Kronologiezh Henc'hres
Evel-se e ranner 10 kantved Istor Henc'hres :
Marevezh mikenean
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eus 1600 betek 1100 kent J.K. emañ ar sevenadur mikenean en e bleuñv
Marevezh teñval
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eus 1000 betek 800 kent J.K. emañ an amzerioù teñval
Kregiñ a ra ar prantad gant diwezh ar sevenadur mikenean hag an "aloubadegoù dorian", a-hervez, en XIvet kantved ha mont a ra betek krouidigezh ar c'hentañ keodedoù-stad c'hresian en IXvet kantved kent J.K. savidigezh barzhonegoù Homeros hag ar c'hentañ testennoù skrivet gant al lizherenneg c'hresian en VIIIvet kantved kent J.K..
War ar priajoù e weler tresoù mentoniel (linennoù, karrezioù, kelc'hioù)
Marevezh arkaek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eus 800 betek 500 kent J.K. emañ an amzer kozh
Delwennoù o mousc'hoarziñ ha gant un emzalc'h sonn a zo merk ar gizellerien gresian kozh.
VIIIvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- -776 Deiziad hengounel ar c’hentañ C'hoarioù Olimpek eus an istor.
- 757 Kregiñ a ra kentañ brezel Messenia. Diazezet eo an istimadenn-se diwar-benn ar roll rouaned eus Sparta bet savet gant Diodoros Sikilia ha danevell ar brezel graet gant Paosanias)
- 757 Karg an Arc’honted a dremen eus ar vuhez-pad da zek vloaz en Aten. Izili eus an tiegezhioù pennañ a vez dilennet d’ar magistradur-se. C’harops eo an hini kentañ (deiziad jedet hervez Paosanias).
- 725 Brezel Lelantat etre Kalkis hag Eretria. Kevredet eo kalz keodedoù gresian gant an eil pe egile.
- 719 Muntret eo Polidoros, Roue Sparta, gant Polimarc’hus.
- 716 Echuiñ a ra ren an Heraklided war Lidia goude drouklazh Kandaoles, gant Giges.
VIIvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 687 Dont a ra magistradur an Arc’honted da vezañ bloaziek en Aten. Forzh peseurt keodedad atenat a c’hall bezañ dilennet d’ar magistradur-se. Kreon eo ar c’hentañ arc’hont bloaziek dilennet.
- 685 Deroù an eil Brezel Messenia
- 665 Diwezh eil brezel Messenia
- 621 Drakon, lezenner atenat a sav ur c'hod lezennoù strizh-kenañ a gastiz hogoz pep torfed dre ar marv
VIvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 594 Solon, a zeu da vezañ Arc’hont en Aten, kemer a ra Salamis digant Megariz, diazezañ a ra an dimokratiezh, gouarnamant ar re binvidikañ. Adreizhañ a ra ar vonreizh,
- 569 kent J.K. Ganedigezh Pythagoras.
- 565 Peisistratos, jeneral atenian, a sav Diakrioi, bagadoù tud paour
- 546 kent J.K. Pythagoras a ziazez ar skiant hag ar brederouriezh.
- 527 mervel a ra Peisistratos hag e vibien Hippias hag Hipparc'hos a gemer e lec'h evel tiranted Aten
- 525 Darius Veur, mab-kaer Kirus Veur a aloub Bro-Egipt
Marevezh klasel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwellaet eo bet barregezhioù an arzourien koulz en delwennouriezh hag er savouriezh ken eo bet gwelet ar stil klasel henc'hresian evel ment ar c'hened gant ar remziadoù europat o heul betek hiziv.
Fin ar VIvet kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 510 kent J.K. Pythagoras a sav e skol dezhañ e-unan.
- 507 Kleistenes, adreizher gresian, a gemer ar galloud, diazezañ a ra an demokratiezh en Aten
- 500 kent J.K. Mervel a ra Pythagoras e Samos.
V kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 490 Temistokles ha Miltiades, a drec’h Darius en Maraton, Feidippides a red betek Aten evit degas keloù eus an trec’h
- 484 Aesc'hulos, saver trajediennoù atenat, a c’honez ar c’hentañ priz
- 480 Leonidas, roue Sparta, ha 300 Spartad a varv en Emgann an Termopiloù evit reiñ amzer da arme ar C’hresianed kevredet d’en em brientiñ a-enep arme ar Bersed, renet gant an impalaer Kserses, a glask aloubiñ Bro-C'hres
- 480 En em gannañ a ra Persed ha Gresianed war vor en Emgann Artemisium
- 480 Emgann Salamis – Touellet gant Temistokles, ez eo trec’het morlu ar Bersed gant ar C’hresianed e bae Salamis, Kserses a zistro d’e vro met lezel a ra un arme renet gant Mardonios
- 479 Paosanias, jeneral gresian a faezh Mardonios en Emgann Plataea
- 479 Emgann Mikales a zieub an trevadennoù gresian en Azia-Vihanañ. Da-heul Emgann Salamis e sav Aten Kevre Delos, ur c’hevredad keodedoù eus an Enezvor. Bodet evit en em zifenn a-enep Persia. Sparta a sav Kevre ar Peloponnesos
- 476-462 Kimon zo dilennet jeneral bep bloaz. Trec’hiñ a ra Persia ha kreñvaat beli Aten war Kevre Delos
- 468 Sofokles, saver trajediennoù gresian a drec’h Aesc’hulos en Aten
- 461 Kimon zo ostrakizet
- 457 Perikles, politikour atenat bet diskibl Anaksagoras, a zeu e penn Aten. Kregiñ a ra oadvezh aour Aten
- 456 Marv Aesc'hulos
- 449 Herodotos, istorian gresian, a skriv istor ar brezelioù o deus enebet Persed ha Gresianed etre 490 ha 479
- 448 Iktinus ha Kallikrates, tisavourien c’hresian a sav en-dro Akropolis Aten dismantret e-pad ar brezelioù medek
- 440 Herakleitos, prederour gresian, a zisklêr e kemm pep tra
- 435 Fidias, kizeller gresian, a sav delwenn Yaou en Elis. Unan eus Seizh Marzh ar Bed
- 432 Diwezh an oadvezh aour en Aten, kregiñ a ra Brezelioù ar Peloponnesos, Aten, renet gant Perikles a laka seziz war Potidaia (Emgann Potidaia), Korkira a zisklêr ar brezel da Gorintos (Emgann Sibota)
- 431 Sparta renet gant Arkidamos II a ziviz distrujañ Aten. Kregiñ a ra Brezelioù ar Peloponnesos
- 431 Hervez Empedokles, mezeg gresian, ez eus pevar imor er c’horf
- 430 Hervez Leukippus, prederour gresian, kement darvoud naturel en deus un abeg naturel. Kregiñ a ra ar vosenn en Aten.
