, a oa un istorour hag un den a bouez e lennegezh Kembre en XIXvet kantved.
Ganet e voe e Llanfihangel Bryn Pabuan, e-kichen Llanfair-ym-Muallt, e kontelezh Brycheiniog, e reter ar vro.
Skrivañ a reas e kembraeg hag e saozneg.
Labourat a reas gant an Itron Charlotte Guest p'edo-hi o treiñ ar Mabinogion e saozneg. Daremprediñ a reas Kervarker pa zeuas da Gembre.
E 1805 ez eas da skol Aberhonddu. Fellout a rae dezhañ bout diagon gant Iliz Bro-Saoz ; kure e voe e Sir Faesyfed, bevañ a rae e Llanfair-ym-Muallt, gant e vamm.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- An Essay on the Physiognomy and Physiology of the Present Inhabitants of Britain (1829)
- Hanes Cymru a Chenedl y Cymryo'r Cynoesoedd hyd at Farwolaeth Llywelyn ap Gruffydd (1836-1842)
- The Geographical Progress of Empire and Civilization (1847)
- Literary Remains (1854-55)