Baktria

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Baktria war-dro 320 kent JK
Kêrioù Baktria gwechall.
« Priñsez Baktria» : delwennig un doueez , deroù an Eil Milved kent JK, mirdi al Louvre

Baktria (eus Βακτριανὴ / Baktrianê e gregach) a oa ur rannvro etre Afghanistan, Ouzbekistan ha Tadjikistan a hiriv, etre menezioù an Hindū-Kūsh hag ar stêr Amou-Daria.

Gwechall e oa bevennet gant India er c'hreisteiz, Sogdiana en hanternoz, Skitia extra Imaum er reter, ha Hirkania er c'hornôg. Enni e oa Margiana, Guriana, Bubakena, bro an Doc'hared hag ar Marukeaned.

Istor[kemmañ]

Un amzer zo bet ma oa Baktria e-kreiz un Impalaeriezh c'halloudus ha tizhet ganti ul live uhel a sevenadur. Baktres e oa ar gêrbenn (Balkh hiriv).

Gwelet eo gant darn evel bro ar Veded, kavell impalaeriezh ar Bersed ha relijion Zoroastr. Gant Cyrus er VIvet kantved eo e voe staget ouzh impalaeriezh ar Bersed. Stag e oa ouzh Margiana ha honnezh e oa daouzekvet satrapiezh ar bersed eta.

Satrapiezh[kemmañ]

Ar satrap Bessus, an hini a vuntras ar roue Darius III evit bout dizalc'h en e satrapiezh. Met aloubet e voe ar vro gant Alesant Veur, er IVre kantved kent JK. Gantañ e voe tapet Roxana , merc'h da satrap ar vro, a oa o stourm outañ. Dimeziñ dezhi a reas evit lakaat an tad a-du gantañ.

Furchadegoù[kemmañ]

Furchadegoù e-leizh zo bet aozet en hanternoz Baktria (traonienn ar Surkhan-Daria) gant Gallaoued hag Ouzbeked, pe Japaniz hag Ouzbeked, dreist-holl war-dro keoded kozh Termez.

Kañvaled[kemmañ]

Bout ec'h eus ur ouenn kañvaled anvet kañval Baktria, pe Camelus bactrianus.

Liammoù[kemmañ]