- 429 Formio, amiral Atenat, a c’honez Emgann Kalkis
- 429 Mervel a ra Perikles diwar ar vosenn, anezhi an tifuz pe ar vosenn werblus
- 429 Hervez Hippokrates, mezeg gresian, o deus ar c’hleñvedoù abegoù naturel
- 427 Mervel a ra Arkidamos II, Alkidas, amiral spartat zo kaset da sikour Lesbos, preizhañ a ra Ionia ha tec’hout.
- 427 Aristofanes, saver komediennoù a c’honez ar priz kentañ en Aten
- 426 Demostenes, jeneral atenat, ha Kleon, demagogour atenat, a ro startijenn en-dro da armeoù aten
- 424 Pagondas Tebai a drec'h arme Aten en Emgann Delium, Brasidas ur jeneral eus Sparta zo trec'h ivez, Kleon a laka kas Toukidides en harlu evit ugent vloaz
- 423 Treverz Lakes zo sañset herzel lañs Brasidas met ne ra ket, Nikias e penn arme Aten a gemer Mende en-dro
- 422 Kleon ha Brasidas zo lazhet en Emgann Amfipolis
- 421 Peoc’h Nikias a laka ar brezel da baouez, met Alkibiades, niz Perikles, a sav kevredadoù a-enep Sparta
- 418 Emgann Mantinea, ar brasañ emgann war zouar eus ar brezel, a ro an trec’h da Sparta a-enep Argos
- 416 Alkibiades a zeu d’ar galloud en-dro
- 415 Mac’hagnañ a reer delwennoù Hermes en Aten, Alkibiades zo tamallet, met mont a ra kuit kent ar prosez abalamour da ren Ergerzhadenn Sikilia, kondaonet eo d’ar marv « in absentia », tec’hout a ra da Sparta
- 413 Nikias ha Demostenes zo lazhet e Sirakuza
- 412 Alkibiades zo argaset eus Sparta, iriennañ a ra evit distreiñ da Aten
- 411 Diskaret eo an demokratiezh en Aten gant oligarkiezh Antifon, Peisander, and Frinikoss, met Teramenes a ziazez Bonreizh ar 5000, morlu atenat a c’halv Alkibiades en-dro
- 410 Goude un nebeud trec’hoù e laka Kleofon, un demagogour atenat, argas kinnigoù peoc’h graet gant Sparta
- 409 Bizantion adkemeret gant Alkibiades evit Aten
- 408 Alkibiades a zistro da Aten, Lisandros a sav ur morlu evit Sparta en Efezos
- 406 Kallikratides, rener morlu Sparta, a goll Emgann an Arginusae, Sparta a ginnig ar peoc’h zo nac’het dindan levezon Kleofon
- 405 Lisandros a zistruj morlu Aten, Pausanias, roue Sparta, a laka seziz war Aten, Kleofon zo lazhet, Korintos ha Tebai a c’houlenn ma vo distrujet Aten
- 404 Kodianañ a ra Aten, marc’hata a ra Teramenes an emglev hag a zeu a-benn da enebiñ ouzh mennad Korintos ha Tebai. Lazhet eo Teramenes hag Alkibiades
- 401 Toukidides, istorian gresian, a zanevell an oadvezh aour ha brezelioù ar Peloponnesos (Istor brezelioù ar Peloponnesos)
IV kantved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 387 Peoc’h Antalkidas etre ar C’hresianed hag ar Bersed
- 347 marv Platon, prederour gresian ha saver an Akademiezh
Marevezh hellenadek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eus 323 betek 146 emañ ar marevezh hellenadek
Ar marevezh hellenadek a vez graet eus ar mare a zeu goude marv Aleksandr Veur betek aloubadenn ar broioù gresian gant ar Romaned.
Er marevezh hellenadek e kreskas takad ar sevenadur henc'hresian betek Egipt ha Vaktria (Afghanistan ha Pakistan hiziv).